Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Deiziadur Bahá'í

Eus Wikipedia

Implijet e vez andeiziadur Bahá'í gant arFeiz vBahá'í. Un deiziadur heoliek eo gant bloavezioù a 365 devezh habloavezhioù bizeost a 366 devezh. 19 miz a 19 devezh a ya d'ober ar bloavezhioù. Dastumet e vez an devezhioù a chom e pevar pe pemp "devezh etre". Deraouiñ a ra ar bloavezhioù ekedez annevezamzer ha kontet e vez adalek ar 21 a viz Meurzh1844, deroù arMarevezh Bahá'í.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Krouet e voe an deiziadur Bahá'í gant arBab.Bahá'u'lláh a wiriekaas anezhañ ha lakaat a reas anNaw-Rúz, peKedez an nevezamzer, da zeiz kentañ ar bloaz. Daoust ma c'hell ar gedez c'hoarvezout d'an 20, 21 pe 22 a viz Meurzh e tisklêriasShoghi Effendi e chomfe liammet an deiziadur Bahá'í ouzh an deiziadur gregorian hag e teraoufe ar bloavezh d'an 20 a viz Meurzh.

Mizioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

19 miz a ya d'ober an deiziadur Bahá'í. ArYun Naontek Devezh a vez graete-pad mizAlá’. War-lerc'h e vez lakaet ar pevar pe pemp deiz etre,Ayyám-i-Há o anv.

Anvioù arabekArabegTroidigezhDeizioù
BaháبهاءSplannder21 a viz meurzh - 19 a viz ebrel
JalálجلالBrud9 a viz ebrel - 27 a viz ebrel
JamálجمالKened28 a viz ebrel - 16 a viz mae
‘AẓamatعظمةMeurded17 a viz mae - 4 a viz even
NúrنورGouloù5 a viz even - 23 a viz even
RaḥmatرحمةTrugarez24 a viz even - 12 a viz even
KalimátكلماتGerioù13 a viz gouere - 31 a viz gouere
KamálكمالPeurvadelezh1 a vz eost - 19 a viz eost
Asmá’اسماءAnvioù20 a viz eost - 7 a viz eost
‘IzzatعزةGalloud8 a viz gwengolo - 26 a viz gwengolo
MashíyyatمشيةYoul27 a viz gwengolo - 15 a viz gwengolo
‘IlmعلمAnaoudegezh16 a viz here - 3 a viz du
QudratقدرةBeli4 a viz du - 22 a viz du
QawlقولKomz23 a viz du - 11 a viz du
Masá’ilمسائلGoulennadeg12 a viz kerzu - 30 a viz kerzu
SharafشرفEnor31 a viz kerzu - 18 a viz genver
SulṭánسلطانAotrouniezh19 a viz genver - 6 a viz c'hwevrer
MulkملكDamani7 a viz c'hwervrer - 25 a viz c'hwevrer
Ayyám-i-Háايام الهاءDeizioù Hâ26 a viz c'hwevrer - 1 a viz meurzh
‘Alá’علاءUhelded2 a viz meurzh - 20 a viz meurzh (miz yun)

Deizioù Santel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Bez' ez eus 11 deiz santel en deiziadur Bahá'í. GouelRidván, a bad 12 devezh, a zo an hini santelañ hag anvet e vez alies ar "Gouel Meurañ"

AnvAmzeriadoùDilabour
Naw-Rúz (Bloaz nevez)21 a viz meurzhYa
Deiz kentañRiḍván : رضوان)21 a viz ebrelYa
Navet deiz Riḍván29 a viz ebrelYa
Daouzekvet deiz Riḍván2 a viz maeYa
Disklêriadur arBáb23 a viz maeYa
PignidigezhBahá'u'lláh29 a viz maeYa
Merzherinti ar Báb9 a viz gouereYa
Ganedigezh ar Báb20 a viz HereYa
Ganedigezh Bahá'u'lláh12 a viz duYa
Devez ar c'hevread29 a viz duKet
Pignidigezh `Abdu'l-Bahá28 a viz DuKet

Devezhioù ar sizhun

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Anv arabekSkritur arabekTroidigezhDeiz
JalálجلالBrudSadorn
JamálجمالKaerdedSul
KamálكمالPeurvadelezhLun
FiḍálفضالGrasMeurzh
‘IdálعدالJustisMerc'her
IstijlálاستجلالMeurdezYaou
IstiqlálاستقلالFrankizGwener

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Deiziadur_Bahá%27í&oldid=1947326 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp