Doareoù distagañ |
---|
Dre serriñ |
Klikoù |
Tarzhañ |
Strakal |
Entarzhañ |
Fic'hal |
Ruzennoù |
C'hwibanennoù |
Dassonennoù |
Fri |
Stlakat |
Froumal |
Tostaat |
Linkus |
Vogalennoù |
Hantervogalennoù |
Kostezennoù |
Eryezhoniezh e vez implijet an termendassonenn[1] (saoz.:sonorant) war dachenn arfonetik hag arfonologiezh evit komz eus ur sonenn produet hep direnkañ red an aer. E berr gomzoù, bez' e c'heller distagañ un dassonenn en un doare didroc'h, da skouer [m] ha [l]. Dassonennoù eo an hollvogalennoù ivez. N'eo ket dassonennoù, da skouer, arc'hensonennoù dre serriñ evel [d] pe [k] ma vez stanket red an aer a-benn o froduiñ ha dre se n'hallont ket bezañ distaget en un doare didroc'h.
Ouzhpenn an holl vogalennoù e vez renket e-touez an dassonennoù ar c'hensonennoùdre dostaat,dre fri,dre stlakat hadre froumal.
Setu an dassonennoù pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ allizherenneg fonetikel etrebroadel: [l, m, n, r, w, j]
Enebet e vez an dassonennoù ouzh ar c'hensonennoù dre serriñ dreist-holl, hag ivez ouzh arc'hensonennoù dre fic'hal hag arruzennoù rak daoust ha ma c'heller distagañ ur ruzenn en un doare didroc'h e vez direnket red an aer betek e lakaat da daskrenañ.
Mouezhiet eo an darn-vrasañ eus an dassonennoù implijet gantyezhoù ar bed dre m'eo gwan-tre son un dassonenn divouezh, ha bewech ma vez implijet un dassonenn divouezh gant ur yezh bennak e ra ar yezh-se ivez gant an dassonenn mouezhiet a glot ganti. Ral-tre eo an dassonennoù divouezh, kavet e tro-dro da 5% eus an holl yezhoù komzet dre ar bed ha lec'hiet en un takad resis tro-dro d'arMeurvor habask, eusKanaky betekSuamerika e meur afamilh-yezhoù disheñvel, d.s. aryezhoù aostronezek,sinek-tibetek,na-dene hageskimoek-aleutek.
Kensonennoù | Gwelit ivez:Lizherenneg fonetik etrebroadel,Vogalenn |
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonennmouezhiet. E gris emañ arsonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |