Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Dakar

Eus Wikipedia
Kreiz kêr Dakar.

Dakar (Ndakaaru ewolofeg) eokêr-benn ha kêr vrasañSenegal. Emañ war ribl arMeurvor Atlantel, warledenez ar C'hab Glas, hag ar gêr vras ar pellañ er c’hornôg eo war kevandirAfrika ha zoken arBed Kozh.

Urporzh-mor a bouez eo evit ar marc’hadourezhioù ezporzhiet eus Afrika.Poblet eo Dakar gant 1 056 009 a dud e 2011[1] ha war-dro 3,2 milion a dud zo o chom en tolpad-kêrioù hervez an niveradeg ziwezhañ e 2013. EmañBodadenn Vroadel Senegal haPalez Prezidant Senegal e Dakar. E-touez an traoù zo da welet c’hoazh e Dakar e c’haller menegiñ ar Voskeenn Vras (savet e 1964), enezGorée dirak ar porzh, Mirdi Sevenadur Afrika ar C’hornôg, ar Skol-veurCheikh Anta Diop (pe Skol-veur Dakar, savet e 1957).

N'eo rannvro Dakar nemet 0,3 % eus gorread ar vro gant 550 km2, met enni 25 % eus ar boblañs ha 80 % eus armerzerezh ar vro.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Korn-bro Dakar (enezGorée) a voe ur greizenn a bouez evit kenwerzh arsklaved etre arXVIvet hag anXIXvet kantved. Ur c’hontouer a voe savet eno gantPortugaliz e1444. Etre 1588 ha 1677 e voe kêr e dalc’h, a-bep-eil,Portugaliz,Izelvroiz,Saozon peGallaoued. Ar re-se a chomas mestr war an dachenn a-benn ar fin. Ur c’hreñvlec’h a voe savet gant ar jeneral gallLouis Faidherbe, e1857. Ha diwar an dra-se e kreskas Dakar, a zeuas da vezañ kêr-bennAfrika C'hall ar C'hornôg e 1902, e-lec’hSaint-Louis.

Unan eus kêrioù pennañ anImpalaeriezh trevadennel c'hall e voe Dakar en amzer-se. Ur gêr a bouez e oa evit ar c’henwerzh hag evit an arme c’hall en Afrika, betek anEil Brezel-Bed. Kêr-bennKevread Mali e voe Dakar e1959 ha1960. Ha dont a reas da vezañ kêr-benn stad dieub Senegal d’ar4 a viz Ebrel1960.

Gant an dud o tont eus ar maezioù, hag he emgrask, eo tremenet Dakar eus ur gêr a 400 000 a dud e 1970 d'ur veurgêr a 3,2 milion a dud e 2011.

Sevenadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

EnezGorée zo bet lakaet war roll arGlad bedel gant anUnesco e 1978.

E-touez ar monumentoù e kaverDor ar Trede Milved haMonumant Adsav Afrika.

Stank eo arwolofeg er vuhez pemdez, deuet eo da vezañyezh vehikular ar gêr. Ar galleg, yezh ofisiel ar vro, a zo komprenet ha komzet gant 49,4 % eus an annezidi[2].

Tud brudet genidik eus Dakar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Politikerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sevenadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sport

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kêrioù gevellet

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daveoù et notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Aozadur ar Broadoù Unanet - Poblañs 2011 kêrioù bras Senegal
  2. La langue française dans le monde, 2014, Éditions Nathan,p. 30

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dakar&oldid=2092438 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp