Daniel Defoe ( distaget /ˌdænjəl dᵻˈfoʊ/ e saozneg), metDaniel Foe e anv gwir, a oa ur reder-bro, kenwerzher, oberer politikel ha skrivagner saoznek, hag ur spier, ganet eStoke Newington e1659,1660 pe1661, ha marvet d'ar24 a viz Ebrel1731 eRopemaker’s Alley,Moorfields. Brudet eo abalamour da zaou romant dreist-holl,Robinson Crusoe haMoll Flanders, ha gwelet eo evel krouer ar romant saoznek. Kement e skrivas ma lavarer en devoa savet pemp kant levr a bet seurt,flemmskridoù, ha skridoù diwar-benn politikerezh, torfedoù relijion, dimeziñ, psikologiezh, ekonomiezh, ha darvoudoù dreistnaturel.
EusFlandrez e oa e familh. E dad a oa perc'henn war ur stal gouloù-koar e karterCripplegate. Kas a reas e vab da vezañ desket gant ar reverantCharles Morton, hag a oa e penn un ensavadur deskadurezh prevez e Newington Green, e-kichenLondrez.Dedennet-bras e oa Defoe gant arpolitikerezh hag allennegezh. Ezel e oa eus ar strolladWhig hag eus hini ar re nanngempelgourien, ha meur a skrid flemmus a savas a-enep gouarnamant ar roue katolikJakez II (Bro-Saoz). Gwelet mat e oa gantGwilhom III Bro-Saoz, a roas meur a garg gopret mat dezhañ. Kinnig a reas daRobert Harley, a oa kontOxford ha prezidantTi ar C'humunioù, ur raktres aozañ ur polis politikel en dije kelaouet ar gouarnamant war soñjoù ar boblañs.
Met da vare renAnne Stuart e voe kondaonet dabost ar vezh d'an31 a viz Gouere1703 peogwir en doa savet skridoù a-enep an Iliz anglikan ha goude tri devezh e post ar vezh e voe kaset da doull-bac'hNewgate. E-keit ha ma oa bac'het e lakaas embann ar Review, etre1704 ha1713. Pa voe dieubet e voe kaset da bourmen e Bro-Saoz a-bezh gant Harley gant an anv Alexander Goldsmith. Daou vloaz goude e c'houlennas Harley digantañ labourat war unvaniñ Skos ha Bro-Saoz. Mont a reas neuze Defoe daDinedin ma aozas ar c'henvreutaerezhioù etre dilennidiBro-Saoz ha reSkos. Goude-se e kasas meur a gefridi da benn evel spier : silañ a reas ar Jakobited a stourme evit ar reStuart. E1717 e kelaouas ar ministrCharles Townshend e oa tud o prientiñ un emsavadeg ma kemere perzhSveden enni. Met abalamour d'e flemmskridoù en doe kudennoù en-dro hag e pellaas diouzh ar politikerezh.
Robinson Crusoe (1719), eo e oberenn vrudetañ, ha war a lenner e vefe bet ar romant saoznek kentañ. Ennañ e kont penaos e treuzvev ur peñsead war un enezenn didud. Soñjal a reer ez eo diazezet ar romant war ar pezh a c'hoarvezas daAlexandre Selkirk, ur martolod skosat a dreuzvevas en enezenn didudMás a Tierra (enezeg Juan Fernández) etre1704 ha1709.