Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Daidalos

Eus Wikipedia
Ikaros ha Daidalos, livet gantCharles Paul Landon (1799)

Daidalos (Δαίδαλος / Daídalos ehenc'hresianeg, da lavarout eo « graet en un doare arzel », « ijinus», latinekaet eDaedalus) zo un den a gaver e mojennoùHellaz kozh. EusAten e oa, brudet eo evel ijinour, kizeller, tisavour. HervezPlaton, e-barzhMenon (97 kent JK) e oa, e delwennoù Daidalos, « kement a wirionez ma veze ret, hervez ar vojenn, stagañ anezho gant chadennoù evit herzel outo a vont kuit».

Mojennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Eontr e oa daTalos, a oa ijinour eveltañ : gantañ e vije bet ijinet anheskenn ha meur a dra all. Gwarizi en eontr a lazhas eniz ouzh e vountañ da gouezhañ diwar-lein anAkropolis. Rankout a reas an eontr muntrer tec'hel da Greta, da lez ar roueMinos.

Mojenn Minotaoros

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Daidalos o kizellat ar vuoc'h

Ar roueMinos-se a oa dimezet daPasifae. Ha honnezh a oa krog enni ur c'hoant dinatur.
Untarv gwenn a oa d'ar roue, deuet dezhañ dre berzh an douePoseidon, hag a rankje bezañ bet aberzhet d'an doue hervez ur bromesa hag a oa bet ankouaet, ken brav e kave ar roue e darv gwenn. Hag an doue, droug ennañ, da silañ ur c'hoant direizh, ar c'hoant-tarv, e korf ar rouanez.
Evitembarañ gant an tarv e c'houlennas ar rouanez skoazell digant an ijinour Daidalos. Hemañ a savas ur vuoc'h koad, hag a c'holoas anezhi gant ur c'hroc'henbuoc'h (hervez doareoù all en dije kizellet ur vuoc'h kleuz). Lakaat a reas e vuoc'h en urprad ma vezeTarv Kreta o peuriñ hag hemañ a c'holoas ar rouanezPasifae kuzhet er vuoc'h.
Genel a reas ar rouanez un euzhvil, anvet Minotaoros.
Minos a c'houlennas skoazell digant Daidalos, hag eñ a ijinas arMilendall, ma ne c'halle den dont er-maez anezhañ. Hag ennañ e lakaas ar rouedogan bac'hañ an euzhvil-se ganet eus e wreg.

Mojenn ar milendall

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Den ne c'halle dont e-maez armilendall eta.
Koulskoude ez easTheseüs e-barzh da lazhañ arMinotauros. Er-maez e teuas gant skoazell neudennAriadne, a oa bet o c'houlenn skoazell digant Daidalos.Droug a oa e Minos ma c'hourc'hemennas bac'hañ Daidalos hag e vabIkaros er milendall. Neudenn ebet ne oa ganto, gant-se ne oant ketevit tec'hel. Met Daidalos a empentas nijal kuit gant eskell graet gantañ diwarplu peget gantkoar. Abalamour ma c'hallent teuziñ gant an heol e lavaras Daidalos d'e vab e oa arabat dezhañ nijal re uhel.

LammIkaros, livet gantRubens.

Met Ikaros ne selaouas ket hag a glaskas tostaat ouzh an heol, ha c'hoarvezout a reas pezh a oa tonket da c'hoarvezout: teuziñ a reas e ziveskell ha kouezhañ a reas er mor ma voe beuzet.
Hervez un hengoun ha n’eo ket ken brudet hag an hini a zo danevellet gantDiodoros Sikilia e vije bet skoazellet Daidalos hag e vabIkaros gant Pasifae evit kuitaat an enez e bourzh ur vag evit tec'hout rak fulorMinos.

Kouezhadenn Ikaros (munud) gantPieter Brueghel gozh, war-dro 1558[1]

E Sikilia

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mont a reas Daidalos da Sikilia neuze. Eno e oa ar roueKokalos o ren. E Kreta e oa kounnar vras e Minos o welout e oa skampet Daidalos, ha klask a rae an tu d'e adtapout.


Displegadenn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Da bep kudenn ez eus un diskoulm roet gant ijin Dedalos. Nemet diwar e ijinadenn e sav ur gudenn all dalc'hmat.

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gwelet ivez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Ovidius: "Ur pesketaer bennak o tapout pesked gant ur walenn o krenañ pe ur mesaer stouet war e vazh, pe ul labourer o tiskuizhañ war vrec'hioù e alar, o gwelas marteze hag a chomas souezhet o krediñ e oant doueed gouest da nijal en oabl."

Liamm diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Daidalos&oldid=2129925 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp