Coldplay a zo ur strolladsonerezh rock saoz krouet eLondrez e1998. Izili ar strollad eoChris Martin (kaner ha pianoour),Jonny Buckland (gitar),Guy Berryman (gitar-boud) haWill Champion (taboulinoù). Brudet int bet e2000 gant ar single Yellow, hag a gaver er bladennParachutes. Berzh en deus bet ar bladenn ha kinniget eo bet erMercury Prize. Coldplay a vo kinniget 2 wech c’hoazh d’ar Mercury Prize: e2003 hag e2005. Coldplay a zo bet unan eus ar strolladoù bet gwerzhet gantañ ar muiañ a bladennoù er villvloaziad nevez-mañ: muioc’h eget 30 million a bladenn gwerzhet. Brudet eo ar strollad dreist-holl gant ar singlioùIn My Place,Speed of Sound pe c‘hoazhClocks, bet gounezet gantañ urGrammy Award.
Keñveriet e vez Coldplay gantJeff Buckley haRadiohead ha merzet e vez en deus ar strolladoù-se perzhioù boutin. Levezonet eo bet ivez Coldplay gantU2 ha Travis. Abaoe m’eo aet er-maez ar bladennParachutes, eo bet awenet Coldplay gantEcho and the Bunnymen ha gantGeorge Harrison warA Rush of Blood to the Head (2002) ha gantJohnny Cash haKraftwerk warX&Y (2005). An div bladenn-se o deus graet berzh-bras, e-keñver an dezvarnerien ivez pa ’zint deuet er-maez. E 2002, ARush of Blood to the Head a zo bet anvet pladenn NME eus ar bloavezh.
Coldplay a zo engouestlet en un doare politikel ha sokial: evit arc’henwerzh reizh int ha sikour a reontAmnesty International. Kemeret o deus perzh ivez erBand Aid 20, elLive 8, hag evit anTeenage Cancer Trust. AEmiz Kerzu2006 o doa kroget da labourat war ur pevare bladenn gant ar broduerBrian Eno. Deuet e oa ar bladenn-se er-maez d’an 11 a viz Even2008, dindan an titlViva la Vida or Death and All His Friends. E-korf an tri devezh kentañ e oa bet gwerzhet 302 000 skouerenn anezhi !
Abaoe 2009 e labouront da sevel ur pempvet pladenn a zlefe dont er-maez e diskar-amzer 2011.
E miz Gwengolo1996 e kejas an izili evit ar wech kentañ en University College London (UCL).Chris Martin haJonny Buckland a zo bet izili kentañ ar strollad, kejet o doa an eil gant eben en o "orientation week". Tremenet o deus ar peurrest eus o bloavez skolaj-mañ da stummañ ur strollad, a-benn ar fin e teuont a-benn da sevel ur strollad anvet Pectoralz. Un nebeut amzer goude e teuasGuy Berryman, hag a oa er memes klasad eget an daou all. Ne ouezent ket d’ar poent-se da belec’h ez aent a fed sonerezh. E1997, e sono Coldplay evit pennluskerien e Londrez e-barzh kluboù bihan. En em adanvet eo ar strolladStarfish d’ar mare-se. Studier e Oxford e oaPhil Harvey p’en deus Chris Martin pedet anezhañ da emezeliñ er strollad. Phil Harvey eo a vero ar strollad betek 2002.
Emiz Genver 1998, e teu ar strollad da vezañ klok gant un tabouliner nevez anvetWill Champion. An ezel nevez-se en deus desket c’hoaripiano,gitar,gitar-boud hafleüt iwerzhonat e-pad e vugaleaj; desket en deus buan-tre c’hoari taboulinoù hep bezañ bet skiant-prenet diwar seurt benveg en araok. A drugarez daTim Rice-Oxley, ur mignon d ar strollad, o deus ar skipailh gellet kemer an anv “Coldplay", bet implijet evit strollad Tim Rice-Oxley met goude un nebeudig amzer e soñje dezhañ e oa un tamm re glac’harig (“too depressing”). Kinniget e oa bet da Rice-Oxley emezeliñ e-barz Coldplay evit c’hoari piano met nac’het en deus peogwir er strolladKeane e oa dija.
D’an 18 a viz Mae1998, e teu er-maez 500 skouerenn eus ar singleSafety EP. Al lodenn vrasañ eus ar skouerennoù a zo bet roet da tiezh enrollañ ha da mignoned ar strollad; n’eus nemet 50 skouerenn a zo bet lakaet da werzhañ d’an dud. E miz Kerzu, e sino Coldplay evit al label dizalc’h Fierce Panda. Dont a raio er-maez o teir ganaouenn gentañ anvetBrothers and Sisters EP gant al label Fierce Panda hag a zo bet enrollet buan ha buan dindan peder devezh e miz C’hwevrer 1999. Deuet er maez e miz Ebrel, an EPoù-se a zo bet embannet 2500 skouerenn outo. Kregiñ a reont da vezañ brudet eRouantelezh Unanet a drugarez d’a Radio 1 rennet gantSteve Lamacq hag a skigne ar ganaouennoù alies.
Goude bezañ bet tremenet o arnodennoù da echuiñ o studioù, o deus Coldplay sinet gantParolophone ur c’hevrad 5 album en nevez-amzer1999. Goude bezañ bet sonet evit ar wech kentañ eGlastonbury, o deus divizet ar strollad enrollañ o trede EP anvetThe Blue Room. 5000 skouerenn a vo embannet evit an holl e miz Here hag single "Bigger Stronger", bet skignet war ar radio Radio 1, a zo bet a-bouez evit istor Coldplay. Diaes a-walc’h eo bet enrolladennThe Blue Room. Martin a gasas kuit Champion e-maez eus ar strollad met un nebeut amzer goude en deus goulennet dezhañ distreiñ, ha peogwir en doa keuz eo aet da evañ betek re. A-benn ar fin, o deus divizet ar strollad lakaat da gostez o kudennoù ha lakaat reolennoù sklaer evit ma chomfe ar strollad bev. Da gentañ o deus disklêriet ar strollad: ez eo Coldlay un demokratelezh, pep gounid a vo roet da bep ezel en un doare reizh, kemeret e vo skouer diwar strolladoù evelU2 peR.E.M.. D’an eil, skarzet e vo deus ar strollad an neb a gemer drammoù kreñv.
E miz Meurzh 1999 e krogont da labourat start evit o bladenn gentañ. Aet int er studio "Rockfield Studios" gant ar broduerKen Nelson a-benn enrollañ ar bladenn. C’hoariet o deus ivez erCarling Tour, ar pezh a ziskouezo e teuio oberoù da zont. Goude bezañ bet lakaet er-maez tri EP hep kaout hit song ebet e teu Coldplay a-benn da vezañ en Top 40 gant ar ganaouenn “Shiver”. Aet er-maez e miz Meurzh2000, 35vet single ar rummadur e vo hag evit ar wech kentañ e tremeno Coldplay warMTV. Miz Even 2000 a zo bet a-bouez evit istor ar strollad. Divizet o deus ober o droiad sonadegoù kentañ, gant ur sonadeg-distro e Glastonbury. Dont a ra er-maez ar single “Yellow”. Ar ganaouenn-mañ a vo 4re en UK Singles Chart (rummadur ar singleioù) ha dont a ra Coldplay aze da vezañ brudet a-walc’h d'ar poent-se.
Dont a ra er-maez album kentañ Coldplay, anvetParachutes, e miz Even2000. Kentañ pladenn anUK Albums Chart eo. Mat-a-walc’h eo ar c’hritik en o keñver, met rebechet e vez dezho ez eoParachutes tost eñvel ouzh sonerezh alt-rock ar strolladRadiohead en o bladennThe Bends–OK Computer. "Yellow" ha "Trouble" a zo bet skignet alies war radioioù Europa hag Amerika. Parlophone en doa raktreset 40000 skouerenn gwerzhet eus Parachutes; evit Nedeleg, 1.6 milion a bladenn a zo bet gwerzhet, er Rouantelezh Unanet nemetken.Parachutes a zo bet galvet erMercury Music Prize e miz Gwengolo 2000.
Goude bezañ gwelet berzh ar strollad enEuropa, e glasko Coldplay mont davetAmerika an Norzh.Parachutes a zo aet er maez du-se e miz Du 2000. Graet o deus un troiad sonadegoù e Stadoù Unanet Amerika e-penn kentañ ar bloavezh 2001, o kregiñ gant ur show eVancouver,Kanada, hag o c’hoari warSaturday Night Live, Late Night gantConan O'Brien, haThe Late Show gantDavid Letterman. Berzh en deus betParachutes tamm-ha-tamm en SUA, hag a benn ar fin eo deuet da vezañ ar bladenn-mañ double-platin. Ar bladenn a zo bet degemeret mat gant ar c’hritik, ha gounezet he deus ar Best Alternative Music Album (pladenn sonerezh alternative gwellañ) erGrammy Awards 2002.
Distreiñ a raio Coldplay d’ar studio e miz Here 2001 evit kregiñ da labourat war un eil bladenn, hag a vo produet gant Ken Nelson adare. Gant kalz a lañs e teu er-maezA Rush of Blood to the Head e miz Eost2002. Er bladenn-se e kaver meur a ganaouenn brudet evel "In My Place", "Clocks", hag ar gwerz "The Scientist".
Troiadoù sonadegoù a vo graet gant Coldplay etre miz Even 2002 betek miz Gwegolo 2003, war pemp kevandir hag o vezañ ar c’houviad kentañ d’ar gouelioù evel arGlastonbury Festival,V2003, haRock Werchter. An droiad A Rush of Blood to the Head en deus diskouezet e oa aet war-raok ar strollad a fed sonerezh ha leurennerezh. Al lodenn vrasañ eus an abadennoù a oa sklerijennet en un doare danzeet, lakaat a rae da soñjal an abadennoù-se da reoù U2 en o Elevation tour. E-pad o droiad bras-se, o deus Coldplay enrollet un DVD hag ur bladenn war al leurenn anvetLive 2003 er Sydney Hordern Pavilion. Er gompiladenn e gaver ur ganaouenn nevez anvet "Moses".
E miz Kerzu 2003 eo bet anvet Coldplay gwellañ arzour ha gwellañ strollad sonerezh ar bloaz gant lennerien ar Rolling Stone magazine. D’ar mare-se o doa Coldplay c’hoariet un hit eusThe Pretenders anvet "2000 Miles", hag a zo bet lakaet da pellgargañ war o lec’hienn ofisiel. Ar single pellgargetañ eus Rouantelezh Unanet eo bet ar bloavezh-mañ ha roet eo bet ul lodenn eus ar goundioù daFuture Forests ha daStop Handgun Violence.A Rush of Blood to the Head a c’hounezas daou drofe en 2003Grammy Awards. En 2004 Grammy Awards o deus Coldplay gounezet ar Record of the Year evit "Clocks". Ar bladenn a zo bet plaset d’an niver 472 war 500 e listenn arRolling Stone's 2003 e-touez ar bladennoù gwellañ.
Ar bloavezh 2004 a zo bet sioulik a-walc’h evit Coldplay dre ma’z int chomet pell ouzh ar gazetennoù, dre ma tiskuizhent goude bezañ graet o troiadoù sonadegoù ha dre ma labourent war un trede pladenn. Evit an trede bladenn-se eo bet levezonet ar strollad gantDavid Bowie,Eno,Pink Floyd,Depeche Mode,Kate Bush,Kraftwerk... ha meur a strolladoù all c’hoazh hervez ar gitarour-boud Guy Berryman (lavaret en doa:"We were listening to lots of different stuff during the early stages [of X&Y], from. And U2 as we usually do.") E miz Mae e lako Coldplay ur ganaouenn nevez war o lec’hienn ofisiel a-benn enoriñ ganedigezh Apple, merc’h Chris Martin hag an aktourezGwyneth Paltrow.
Trede pladenn Coldplay, anvetX&Y, a zo deut er-maez e miz Even2005 er Rouantelezh Unanet hag enEuropa. Ar bladenn gwerzhet ar muiañ eo bet e-kerzh ar bloavezh 2005: 8,3 milion a skouerenn a zo bet gwerzhet. Kentañ single ar bladenn, "Speed of Sound", a zo bet skignet er radioioù ha lakaet war ar genrouedad d’an 18 a viz Ebrel. Embannet eo bet ar single-se d’an 23 a viz Mae 2005. Ar bladenn a zo bet er plas kentañ e 22 vro disheñvel er bed a-bez hag an trede bladenn bet gwerzhet an niver a skouerenn ar buhanañ e istorRouantelezh Unanet. Div ganaouenn all a vo embannet ar memes bloavezh: "Fix You" e miz Gwengolo ha "Talk" e miz Kerzu. En despet da berzh marc’hadourel ar bladenn, dezvarnerien ‘zo a zo bet dipitet e-keñverA Rush of Blood to the Head, enNew York Times e skriv Jon Pareles ez eo ar strollad "the most insufferable band of the decade.” (ar strollad argarzhusañ eus an dek vloavezh-mañ).
Etre miz Even 2005 betek miz Gouhere2006, e oa Coldplay en o Twisted Logic troiad. Sonnet o deus erCoachella, e Glastonbury hag enAustin City Limits Music Festival. E miz Gouhere 2005, o deus sonnet e Live 8 en Hyde Park, ‘lec’h m’o deus c’hoariet ur ganaouenn eusThe Verve anvet "Bitter Sweet Symphony" gantRichard Ashcroft o kanañ. E miz Gwengolo, o deus Coldplay enrollet ur stumm nevez eus "How You See the World" gant pozioù adlabouret eusWar Child,Help: A Day in the Life charity album. E miz C’hwevrer 2006, o deus gonezet Coldplay priz ar bladenn wellañ hag ar single wellañ erBRIT Awards.
Kroget eo ar strollad da labourat war ar pevare bladenn e miz Kerzu 2006. Brian Eno a zo ar broduer. Ouzhpenn-se e tiskler ar broduerTimbaland e-barzhGO magazine e c’hellfe kenlabourat ganto war ar bladenn. Un ehanig o deus graet Coldplay evit enrollañ hag evit ober troiadoù e Su Amerika e deroù ar bloavezh2007, o senniñ evit ar wech kentañ eChile,Arc’hantina,Brazil haMec’hiko. Diskuilhet eo bet gant ar strollad en do ar bladenn levezonoù spagnolek, goude bezañ bet enrollet e ilizoù hag e lec’hioù all e Amerika Latin hag eSpagn e-kerzh o droiadoù ; ar peurrest eus ar vloavezh a vo gouestlet d’ar pevare bladenn atav gant ar broduer Brian Eno.
E miz Kerzu 2007 ur gerig postet war lec’hienn ofisiel ar strollad a zisklerie e oa echuet gant an enrolladenn, o lavarout "the creative momentum keeps on gathering." Mikset eo bet o enrolladenn eNew York hervez al lec’hienn e fin ar bloavezh 2007. En ur pennad eus arRolling Stones war ar genrouedad, e tiskuilh Chris Martin en do anv pladenn nevez Coldplay hiniViva la Vida or Death and All His Friends ha dont a raio er-maez d’ar 16 a viz Even2008.
Martin en deus diskrivet en doa Coldplay kemeret un hent nevez: cheñch a raio eus an teir bladenn kentañ, hag a zo gwelet evel un 'trilogy'. Kanaouennoù ‘zo e-barzhViva la Vida, evel "Violet Hill", a vo gant distorted guitar riffs ha gant bluesy undertones. Lavaret en deus Martin en do ar bladenn nebeutoc’h a son falsetto, gellet en deus e vouezh-boud kaout muioc’h a bouez.