Cyberpunk a zo un is-rummad eus arskiant-faltazi, diazezet peurliesañ war bedoù enno tammutopia ebet. Diorroet eo an is-rummad-se er bloavezhioù 1980. Oberennoù cyberpunk a gaver ivez e bed arbannoù-treset, hini arsinema, hini arsonerezh ha hini ar c’hoarioù video.
Ar ger cyberpunk a zo ennañ daou c’her all : cyber ha punk. Implijet e voe gantGardner Dozois, embannerAsimov's Science Fiction Magazine. D’an 30 a viz Kerzu1984 ec’h implijas ar ger cyberpunk en ur pennad anvet « SF in the Eighties » hag embannet erWashington Post a-benn envel oberennoùWilliam Gibson, ha dreist-holl e romant anvetNeuromancer (1984). Ar ger a implijas ivez a-benn envel ur strollad skrivagnerien yaouank a skrive erfanzinCheap Truth :Bruce Sterling,William Gibson,Lewis Shiner,Pat Cadigan haGreg Bear. Evel-se e voe ganet al luskad cyberpunk. Ar ger cyberpunk a oa bet implijet e miz Du1983 e-barzh titl undanevell skrivet gant ar skrivagner amerikanBruce Bethke, hag embannet er gelaouennAmazing Science Fiction Stories.E-touez an elfennoù ret en istorioù cyberpunk e kaver anhackerien, an embregerezhioù liesvroadel (deuet da vezañ galloudusoc’h evit ar stadoù hag ar poell ardaouel (urzhiatañ, eletronik). An istorioù cyberpunk a dremen peurliesañ war an douar en un amzer-da-zont tost ouzhomp ha spontus (saotradur, dreistpobladur), ar pezh a laka ar romantoù-se da vezañ ankenius, rak kinnig a reer enno traoù a c’hallfe c’hoarvezout.An tudennoù a rank en em sachañ en ur bed disurzhiet, ennañ e seblant an dazont bezañ tremenet. Peurliesañ ez eus skoilhoù ivez, ha ne c’hell ket an tudennoù stourm a-enep da nerzhiom kalz kreñvoc’h evito. Abalamour da se ekaver alies anv eus un irienn bennak er romantoù cyberpunk : an harozed a zo evel c’hoarielloù etre daouarn aozadurioù kuzh ha galloudus.Goude ar romantoù doarepost-nuke (goude an darzhadenn nukleel), diazezet war ar brezel yen, e kinniger dañjerioù nevez er romantoù cyberpunk : an OGK, hollc’halloud an uzhiatañ, al liammoù etre kevala hag armerzh pe ar c’hlonañ. Enno e kinniger ivez boudoù gwellaet : meskajoù tud ha roboted int.
Adalek kreiz ar bloavezhioù 1980 ec’h embannas skrivagnerien evel Gibson pe Sterling e oa echu gant al luskad, dre ma oa bet lonket gantHollywood. Lewis Shiner a lakaas embann ur pennad anvetConfessions of an ex-Cyberpunk enNew York Times. Ur respont hir, anvetCyberpunk in the Nineties, a voe aozet gant Sterling.Ma n’eo ket ken brudet al lennegezh cyberpunk hiziv an deiz ez eo marteze peogwir eo deuet da vezañ gwir ul lodenn vras eu ar pezh a oa bet ijinet gant ar skrivagnerien-se.