Diazad doureier ar stêr Latorița,Râul Latoriţa, eRoumania.
Undiazad doureier a zo ur gorread douar a vez dastumet an dourioù kouezhet ennañ (glav, erc'h, kazarc'h, ha kement zo) gant undourredenn hag eadstêrioù, pe gant ur gorread dour all.
Bevennet e vez en diamont gant ullinenn disparti eus an doureier a glot alies, met pas dalc'hmat, gant ul linenn uhelennoù. Diverañ a ra an dourioù glav a bep tu d'al linenn-se etrezek lec'hioù disheñvel en ur gas gante an elfennoù dileizhet pe en arlug evel argouelezennoù hag arsaotradur.
Pep diazad doureeier a c'haller rannañ en un serten niver a ziazadoù bihanoc'h (anvet a-wezhioù « isdiazadoù doureier ») a glot gant ar gorread a zegas dourioù da bep hini eus an adstêrioù en em daol en dourredenn bennañ.
Un diazad doureier a vent vras a sko e-barzh ar mor dre ur genoù nemetken zo undiazad hidrografek