Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Dahomey

Eus Wikipedia

Dahomey (anvioù all : Danxomé, Danhomé, Abomey) a oa anezhi urrouantelezh enAfrika hag en em astenne wartiriad arriez a vez anvetBenin bremañ. Savet eo bet hec’h anv diwar ar gerdan a dalvez "naer" eFoneg ; un dave eo daazeulerezh annaered-piton, un azeulerezh boutin waraodoù Benin, e rannvroOuidah peurgetket.

Krouet e oa bet ar rouantelezh-se, hervez arvojenn, gant merc’h arroue Tado. Honnezh, urYoruba anezhi, a oa deuet d’ar c’hoad da glaskdour ha kejañ a reas gant ar speredloupard. Agasu, tad an holl Foned, a zeuas da vugel dezho. Krouet e oa bet ar gêr santel gant diskennidi Agasu. War-dro1600 e oa bet tri mab dezhañ o tabutal evit mont da roue. Trec’h e oa bet ar mab henañ war e daou vreur, a yeas kuit da sevel o rouantelezhioù dezho o-unan, unan war aod Ajase-Ipo,Porto Novo hiziv an deiz, hag egile, enAbomey en norzh ma c’haller gweladenniñpalez ar roue c’hoazh.

Mont a reas rouantelezh Abomey buan a-walc’h da vezañ ur vro c’halloudus, gantmoneiz hag all. Pinvidikaat a reas gant urc’henwerzh a-bouez, hini arsklaved dreist-holl. Dont a rae unarme efedus hag aozet-mat da breizhañ danvez sklaved er meuriadoù. Da-c’houde e veze kaset ar re-se betek aod armeurvor Atlantel, ma vezent eskemmet ouzh marc’hadourezhioù a bep seurt,kanolioù hag armoù peurgetket, gant kenwerzhourienEuropa.

Urrejimant eus ar vegenn a rae war-dro difenn hag eveshaat ar roue. Ne oa nemetmaouezed er rejimant-se hag « amazonezed » e vezent anvet gant kenwerzhourien Europa.

E1724 e voe aloubet Allada gant ar Foned. Gounid a reas ar re-se goude douaroù betek aod ar meurvor Atlantel hag aloubet e oa bet ganto Dahomey penn-da-benn en doare-se. Andoueed Yoruba, anavezet dija gant ar Foned, a veze azeulet evel speredoù lec’helEwe ha Fon eus arrelijionvodou, anezhi relijion ofisiel ha diazez ar rouantelezh.

Rouantelezh Dahomey a oa bet anezhi betek dibenn anXIXvet kantved. Brezel a oa bet, evit gwir, etre annezidi ar rouantelezh hag an drevannederien hag e dibenn ar brezel-se e oa bet tapet ar roueBehanzin hag argaset e oa bet eus ar rouantelezh, a oa bet staget ouzh Frañs.

Da-heul alouberezh ar vro gant an drevadennerien c’hall e teuas Kontouerioù ar Benin, a oa stag ouzh trevadennSenegal abaoe miz Gouere1886, da vezañ un drevadenn emren e 1893, a-raok bezañ anvet « Trevadenn Dahomey ha dalc’hioù » gant un dekred eus an22 a viz Mezheven1894. An anv Dahomey, na dalveze nemet evit envel rouantelezh Dahomey er penn kentañ, a voe graet gantañ goude evit envel an drevadenn en he fezh. Youl a oa bet d’ar mare-se evit reizhabegiñ hag evit kemer lorc’h diwar un alouberezh diaes a-walc’h, o teuler evezh ne vije ket kemmesket an tiriad-se gant tiriad Benin vreizhveuriat, (Nigeria hiziv an deiz). Ne gollas an drevadenn nevez hec’h emrenerezh nemet e1904, pa oa bet entoueziet gantAfrika c'hall ar C’hornôg (AGK).

Dahomey, ur vro dizalc’h abaoe ar 1añ a viz Eost 1960, a oa bet roet an anvBenin dezhi d’an30 a viz Du1975.

Roueed Dahomey

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]


g  ka  ke
Impalaeriezh trevadennel c'hall
I- Trevadennoù, gwarezvelioù pe perc'henniezhioù gall kozh :

Afrika & Meurvor Indez : Maghrib (Aljeria,Maroko,Tunizia) •Inizi Arguim (a-vaez da Varoko) •Afrika C'hall ar C'hornôg (Aod-an-Olifant,Dahomey,Soudan c'hall (Mali),Ginea C'hall,Maouritania,Niger,Senegal,Volta-Uhel) &Togo c'hall &Enez James (Gambia)Afrika ar C'heheder C'hall (Tchad,Gabon,Kreiz Kongo,Oubangui-Chari) •Aod C'hall ar SomaliedKomorez (Anjouan) •Madagaskar • Inizi Mascareigne :Enez Frañs (Moris) &Sechelez

An Amerikaoù (Trevadennoù gall en Amerika) :Frañs Nevez (Akadia,Louiziana,Kebek,An Douar-Nevez) •IniniBerbiceHaiti &Santo DomingoTobagoInizi Gwerc'h (darn)

Azia :AlaouitProviñs HataySri LankaIndez Frañs (Chandernagore,Aod KoromandelChennaiMalabar,Mahe,Pondichery,Karaikal,Yanaon) •Kwangchowan (Sina) •Indez-Sina (Annam,Kochinchina,Kambodja,Laos,Tonkin),Liban,Siria.

Antarktika & Oseania:Kaledonia-NevezHebridez Nevez (Vanuatu hiziv) •Frañs Antartika

II- Tiriadoù ha perc'henniezhioù tramor a-hiziv

Gwiana c'hallPolinezia c'hallGwadaloupMartinikMayotteKaledonia-Nevez • ArReünion (gwechall Enez Vourbon)
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Dahomey&oldid=1942938 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp