Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Chicago

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ
Skeudenn eus Chicago, tennet gant ul loarell

Chicago (distaget:[ʃɪˈkɑːɡoʊ]) a zo ur gêr eusStadoù-Unanet Amerika, enIllinois. An trede brasañ kêr eus ar vro eo gant 2 707 120 a annezidi e2011, hag 8 711 000 a dud gant ar bannlevioù.Emañ lec'hiet e norzh ar Stadoù-Unanet, er reter d'ar stêrMississippi.

Geografiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar Willis Tower

Chicago eo an trede kêr vrasañ er Stadoù-Unanet, goudeNew York haLos Angeles, hag ur penn-ahel ekonomikel pouezus. Ur mor a dourioù uhel a ziskouez ar Cental Business District (CBD), pe karter an aferioù. Tri eus tourioù uhel Chicago a zo e-touesk 20 tour uhelañ er bed : ar John Hancock Center (344 metrad uhelder), an Aon Center (346 metrad uhelder) hag arWillis Tower (442 vetrad uhelder). Chicago en em led war 47 km war mervent ribl ar stêr eus al lennMichigan.
"Windy city" (kêr an avelioù) eo lesanv kêr Chicago abalamour ma vez avelioù kreñv enni a-hed ar bloavezh.

Ekonomiezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kreiz-kêr Chicago diouzh noz

Chicago eo ar greizenn trenoù gentañ. Kalz a genwerzh a vez graet, ur penn-ahel greantel pouezus eo (govelerezh, metalouriezh, kimiezh, moullañ, agrovouedel, elektronek, hag all) hag unan eus ar marc’hadoù bedel brasañ e-keñver hadoù ha chatal.

Rannet eo Chicago e tri c’harter bras : an norzh (kentoc’h tiez ha tourioù evit lojañ), ar c’hornôg (lodenn greantelaet) hag ar su (karterioù evit lojañ). Bez' emañ ivez ar c’hreiz-kêr, "the loop" (ar c’helc’h). War-bouez un nebeud kilometradoù aod riblet gant greanterezhioù, tost an holl aodoù a zo implijet evit an amzer vak (mirdioù, aodoù ha gourliorzhoù). Savadur an tour-uhel amerikan kentañ e1885 en deus merket ganedigezh skol Chicago, an dudennoù skouerius o vezañLouis Sullivan,William Baron Jenney,Daniel H. Burnham,Frank Lloyd Wright haMies van der Rohe. Ar Sears Towers, 110 estaj, a zo bet e-pad pell an tour brasañ er bed, a-raok bezañ distremenet gant tourioù Petronas (452 metrad uhelder) eKuala Lumpur.

Sevenadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ar Field Museum

Mirdioù bras a zo e Chicago, anArt Institute of Chicago (1879) da skouer, unan eus ar mirdioù amerikan pouezusañ en arzoù-kaer, pe c’hoazh, ar Field Museum of Natural History (skiantoù naturel ha skiantoù ar vuhez diwar-benn an den). Laz-seniñ simfoniek Chicago, krouet e1891, a zo anavezet e-giz unan eus ar re wellañ er bed. Kêr-benn arblues eo Chicago: eus stadoù ar su e oa deuet kalz a sonerien evit klask muioc’h a arvesterien.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E1673, an ergerzhourien c’hall Jacques Marquette ha Louis Jolliet a zizoloas an dachenn e-lec’h m’emañ Chicago staliet bremañ, ur c’hantved a-raok ma krogfe an dud da erruout evit staliañ kêr. E1848, kleuzadenn kanol an Illinois ha donedigezh an hentoù-houarn a aotreas brasadur ar gêriadenn, setu perak e teuas kalz a dud da chom enni.
E-kerzh ar berzh (1919-1933), Chicago a zeuas da vezañ brudet gant al laerien hag al lazherien,Al Capone o vezañ an hini anevezetañ.
Kalz labourioù a zo bet graet evit adnevesaat karterioù a zo.

Gevellerezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Chicago gant eizh kêr warn-ugent[1]. Kalz anezho a zo, evel Chicago, eil kêr o bro. Ul lodenn all zo kêrioù pennañ o bro, met ez eus deuet diouto kalz divroidi da Chicago.

KêrBroabaoeKêrBroabaoeKêrBroabaoe
AccraGhana Ghana1989AmmanBanniel JordaniaJordania2004AtenGres Gres1997
Beograd Serbia2005BirminghamBanniel Bro-SaozBro-Saoz1993BogotáBolivia Bolivia2009
BusanRepublik KoreaRepublik Korea2007CasablancaMaroko Maroko1982DelhiIndia India2001
DurbanBanniel SuafrikaSuafrika1997GaillimhIwerzhon Iwerzhon1997GöteborgBanniel SvedenSveden1987
HamburgAlamagn Alamagn1994KyivBanniel UkrainaUkraina1991LahoreBanniel PakistanPakistan2007
LuzernSuis Suis1998Kêr-Vec'hikoBanniel Mec'hikoMec'hiko1973Milano Italia1973
MoskovRusia1997OsakaBanniel JapanJapan1973ParizFrañs Frañs1996
Petah TikvaBanniel IsraelIsrael1994PrahaBanniel Tchekia Tchekia1990Shanghai Sina1985
Shenyang Sina1985TorontoKanada1991VilniusLituania Lituania1993
VarsoviaBanniel Polonia Polonia1960

Braswel eus Chicago


Braswel eusChicago

Tud brudet ganet e Chicago

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Roll meneget warChicago Sister Cities International Gwiriet e Kerzu 2012.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Chicago&oldid=2157291 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp