Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Dick Cheney

Eus Wikipedia
Poltred ofisiel Dick Cheney e 2003.

Richard Bruce Cheney, anvet peurliesañDick Cheney, bet ganet d'an 30 a viz Genver 1941 eLincoln (Nebraska) ha marvet d'an 3 a viz Du 2025[1], a oa ur politikourstadunanat, ezel eus arStrollad Republikan.

Politikerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

SekretourDepartamant an Difenn e voe etre 1989 ha 1993 da vareGeorge H. W. Bush, haBesprezidant ar Stadoù-Unanet etre 2001 ha 2009, e-pad respedGeorge W. Bush. Ijinañ ha sterniañ a reas arWar on Terror ("Brezel d'ar Spont") lakaet e plas goudegwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001. Souten a reasaloubadeg Irak adalek 2003 hag implij arjahinerezh a-enep enebourien ar Stadoù-Unanet. E dibenn e vuhez e voe lakaet a-gostez eus e strollad politikel, pa weleDonald Trump evel un dañjer evit e vro[2].

Daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (en)Former Vice President Dick Cheney dies at 84, NBC News, 04/11/2025
  2. (en) COLLINSON Stephen, STRACQUALURSI Veronica,Dick Cheney, influential Republican vice president to George W. Bush, dies, CNN, 04/11/2025
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dick_Cheney&oldid=2169060 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp