Claude Le Coz
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
E raktresoù all
Ganet e oa betClaude Le Coz e parrezPlonevez-Porzhe d'an 22 a viz Kerzu 1740 en ur familh a wiaderien. Studiañ a reas e skolaj ar Jezuisted eKemper. Diwezatoc'h e teuas da rener ar skolaj, pa oa bet argaset arJezuisted.
Da vare an Dispac'h, ec'h embannas e souten d'al lezenn diwar-benn statud nevez ar gloer. Setu eñ lakaet da eskob touer eRoazhon e 1791 ha dilennet da c'houde e-giz depute d'ar Gambr-lezenniñ (1791-1792).
Pa zeuas an emglev etreNapoleon Iañ hag arPab (ar c'honkordat) e oe anvet da arc'heskobBesançon (1802).
Mervel a reas d'an 3 a viz Mae 1815.
E Roazhon, ur ru verr ha diamen a zo bet dediet dezhañ.