Un den-marc'h o stourm ouzh ulLapit (diwar arPartenon)Peleüs o skrapañThetis, etre an den-marc'hC'hiron hag unNereidenn. Tu B un amforenn atikat gant livadurioù du, war-dro 510 kent J.-K.Pallas hag an den-marc'h, livet gantSandro Boticelli.Lapit o stourm ouzh un den-marc'h,South metope 30Partenon, etre447 ha433 kent J.K. (British Museum)Div barez a bep tu daVenus (Mozaikenn eusTunizia roman, eil kantved goude J.-K.)Karantezioù an dud-varc'h, gantRubens (munudig). Eoullivadur war goad, enEnsavadur Calouste Gulbenkian, eLisbon,Portugal.
Egwengelouriezh Hellaz, andud-varc'h[1], Κένταυροιkentauroi enhenc'hresianeg, a oa hanter tud, hanterkezeg. El livadennoù kozh a weler war listri savet e broAten pe eBeotia, e vezent deskrivet gant talier ur marc'h stag ouzh korf un den. Diwezhatoc'h avat e vezent taolennet gant penn ha brusk un den staget adalek andargreiz ouzh an draen-marc'h, el lec'h ma tlefe gouzoug al loen-kezeg bezañ.
Peurliesañ e lavared e oant bugale daIksion, o zad, ha daNefele, o mamm. Hervez mojennoù all e oant bugale daGentauros hag a oa en em baret gant kezekenned eusMagnesia. Mab e oa Kentauros da Iksion ha Nefele (ar pezh a lakae ur rummad ouzhpenn) pe daApollon haStilbe, merc'h an doue stêrPeneios. Er stummoù diwezhat eus ar vojenn e oa breur gevell Lapitus, hendad alLapited, ar pezh a rae kendirvi eus an div bobl. A-hervez e oant o chom e Magnesia hag eMenez Pelion eThessalia, e koad derv Foloi enElis, hag e ledenez ar c'hab Malea e suLakonia.
Anv a veze graet eus an dud-varc'h c'hoazh e stummoù lennegel ar vitologiezhroman. Stlejet eo karrKustentin Veur hag e diegezh gant daou zen-marc'h ekameenn vras Kustantin (war-dro 314-16)[2].
Κένταυροι,kéntauroi a veze graet outo ehenc'hresianeg, diwar κεντεινkentein"flemmañ" ha ταυροςtauros"tarv".
EnIlias koulskoude e raHomeros gant ar ger φηρphêr "loen" (I, 268 ha II, 743) da envel enebourienPiritoos, annezidi ouez menezioùThessalia. N'eus nemetC'hiron a vez graet an anvkentauros anezhañ: « ar reishañ eus an dud-varc'h »[3].
Atalante a zegouezhas un deiz gant daou zen-marc'h, Hilaios ha Roikos. Hag int ha klask sailhat war ar werc'hez, met lazhet e voent ganti a-daolioù saezhoù. Hervez mojennoù all e voent lazhet gant he friedMeleagros.
Al Lapited e oa amezeion tud-varc'h Menez Pelion, ha kerent e oant dezho dre Iksion. Pedet e voent da eured o roue Pirithoos gantHippodamia (evelTheseüs), met treiñ fall a reas ar friko : meur a zen-marc'h, hag Eurytion en o zouez, a glaskas gwallañ ar plac'h-nevez Hippodamia ha Lapitezed arall. Kann a savas, ha lazhet e voe kalz a dud-varc'h. Ar re all a voe argaset eus Menez Pelion, ha repu a gavjont e MenezFoloi.
P'edoHerakles o hemolc'hiñhoc'h-gouez Erimantos e voe roet bod dezhañ gantFolos. Un deiz e c'hoantaas evañgwin. Ha Folos da gontañ ne grede ket digeriñ unamforennad pa oa boutin d'an holl dud-varc'h. Dre forzh pediñ hag aspediñ e teuas Herakles a-benn d'e lakaat da blegañ. Met pa glevas an dud-varc'h c'hwezh ar gwin e krogjont da zirollañ, da lammat gant Herakles, a lazhas un toullad mat anezho hag a redas war-lerc'h ar re all.
Goude ma oant argaset eus Menez Pelion en doa graet C'hiron e annez e Kab Malea. An dud-varc'h all, Herakles war o lerc'h, a zeuas da glask repu en e gichen. Eno ez implijas an haroz e saezhoù binimet, hag unan a dennas dre fazi ouzh C'hiron, e ward. Hemañ a diwaskas poan met ne c'halle ket mervel abalamour ma oa divarvel ;Zeus avat e lezas da vervel e-lec'hPrometheüs. Mont a reas an nebeud tud-varc'h da repuiñ amañ hag ahont erPeloponnesos pe e-kichenEleusis, gant skoazellPoseidon a guzhas lod anezhe.
E deskrivadur ul livadenn eusNaplez e oant taolennet gant ar prederour gresianFilostratos an Henañ evel c'hoarezed ha gwragez an dud-varc'h par a oa o vevañ war MenezPelion gant o bugale.
↑Kameenn vrasKustentin, e dastumadPeter Paul Rubens gwezhall ha bremañ er Geld en Bankmuseum, enUtrecht, zo taolennet, da skouer, e levr Paul Stephenson,Constantine, Roman Emperor, Christian Victor, 2010, fig. 53.
↑Ovidius,Metamorphōseōn Levrenn XII.415-423(lenn en-linenn) ; an anv Hilonome zo gresianek hag Ovidius en deus amprestet an istor digant ur skrivagner gresian koshoc'h marteze.