Chester William Nimitz, Sr., ganet d'ar24 a viz C'hwevrer1885 ha marvet d'an20 a viz C'hwevrer1966, a oa un amiral enUnited States Navy. Ur roll a bouez en deus bet en istor morlu ar vro hag enEil Brezel-bed evel penn ar flodad stadunanat erMeurvor Habask, ha penn kirri-nij ar Morlu hag an nerzhioù dilestrañ.Nimitz a oa an den arbennikaet e Morlu SUA a-fedlistri-spluj. Diplomet a-fed listri-spluj pa oa yaouank, graet en doa war-dro treiñ luskerioù tri lestr, ar pezh a vo diazez evit ar Stadoù-Unanet Amerika a-benn kaout ar c'hentañ lestr-spluj nukleel anUSS Nautilus.
D'ar mare ma oa bet lakaet Nimitz da dizhout ar renk a amiral, an United States Navy n'en devoa ket dalc'het ar rank a (Commodore). Nimitz a oa bet lakaet neuze daKabiten betek Isamiral. Dre divizh ar C'hongress e tizhas ar renk aBesamiral hag e teuas da vezañ Amiral e miz Kerzu 1941.
Nimitz ne oa ket bet gant ar renk aIsletanant, lakaet e oa bet da vezañ Letanant leun goude tri bloavezh o vezañ ensign. Evit abegoù melestradurel, dielloù morlu Nimitz a embanne oa bet lakaet da dizhout ar renk a isletanant ha letanant ar memes devezh[1].