ArCeratopsia (Enhenc'hresianeg « dremmoù kornek ») zo ur strolladdinosaoredgeotdebrer a oa stank enAzia hag eNorzhamerika erC'hretase. En dreistkerentiad-se emañ kerentiadoù arPsittacosauridae (loened daoudroadek, dezhe drein heñvel ouzh re anhoc'h-dreinek a-wezhioù), arProtoceratopsidae hag arCeratopsidae, anezhe o-daou strolladoù loened pevarzroadek gant kerniel ha gouzougennoù. Ar gouzougennoù-se a c'hallfe bezañ bet skoroù da stagañ kigennoù da gentañ, ha brasaet o defe da servijout evit en em zifenn hag en em barañ.
Evit doare ez eo genidik ar strollad-se eus Azia. ArPittacosauridae, izili gentidikañ ar strollad, a anadas eSina erC'hretase izelañ. ArProtoceratopsidae, int, a veze kavet un tamm e pep lec'h en Azia. Anavezout a reer un nebeudNeoceratopsia diazez e Norzhamerika. ArCeratopsidae divent a oa o vevañ e diwezh arc'hretase e kornôg Norzhamerika. Emdreiñ a rejont betek kaout ur vent bras-kenañ ha furmoù kerniel ha gouzougennoù a bep seurt. Ar Ceratopsia a oa ur strollad a-bouezh eusekoreizhiadoù arMezozoeg :Protoceratops a oa unan eus dinosaored stankañ eus diwezh ar C'hretase eMongolia, e-kichen arCeratopsidae a oa paot-kenañ en tu all d'arMeurvor Habask, e diwezh ar C'hretase e Norzhamerika. ArCeratopsia a oa dezhe etre 1 metr ha 23 kg ha 9 metr hirder ha 5400 kg.
E-touez arCeratopsia ar muiañ anavezet emañ arPsittacosaurus, arProtoceratops, anTriceratops, anTorosaurus, arCentrosaurus, arStyracosaurus hag arPachyrhinosaurus.Triceratops zo unan eus arCeratopsia brudetañ gant an holl. Emañ ar c'hiz echuiñ an anvioù genad eus ar strollad Ceratopsia gant « -ceratops » met ne c'hoarvez ket atav. Unan eus ar genadoù kentañ a oa anvet evel-henn eo ar genadCeratops e-unan, en deus roet e anv d'ar strollad, daoust ma vez sellet outañ hiziv evel unnomen dubium rak e zilerc'hioù karrekaet n'o deus ket perzhioù arouezius zo a gaver gant arCeratopsia all[1].