Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Devonian

Eus Wikipedia
EonFanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen

Ar pevare eus c'hwec'h marevezh arpaleozoeg eo andevonian En em astenn a ra eus 416.0 ± 2.8 milion a vloavezhioù'zo betek 359.2 ± 2.5 milion a vloavezhioù'zo.

Orin an anv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tennañ a ra an devonian e anv eus anDevon ur gontelezhsaoz lec'h ma 'z eo boutin ar reier eus ar marevezh-mañ. Tra ma'z eo argweleoù roc'hek a vek deroù ar marevezh anavezet mat n'eo ket resis tre o deiziadur. Hervez arGomision Etrevroadel a-zivout ar Stratigrafiezh en em astenn an devonian eus fin arsilurian 416.0 ± 2.8 milion a vloavezhioù'zo betek deroù arc'harbonifer 359.2 ± 2.5 (e Amerika an Norzh, derou arMississipian).

Marevezh ar pesked e oa anvet gwechall met dilezet e oa bet ar ger-se. Tra ma liesakaas ar pesked e-pad an devonian ne oant ket ar furm-buhez boutinañ. Anvet e oa ivez marevezhefed ti-gwer peogwir e teue d'ar vrasañ ar standilhonoù kentañ eus kornôgEuropa ha norzhAmerika edo lec'hiet war ar c'heheder d'an amzer-se.

E skridoù anXIXvet kantved e oa anvet an devonian anHen Varevezh Ruz hervez ar goueledennoù gell-ruz ma voe dizoloet ar fosiloù kentañ.

Isrannadurioù an Devonian

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Disrannet eo an devonian e devonian abred, devonian krenn ha devonian diwezhat. En ismaredoù ez eo disrannet a re-mañ en o zro:

Diwezhat

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Krenn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Abred

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un amzer hag oberiantiz dektonik vras e oa an devonian.Laurasia haGondwana a dostas an eil ouzh egile. Gant ar stokad eusLaurentia ha Baltika e voe krouetEuramerika er c'helc'hiad sec'h a-hedtrovan ar C'havr-mor. Evel hiziv e oa furmet gant unvaniezh daou vas ag aer :kell Hadley hakell Ferrel; E-barzh an dam-zezerzhioù eo e voe furmet arHen Grag Ruz. Tennañ a ra e liv ruz eus bezañthematit pennskoueriek eus un hiniad sec'h.

War-dro ar c'heheder e krogasPangea da furmiñ dre stokadAmerika an norzh hagEuropa. Ar stokad-se a grouas ar menezioùAppalachoù hag arC'haledonidoù eBreizh-Veur haSkandinavia. Aod ar c'hornôg a oa kalz siouloc'h, avat ha warni e kavedaberioù ha geunioù-mor dreist holl. Er pezh a zoIdaho haNevada ur wareg ag inizi tanveneziek a dizhe an uhelgompezenn gevandirel. E fin a marevezh e krogjont da sevel goueledennoù morel, un darvoud a zlefe merkout derou anorogeniezh Antler

Kevandirioù ar su a chome unvanet e-barzh dreistkevandirGondwana hag ar peurrest eus ar pezh a zo hiziv Eurazia a oa lec'hiet en hanterzouar eus an norzh. Uhel a oa live ar mor e-pad an devonian hag un darn vras eus an tirioù a oa beuziet dindan morioù bas ma kreske kerreg trovanel.

Ar meurvorPanthalassa a c'holoe peurrest anDouar. Ar meurvorioù bihanoc'h a endalc'hPaleo-Tethys,Rak-Tethys,Meurvor Rheek, hameurvor an Oural.

Buhez an Devonian

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ekosistemoù morel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Uhel e oa live ar morioù e-pad an devonian. Ar furmoù a vuhez pennañ a oa arbryozoa, ar brac'hyiopodoù hag ar c'houral. Boutin e oa argrinoided tra ma oa antrilobitoù war ar diskarr hag en e choment fonnus c'hoazh. Ar besked ur javed ganto gentañ, arblakodermed, a yeas war wel asambles gant ar bleizi-mor kentañ, arCladoselache. Er stêrioù ez a war wel ar besked e flip o angelloù. Da hendadoù antetrapodoù ez afent.

Ar c'herreg

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ur garreg bras, a gaver e roudennoù e DiazKimberley e gwalarnAostralia a gelc'he ar c'hevandirioù. Er c'hontrl da re hiziv ne oant ket savet gant koural met gant bezhin-raz,stromatporoided,tabulata harugosa.

Ekosistemoù douarel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Gweledva en Devonian

En em astenn a ra an ekosistemoù douarel e-pad an devonian. Tra ma kreske plantennoù dibenn ar siluriann en endroioù glebek hepken, e trevadennas re an devonian diabarzh ar c'hevandirioù. Hag e chomont eeun e deroù ar marevezh e liesekaont buan a-walc'h hag eo e penn an devonian ez eas war well ar wezenn gentañ :Archaeopteris. Ar plantennoù-se a grouas an douar kentañ ha herberc'hañ a rae ur faon agartropodoù.

Plantennoù an devonian abred a oa bihan met e dibenn ar marevezh ez eas war-wel ar c'hoadegoù kentañ, poblekaet gant raden ha lostoù-marc'h. Ul levezon bras o-deus a war ekosistemoù ar stêrioù a rible. Harpañ a reas liesekadur ar besked ha donedigezh war-well an tetrapodoù douarel kentañ e fin ar marevezh.

Astennadur buan ar plantennoù a c'horrekas ar skrignerezh e-diabarzh ar c'hevandirioù ha a oa abeg un digresk eus feur an dioksid karbon en atmosferenn. Posupl eo e voe an dra-se kaoz d'al lazhadeg a verkas fin an devonian.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

An devonian war Palaeos.com

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Devonian&oldid=2065340 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp