Didier Deschamps e miz Eost2000 Didier Claude Deschamps , bet ganet d'ar15 a viz Here 1968 eBaiona (Pireneoù-Atlantel ,Bro-C'hall ), a zo bet ur melldroader etrebroadel gall a-raok mont da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.
Kreizer difenner e bost dezhañ war an dachenn, c'hoariet en deus e kleuboù meur enEuropa :Football Klub Naoned ,Olympique de Marseille ,Jirondined Bourdel ,Juventus Football Club (Torino ,Italia ),Chelsea F.C. (Londrez ,Bro-Saoz ) haValencia Club de Fútbol (Spagn ) m'en deus gounezet titloù ha trofeoù sof-kont enne.
Gourdonet en deus en un nebeud kleuboù ivez -AS Monaco FC , Juventus Football Club, Olympique de Marseille - kent bezañ anvet da zibaber skipailh Bro-C'hall d'an8 a viz Gouere 2012 , oc'h erlec'hiañLaurent Blanc .
Kemeret en deus perzh en un dalc'h hepken :
Kaset en deus skipailh Bro-chall betek kardgourfennoùKib vell-droad ar bed 2014 aozet eBrazil , bet skubet er-maez 0-1 gant skipailhAlamagn (ur wech ouzhpenn evel e1982 ha1986 ...).