Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Claudius II

Eus Wikipedia
Delwenn Marcus Aurelius Claudius Gothicus.

Marcus Aurelius Claudius Gothicus (10 a viz Mae214 - miz Genver270), anavezet ivez evelClaudius II, a oa ur jeneral roman hag a deuas da voutimpalaer Roma e miz Gwengolo268.

Trec'h e voe enEmgann Naissus (hiriv Nisch, e Serbia), a-enep arC'hoted, e 268 pe 269, en amzer an impalaerGallienus.E 269 e voe trec'h war anAllemani e norzh Italia.E 270 e voe kaset ar C'hoted kuit en tu all d'anDanau.


E miz Eost 270, pa seblante bezañ tonket da ren pellamzer e varvas eSirmium (hirivSremska Mitrovica en Serbia), diwar ur c'hleñved-red a oa kouezhet war e arme. E vreur yaouankoc'hQuintillus a voe embannet da impalaer gant e soudarded, anavezet gant ar Sened met arme an Danav a gavas gwellAurelianus.

Hag ur wech ouzhpenn e rankas ar Sened plegañ.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Claudius_II&oldid=1984499 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp