Eus penn kentañ an nevez-amzer betek fin an hañv e kresk ar gwez. Diazezet eo an dendrokronologiezh war ar fed e cheñch stumm ar c'hoad produet gant ar gwez diouzh mare ar bloaz : en nevez-amzer eo sklaer ar gelc'henn dre m'eo brasoc'h argwazhied a dremen arsap dreze. Efedoù diavaez a c'hell levezoniñ stumm kelc'hioù ar gwez : tagadennoù gantamprevaned hamikroboù pe gantbronneged (karveged), prantadoù sec'hor... Ar c'helc'h tostañ ouzh arrusk a glot gant bloavezh marv ar wezenn.
Daou seurt standilhon a c'hell bezañ studiet : un troc'h (ekef ar wezenn da skouer) pe ur garotezenn tennet gant urwimeled.
Savet ez eus bet rummadoù (pe bankoù) standilhonoù gant ar skiantourien en ur studiañ gwez eus ar memesgenad en un takad geo-klimatek roet. Evel-se e c'heller keñveriañ ar c'hoad studiet ouzh ar standilhon evit deiziata anezhañ. Bankoù standilhonoù a vez implijet kalzig evel unan savet gant skol-veur Stuttgard-Hohenheim evit ar genadQuercus a c'hell servijout evit ul lodenn vras eus ar studiadennoù graet enEuropa. Unan all savet enIwerzhon a c'hell bezañ implijet evit ul lodenn vras eus Breizh.
Ouzhpenn d'ar gwez o-unan e vez studiet pezhioù arrebeuri pe oberennoù arzel a c'heller neuze deiziata d'ar bloavezh rik. An aliesañ ne vez ket studiet un tamm koad drezañ e-unan met meur a damm (strolladtreustoù ul lein da skouer).