Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Continental Army

Eus Wikipedia
Continental Army
Lu,nerzhioù lu
Deiziad krouiñ14 Mez 1775 Kemmañ
BrezelBrezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet Kemmañ
DiazezerSecond Continental Congress Kemmañ
StadStadoù-Unanet,Thirteen Colonies Kemmañ
Bet erlec'hiet gantUnited States Army Kemmañ
Erlec'hiañ a raMinutemen Kemmañ
Deiziad divodañ2 Mez 1784 Kemmañ
Renet gantGeorge Washington Kemmañ
 
Baleadenn e Valley Forge gantWilliam Trego.George Washington e-penn ar C'hontinental Army e 1777.

Continental Army peArme ar c'hevandir a vez graet eus arme gentañStadoù-Unanet Amerika. Savet e oa bet gant Eil Kendalc'h ar C'hevandir goude deroùBrezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet gant antrevadennoù amerikan dindan beli arRouantelezh-Unanet.

Lakaet e oa bet da dalvezout dre ur mennad lezennel d'ar14 a viz Even1775, krouet e oa bet gant ar soñj unvaniñ ar bagadoù soudarded degaset gant pep hini eus an trizek trevadenn a oa en em savet a-enep ar roue. Harpet e oa Arme ar C'hevandir gant unvezioù lec'hel lies ha bagadoù soudarded chomet dindan beli ar Stadoù. Ouzhpenn-se e oa bagadoù soudarded emren. Ar JeneralGeorge Washington a oa penn-uhel al lu-se e-pad holl ar brezel.

Emgann Guiliford Courthouse d'ar15 a viz Meurzh1781

Darn eus ar C'hontinental Army a oa bet divodet e 1783 goude skrid-emglev Pariz a lakae fin d'ar brezel. Adimplijet e oa bet ar c'hentañ hag an Eil rejimant evit sevel diazezLejion Stadoù-Unanet Amerika e 1792, dindan urzhioù ar jeneral Anthony Wayne. Al lejion-se a voe diazez krouidigezh anUnited States Army e 1796.

Ar C'hontinental Army a oa savet gant soudarded a zeue eus an 13 trevadenn ha goude 1776, eus an 13 Stad nevez krouet. Pa grogas brezel dieubidigezh Amerika gantemgannoù Lexington ha Concord d'an 19 a viz Ebrel 1775, ne oa armme ebet gant ar reveulzierien. A-raok an emgannoù-se e oa bet savet bagadoù soudarded gant pep trevadenn. Ar soudarded a oa da gentañ keodedourien-soudarded darn-amzer evit an difenn lec'hel. Goude-se e oa bet savet rejimantoù rannvroel evit talañ ouzh darvoudoù grevus evelBrezel gall-hag-indian 1754–63. Dre ma washae an darempredoù etre Breizh-Veur hag an trevadennoù amerikan goude fin ar brezel-se, an trevadennerien o devoa kroget da sevel strolladoù soudarded o soñjal e oa ar brezel o vont da darzhañ. Kresket e oa kalz an niver a izili er gourdonadennoù goude ma voe tremenet dekred anIntolerable Acts e 1774.

An drevadennerien evelRichard Henry Lee o doa kinniget sevel un nerzh broadel. Siwazh dezho e oa savet ar C'hentañ kendalc'h trevadennel a-enep. Pep trevadenn a felle dezhi chom emren.

D'an23 a viz Ebrel1775 e roas Kendalc'h proviñsMassachusetts an urzh da sevel un arme drevadennel enni 26 kompagnunezh rejimant.New Hampshire,Rhode Island, haConnecticut a savas goude-se bagadoù heñvel met bihanoc'h. D'ar 14 a viz Even 1775, Eil Kendalc'h ar c'hevandir a zivizas sevel un un arme gevandirel evit difenn an holl drevadennoù gant ar bagadoù a oa dija tro-droBoston (22 000 soudard) ha New York (5000). Savet e voe war ar memes tro 10 kompagnunezh kentañ an arme drevadennel. Tutaet e voe tennerien eus Pennsylvania, Maryland, Delaware ha Virginia evit ur bloavezh da vezañ implijet evel troadegiezh lijer. Savet e oa bet evel-se ar1st Continental Regiment e 1776.

D'ar15 a viz Even1775, arC'hendalc'h a zilenne a-unvouezhGeorge Washington evel penn an arme. Sevel a reas a-du ha chom a reas e penn an arme a-hed ar brezel hep kaout gopr ebet. Ne oa kemeret e kont nemet e frejoù.

Ne oa ket ral kaout emouestlidi yaouankoc'h evit 16 vloaz.

Orinoù lies

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ma oa tud wenn eus ar pep brasañ eus ar soudarded e oa ivez tud du kement hag indianed er C'hontinental Army.

1781, tresadenn eus soudarded ar C'hontinental Army e-padKampagn Yorktown o tiskouez ur soudard troadegiezh du war an tu kleiz pellañ. Un ezel eus ar1st Rhode Island Regiment eo, unan eus rejimantoù an Arme gevandirel savet evit darn gant brogarourien zu.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Continental_Army&oldid=2075825 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp