Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Carnutes

Eus Wikipedia
Galia er c’hentañ kantved kent JK

Ar g-Carnutes (hervez al latin), peKarnuted[1] a oa unan eus pobloù galloudusGalia, diazezet etre ar stêrioù Sequana (Seine) haLiger.

Gant douaroniourien anHenamzer e kaver meneg eus o c’hêrioù brasañ evelAutricum[2] (Chartres bremañ) haCenabum[3] (Orleañs bremañ). En-dro dezho e oa annezet arVituriged er c’hreisteiz hag arSenones er reter.

Bro ar Garnuted he doa brud, e-touez arRomaned, da vezañ kreizenn relijiel ar pobloù galian. E skridoùJulius Caesar e lenner en em vodedrouized ar C’halianed eno, ur wech ar bloaz.

Er goañvezh 58–57 kent JK e klaskas Julius Caesar astenn e c’halloud war ar Garnuted, dre ober emglev gant o roueTasgetios. Un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h e voe muntret Tasgetios gant ar Garnuted a oa en em savet ouzh ar Romaned. Kemer a rejont perzh en emsavadeg vras ar pobloù galian, renet gantVerkingetorix. C’hwezhet e voe an tan e Cenabum gant ar Romaned ha lazhet ar wazed a oa o chom eno tra ma oa gwerzhet ar maouezed hag ar vugale dasklaved. Gouest e voe ar Garnuted da gas 12 000 soudard da emgannAlesia, met rankout a rejont kodianañ, gant ar peurrest eus arme ar C'halianed.

Diwezhatoc’h e teuas pobl ar Garnuted, dindan ren an impalaerAogust, da vezañcivitas soda pefoederati (pobl gevredet), gant o ensavadurioù hag o moneiz dezho.Autricum (Chartres) e oa o c’hêr-benn, betek anIIIe kantved, met e 275 e voe adsavetCenabum gant an impalaerAorelian ha dont a reas da vezañ anavezet evelAurelianum peAurelianensis urbs (aet da "Orleañs" goude).

Notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Notennou diwar-benn ar Gelted koz, pp. 101-102
  2. Ἀύτρικον, e DouaroniezhKlaudios Ptolemaios, II, 1
  3. Κήναβον, e DouaroniezhStrabon, V, 2, 3


g  ka  ke
Pobloù kelt an Henamzer
Istor
Emgann an Allia (war-dro 387 a-raok J.-K.) *Dizalbad Roma (-390) *Annezadeg ar Gelted e Gevred Europa *Brezel Galatia (189 a-raok J.-K.) *Aloubadeg su Galia (125–121 a-raok J.-K.) *Brezel Galia (58–50 a-raok J.-K.) *Galia roman (50 a-raok J.-K.–476 goude J.-K.)
pezh aour eus ar Sequani
Sevenadur
Pobloù
Keodedoù
rakroman
Kelted
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Carnutes&oldid=2004867 »
Rummad:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp