Ouzhpenn Van Doesburg ha Mondrian e voe izili all evel V. Huszár, G. Severini, J.J.P. Oud, G. Rietveld, G. Vantongerloo, Bar van der Leck, Vilmos Huszár, César Domela, Friedrich Vordemberge-Gildewart haJean Arp.De Stijl a zeas da get tamm-ha-tamm abalamour d’an disemglev a savas etre an diazezerien. Hervez Van Doesburg e vanke da Mondrian frankiz hag ijin a-fet krouiñ.
Tro1915 e krogas Van Doesburg da gejañ ouzh an arzourien a savfe ar gelaouenn gantañ.Kejañ a reas ouzhPiet Mondrian e-pad un diskouezadeg er Stedelijk Museum (Amsterdam). Mondrian en doa dilojet da Bariz e1912 , hag o pourmen enIzelvroioù e oa pa grogas ar brezel bed kentañ. Ne c’helle ket distreiñ da Bariz, neuze en em stalias gant kumuniezh arzourien Laren.Eno e kejas ouzh Bart van der Leck hag e welas alies M. H. J. Schoenmaekers. E1915 e lakaas Schoenmaekers embannHet nieuwe wereldbeeld (Skeudenn nevez ar bed), hag e1916Beginselen der beeldende wiskunde (Pennaennoù ar matematik neuziañ). Levezonet da vat e voe Mondrian hag izili all De Stijl gant an div oberenn-se.Van Doesburg a anaveze ivez J.J.P. Oud hag an arzour hungarat Vilmos Huszàr. E1917 e savjont De Stijl holl asambles, gant ar barzh Anthony Kok. Gerrit Rietveld, ur savour yaouank, az eas er strollad e1918.Unvan e voe ar strollad e-pad pemp bloaz, daoust ma’z eas kuit Van der Leck e1918 abalamour da zisemglevioù a-fet arzoù.Pa voe embannet Manifestoioù e voent kensinet gant holl izili ar strollad. A-fet savouriezh e voent levezonet gant labour Berlage ha hiniFrank Lloyd Wright.Implijet e voe evit ar wech kentañ an dro-lavarNieuwe Beelding e1917 gant Mondrian. Skrivañ a reas un heuliad daouzek pennad anvetDe Nieuwe Beelding in de schilderkunst hag a voe embannet er gelaouenn De Stijl. E1920 e lakaas embann ul levr anvetLe Neo-Plasticisme.
Kemmañ a reas De Stijl tro1921. E-keit ma oa levezonet Van Doesburg gant arBauhaus e voe ivez levezonoù all evel arSevelouriezh rusian ha hini Malevitch. Ne oa ket plijet holl izili De Stijl gant an dibaboù-se koulskoude.E1924 e kuitaas Mondrian ar strollad, goude m’en defe kinniget Van Doesburg e gelennadur war an elfennouriezh : hervezañ e oa pouezusoc’h ar veskellenn evit al linenn serzh hag an hini a-blaen.Kalz izili nevez a voe degemeret e-barzh De Stijl. Re zo, evel I.K. Bonset (ur barzhdada) hag Aldo Camini (enep-prederour) a blantas reuz er strollad. Pa voe marv Van Doesburg e voe dizoloet e oa an daou anv-se anvioù-pluenn Van Doesburg.
Theo van Doesburg a varvas eDavos e1931. E wreg a reas war-dro e hêrezh. Ken pouezus e oa perzh Van Doesburg e De Stijl ken e chomas ar strollad a-sav. Re zo anezho a chomas e darempred, met en un doare hiniennel nemetken. Dav eo gouzout ne voe biskoazh stank an darempredoù etre izili De Stijl, lod brasañ o eskemmoù a voe graet dre lizher.Gwech ebet ne gejas Mondrian gant Rietveld da skouer.Chom a rejont koulskoude feal da bennaennoù De Stijl.Rietveld a gendalc’has da dresañ arrebeuri en ur implijout pennaennoù De Stijl ha Mondrian a gendalc’has gant al labour en doa boulc’het war-dro1920. Padal ec’h adstagas Van der Leck gant al livañ-skeudenniñ ur wech kuitaet ar strollad gantañ.
TiRietveld Schröder. Ar savadur nemetañ savet penn-da-benn diwar bennaennoù De Stijl
E-pad pell goude1931 e voe bras-tre levezon De Stijl war ar savouriezh.Mies van der Rohe a voe e-touez ar re a chomas feal da vennozhioù ar strollad.Etre1923 ha1924 e tresas Rietveld Ti Rietveld Schröder, ar savadur nemetañ savet penn-da-benn diwar bennaennoù De Stijl.ERotterdam (Café De Unie) e c’haller gwelout savadurioù bet treset gant J.J.P. Oud ha levezonet gant pennaennoù De Stijl.
Oberennoù izili De Stijl a zo strewet e pep lec’h er bed, ha diskouezadegoù diwar-benn De Stijl a vez aozet alies.E meur a virdi e kaver oberennoù izili De Stijl :
« Ar pezh a vennan kaout eo ar stumm a c’haller mestroniañ, e-keñver livañ, kizellañ ha sevel. »Theo van Doesburg
« N’eus ken neuz glan an elfennoù, gant pegementadoù kempouez, a c’hall skañvaat ar skrij a zo er vuhez hag en arz. »Piet Mondrian
« An arz, evel ma veizomp anezhañ, n’eo na proletarian, na bourc’hiz. N’eo ket resisaet kennebeut gant an degouezhioù sokial. Er c’hontrol e tispleg nerzhioù a aoz d’o zro ar sevenadur en e bezh. »Theo van Doesburg