Diaspora ((grc) διασποράdiasporá, diwar διασπείρωdiaspeirō "Strewiñ a ran") eo ar ger implijet evit kaozeal diwar-benn ur boblañs strewet eus he ziriad orin.
Da gentañ e termene strewadur bras ur boblañs dre heg, pell eus he ziriad orin, ha dreist-holl diaspora arYuzevien. Hiziv e c'hell bezañ n'eus forzh peseurt poblañs hag a c'hell bezañ c'hoazh ar muiañ-niver anezhi en he ziriad orin, evel an diasporaarmenian,mec'hikan pe diaspora arVretoned zoken[1].
Klasket e oa bet lakaat kemm etre an diasporaoù, diouzh o fennabeg (kenwerzh, fiñvadegoù,impalaerouriezh) pe diouzh ar sternioù sokial hag al liammoù ouzh ar vro orin. Lod eus an diasporaoù a zalc'h liammoù kreñv-kenañ ouzh o ziriad orin, betek war an dachennbolitikel.
Asambles gant keal an diaspora e c'hell bezañ hinian distro, darempredoù gant kumuniezhoù all eus ar memes diaspora ha diouer a embarzhiñ-klok er vro zegemer. Alies e talc'h un diaspora liammoù politikel ouzh he bro-orin kenkoulz hag e levezon war bolitikerezh he bro-zegemer.
Andiaspora yuzev ((he) תְּפוּצָה,tfutza) peharlu ((he) גָּלוּתgalut;(yi)golus) eo an anv roet da strewadur ar Yuzevien dre ar bed hag er-maez eus o douar orin (Eretz Israel). Da gentañ-penn e oa ster nemetañ ar ger "diaspora". Krog e oa an harlu goude distrujRouantelezh Israel en norzh gant anAsirianed a-raok mont pelloc'h, gant finRouantelezh Yehouda e 586 kt JK, distrujet gantBabilon ha distrujJeruzalem gant arRomaned e70. E132 e voe berzet d'ar Yuzevien bezañ o chom re dost ouzhJeruzalem, adanvetAelia Capitolina.