Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Constantinus II

Eus Wikipedia
Delwenn da Gonstantinus II, e lein an diri a gas d'ar c'h-Campidoglio, eRoma.
Solidus' Constantinus II
Rannadur an Impalaeriezh etre ar Gaesared anvet gant o zadConstantinus Iañ : a gornôg da reter, ar broioù dindan Constantinus II,Constans,Dalmatius haConstantius II. Goude marv Constantinus Iañ (Mae 337), e voe rannidigezh ofisiel an impalaeriezh, betek marv Dalmatius ha rannidigezh e zouaroù etre Constans ha Constantius.

Constantinus II, peFlavius Claudius Constantinus Augustus (316-340), a oa unimpalaer romankristen, mab daGonstantinus Iañ.

E vuhez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa en C'hwevrer 316 enArle. Mab henañ Constantinus Iañ ha Fausta, e eil pried, e oa, ha savet er relijion gristen. Daou vreur en doe ivez, Constantius, ganet en318, ha Constans, ganet en320 pe323, ha div c'hoar,Constantina haHelena.

Anvet e voe da Caesar en Meurzh317, da ur bloaz, war un dro gant e hantervreurCrispus, mabMinervina, ha gantLicinianus, mab daLicinius.

En321 e voe trec'h Crispus war ar Franked, ma voe anvet da gonsul goude, hag e vreur Constantinus, pemp bloaz, gantañ.
E323, pa oa seizh vloaz, e kemeras perzh er brezel renet gant e dad ouzh arSarmated.
Da zek vloaz, goude marv Crispus, e voe lakaet e pennGalia. Hervez un enskrivadur eus330 en devoa bet an tirl aAlamannicus, ha sur a-walc'h e oa bet trec'h e jeneraled war anAlamanned.

Pa varvas e dad Constantinus Iañ, e337, e voe anvet daGaesar war un dro gant e vreudeur,Constantius II haConstans, ha rannet e voe an impalaeriezh etre int hag o c'hendirvi, ar GaesaredDalmatius haHannibalianus. Met kenkent ha marvet an tad e krogas e vibien da aozañ lazhañ ar peurrest eus an tiegezh, a voe kaset da benn gant an arme.
Goude-se en em gavjont o-zri ePannonia, hag eno, d'an9 a viz Gwengolo 337, e voe rannet an impalaeriezh etrezo o-zri. Ha Constantinus en doe Galia,Britannia haHispania.

Mervel a reas en Ebrel 340.

Pennad kar

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Constantinus_II&oldid=1962348 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp