Dijon eo anv pennlec'hdepartamant gall ar c'h-Côte-d'Or, e rannvroBourgogn-Frank-Kontelezh. 158 002 annezad he doa ar gêr e 2019, ha 245 895 an unvez kêrel, ar pezh a ra anezhi an hini vrasañ eus ar rannvro.
Emañ Dijoñ eBourgogn, 190 km e GwalarnGeneva, 190 km e NorzhLyon ha 310 km e GevredPariz. Treuzet eo gant div stêr : ar Suzon hag an Ouche, hag ivez Kanol Bourgogn.
Adalek an Adinvidigezh e ganas kalz lennegourien, arzourien ha skiantourien evel ar skrivagnerBossuet (1627-1704), ar sonaozerJean-Philippe Rameau (1683-1764), ar barzhAloysisus Bertrand (1807-1841 - tremenet e yaouankiz e Dijoñ), an ijinourGustave Eiffel (1832-1923).
En amzer a-vremañ e c'haller menegiñ ar chaloniKir (1876-1968) ha an aktourezClaude Jade (1948-2006).