Flavius Iulius Constantius, anavezetoc'h evelConstantius II, (7 a viz Eost 317 -5 a viz Here 361) a voe Impalaer Roman (337 - 361) eus Tiegezh ar Gonstantined.
Arabat meskañ e anv gant hini e vreurConstans, a voe impalaer gantañ.
Pa varvas e dad Constantinus e 337, e voe lazhadeg, kaset en-dro gant Constantius. Graet e voe o stal d'ar gerent deuet eus eil dimeziñ e dad-kozhConstantius Chlorus gant Theodora, ha ne chomas ken nemet e vreur henañConstantinus II, hag e vreur allConstans, ha daou genderv (Gallus hag e hantervreurJuluan) evel paotred. En em glevout a reas an tri breur da rannañ an Impalaeriezh etrezo, hervez youl o zad. Da g-Constantinus IIBritannia,Galia hagHispania; da g-ConstansItalia,Afrika, hag Illyricum; ha da g-Constantius ar Reter .
Savet daCaesar (= eil impalaer), d'an 8 a viz Du 324.
Juluan a voe lakaet da Augustus gant arme Galia e 361, ha Constantius a voe ret dezhañ c'hoari dre nerzh ouzh an impalaer dre laer. Pa oa an div arme o vont d'en em gannañ e varvas Constantius gant an derzhienn nepell diouzhTarsus d'ar 5 a viz Here 361, ha Juluan a voe embannet da voutAugustus dre an Impalaeriezh roman.