Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Cathbad

Eus Wikipedia

Cathbad (heniwerzhoneg: [ˈkaθvað]), peCathbhadh en iwerzhoneg a-vremañ, eo androuiz pennañ e lez ar RoueConchobar mac Nessa ekelc'hiad Ulaid, egwengelouriezh Iwerzhon. Komz a ra a-raok ar roue. Kelenn a ra ivez an drouizelezh d'ur strollad kant den yaouank[1].

Anv zo anezhañ en div zanevell a gont ganedigezh Conchobar, hag en unan anezhe e lârer eo tad Conchobar. En danevell gentañ, Ness, merc'h Eochaid Sálbuide (da lâret eo "Eochaid e seulioù melen"), roueUlad, a c'houlenn gant an drouiz petra en devoa gwelet er ragarouezioù d'ar mare-se (rak un drouiz a c'hall diouganiñ an dazont diouzh ar pezh a wel). Cathbad a eilgerias e oa "ar pred evit engehentañ ur roue pe ur rouanez". Ne oa gour ebet tro-dro estroc'h evit Cathbad ha neuze e tivizas Ness e gemer en he gwele kerkent da engehentañ ur mab[2].

En eil danevell e oa bet fiziet Ness e 12 tad-mager d'he desevel hervez youl he zad Eochaid. Cathbad, un drouiz eus su Ulster a oa e penn ur bagadFiannaed (da lâret eo brezelourien yaouank dizouar), a blavas war o zi hag a lazhas he 12 tad-mager. Dre ma ne ouie ket piv en doa kaset an taol da benn ne c'helle Eochaid ober netra. Divizout a reas Ness neuze sevel he bagad dezhi hec'h-unan gant 27fianna da glask an dorfedourion. Un deiz m'emañ he brezelourien o fardañ boued ha ma'z eo aet da gouronkañ en noazh en ul lenn, hec'h-unan, en em gav Cathbad hag e baotred. Mirout a ra outi da gemer he dilhad hag hec'h armoù ha gourdrouz anezhi gant beg e gleze. Hag eñ hag azgoulenn tri zra diganti : ar peoc'h, he mignoniezh ha ma teufe da vezañ e wreg. Ne c'halle Ness ober netra estroc'h evit plegañ da saveteiñ he buhez. Dont a reas neuze da vezañ brazez, diwar he c'haredig, ar roueFachtna Fáthach hervez ur stumm eus an istor, ha diwar Cathbad hervez ur stumm all[3]. P'edo Ness war-nes gwilioudiñ e tisklêrias Cathbad dezhi he devefe ur mab hag e vefe ur roue meur ha brudet-bras an tamm anezhañ ma c'halle-hi gortoz un deiz c'hoazh a-raok e c'henel. Ness a c'hortozas war ribl ur stêr anvet Conchobar hag a roas buhez an deiz war-lerc'h. Ar babig a gouezhas e-barzh an dour mes Cathbad a adtapas anezhañ hag a roas dezhañ anv ar stêr, Conchobar, a-raok desevel anezhañ evel pa vije e vab[4][5].

Pa zeuasDeirdre er bed e oa an drouiz Cathbad ivez a ziouganas he zonkad dezhi, mes Conchobar ne reas ket forzh[6].Cú Chulainn, hag eñ bugel c'hoazh, a glevas un deiz Cathbad diouganiñ e vefe berr buhez an hini a gemerfe an armoù en deiz-se met divarvel e glod, hag ez eas kerkent da welet Conchobar da c'houlenn gantañ bout armet.

En danevellTáin Bó Cúailnge (Preizhadeg saout Cooley) e lakaSualtam da vervel abalamour m'en deus komzet hep aotre, rak hervez urgeis, « Hini ne gomz a-raok ar roue, mes ar roue ne gomz ket a-raok e zrouiz».

Daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Leabhar na h Uidre, p. 61 col. 1 I 18 20 23 a ziskouez an drouiz hag en-dro dezhañ kant den yaouank a zesk an drouizelezh gantañ :Bói Cathbad drúi hi fail a maic idon Conchobair maic Nessa Cet fer n déinmech dó oc foglaim druidechta úad is é lín do n in choisced Cathbad "Cathbad an drouiz a oa e-kichen e vab, da lâret eo Conchobar mab Ness, kant den skañvbenn a oa en e gichen da zeskiñ skiant an drouized digantañ. Setu aze niver ar re a oa kelennet gant Cathbad".
  2. Kinsella, Thomas (1969).The Táin. Oxford University Press. 3 p. 
  3. Meyer, Kuno, "Anecdota from the Stowe MS. No 992".Revue Celtique, 1884, levrenn VI, pp. 173.
  4. Stokes, Whitley, "Tidings of Conchobar mac Nessa".Ériu, levrenn IV, pp. 18–38.
  5. Meyer, Kuno, "Anecdota from the Stowe MS. No 992".Revue Celtique, 1884, levrenn VI, pp. 178–182.
  6. Heroic Romances of Ireland. Sacred-texts.com. Retrieved onDecember 24, 2011. 
g  ka  ke
Kelc'hiad ar Skourr ruz
HarluidiUlaid
Re arall
Boudoù dreistnaturel
Boudoù
Armoù
Lec'hioù
Testennoù
Mitologiezh Iwerzhon
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Cathbad&oldid=2098196 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp