Andaouboent a zo ursin diakritek eus allizherenneg latin hag a ziskouez evel daou boent war urvogalenn.
ä ë ï ö ü ÿ
Ebrezhoneg eo andaouboent (¨) ur sin diakritek hag a lakaer war urvogalenn evit merkañ e ranker disrannañ anezhi diouzh an hini a zo en he raok.
- Kavet e vez dreist-holl war al lizherennu :eürus,emroüs ;
- Kavet e vez a-wezhioù war al lizherenni :
- dre ret er gergouïlh ;
- a-wezhioù, ha dreist-holl ervarzhoniezh hag arc'hanaouennoù, evit merkañ ez eo uni vogalenn hag e talvez eta evit un troatad :alïes.
Argalleg a implij anezhañ da verkañ ur vogalenn da vout distaget distag diouzh unan all en he raok :naïve,Noël,Louÿs.
Gantreizhadennoù reizhskrivadur ar galleg e 1990 eo bet kemmet daouboentoù zo na heuilent ket ar reolenn-mañ. Da skouer:ambiguïté aet daambigüité,contiguë dacontigüe.
Arc'hembraeg a ra heñvel :copïo.
Annederlandeg, ur yezh hag a ra gant kalzdivc'hrafennoù a ziv vogalenn, a implij anezhañ e gerioù kemeret diouzh yezhoù latin eveltetraëder,naïviteit,reële,geïnd,reünie,conciërge,koloniën,poëzie,egoïsme,coördinatie,ruïne,vacuüm...
Skrivet e vez ivezcinqüenta hervez reolennoù reizhskrivañportugaleg Brazil.
Arspagnoleg a ra gantañ evit dispartïañ an digrammgu araoge pei :vergüenza,lingüística.
Yezhoù all a ra gant anë evit merkañ ar « schwa », pe evit merkañ emañ mut ar vogalenn (galleg « de Staël » /stal/).
Dishañval eo an daouboent diouzh anUmlaut.
Arabat kemmeskañ andaouboent gant andaoubik (:) a zo unarouezenn boentaouiñ.