Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Chhattisgarh

Eus Wikipedia
Chhattisgarh en India

Chhattisgarh (छत्तीसगढ़ enhindieg) zo urstad eusIndia, an hini nevesañ-savet. Emañ e kreiz ar vro, ha savet e oa bet e dibenn2000 dre dennañ eus stadMadhya Pradesh pastelloù-bro ma komzertchatisgarheg (Chhattisgarhi), ur yezh pe ur rannyezh tost d'an hindieg.Raipur eo ar gêr-benn. An dekvet stad vrasañ en India eo Chhattisgarh, a-fed gorread. Dont a ra an anv Chhattisgarh eus ar 36 priñselezh a oa er rannvro (Chhattis a dalvez kement ha « 36 » en hindieg, hagarh kement ha « kreñvlec'h », « kêr »).

Emañ stad Chhattisgarh etreMadhya Pradesh er gwalarn,Maharashtra er c'hornôg,Andhra Pradesh er su,Orisa er reter,Jharkhand er biz hagUttar Pradesh en norzh.

Antchatisgarheg (Chhattisgarhi) eo ar yezh pennañ er stad met anhindieg, ur yezh kar, eo ar yezh ofisiel. Er menezioù emañ ar bobl Gondi o vevañ, tud a gomzGondeg, uryezh dravidek.

Banniel India, degemeret d'an 22 Gouere 1947.
Banniel India, degemeret d'an22 Gouere1947.
Stadoù ha tiriadoù India
StadoùAndhra PradeshArunachal PradeshAsamBiharChhattisgarhGoaGujaratHaryanaHimachal PradeshJharkhandKarnatakaKeralaKornôg BengalMadhya PradeshMaharashtraManipurMeghalayaMizoramNagalandOrisaPanjabRajasthanSikkimTamil NaduTelanganaTripuraUttarakhandUttar Pradesh
Tiriadoù an UnaniezhInizi Andaman ha NikobarChandigarhDadra ha Nagar Haveli ha Daman ha DiuDelhiJammu ha KachmirLadakhLakshadweepPuducherry
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Chhattisgarh&oldid=1496221 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp