Carl Walther GmbH | |
---|---|
![]() | |
Krouidigezh | 1886 |
Saver | Carl Walther |
Sez sokial | Zella-Mehlis (betek 1945) ;Ulm (abaoe 1949) |
Produioù | Armoù-tan |
Kevredigezh e penn | PW Group |
Lec'hienn Internet | carl-walther.com |
Walther zo ur produerarmoù-tanalaman savet e1886 eZella-Mehlis eThüringen. E kêrUlm emañ sez sokial an embregerezh bremañ.
Carl Wilhelm Freund Walther a zigoras e stalfuzuilhoù gentañ e 1886 e Zella-Melhis (Thüringen). Kregiñ a reas e1908 da broduiñpistolennoù diwar intrudu e vab henañ, Fritz Walther. Ar patromoù kentañ eus 1 da 5 hag eus 7 da 9 a oa kambret e.25 ACP (6,35 mm) ha.32 ACP (7,65 mm). Ar patrom 6 e oa an hini kentañ gant Walther kambret e9 mm Parabellum ; ne reas ket berzh hag ur mil bennak a voe produet nemetken.
E1929 e krogas da broduiñ ar rummad pistolennoù brudetWalther PPPolizeipistole (pistolennoù polis). E1931 e kendalc'has gant arPPK kentañ (Polizeipistole Kriminalmodell, da lavaret eo « pistolennoù evit an ensellerien »). An daou rummad PP ha PPK a oa kambret e.22 Long Rifle, .32 ACP,.380 ACP hag un nebeud anezho e.25 ACP. Ar PP a oa ar pistolennoù kentañ produet a-rummadoù gant teknik ar c'hoagañ. E1938 e voe dibabet arWalther P38 e 9 mm gant arrenad nazi evit kemer plas alLuger P08 implijet erWehrmacht.
Adalek1942 betek1945 e voe implijet prizonidikamp-bac'h gant an embregerezh. Ul labouradeg a voe savet war-eeun er c'hamp.
E dibenn anEil Brezel-bed e voe distrujet labouradegoù an embregerezh ha lakaet Zella-Mehlis en takadsoviedel. Ne chome nemet steuñvioù ha brevedoù armoù diwar Walther. Fritz Walther a adkrogas pep tra en-dro hag a savas ul labouradeg en Ulm (Republik Kevreadel Alamagn). Ablamour d'ar berzioù war ar produiñ armoù e krogas da sevel mekanikoù-jediñ ha prestik goude armoù dre aer wasket[1]
E1957 e adkrogas Walther da broduiñ ar P38, adanvet P1, evit pourveziñ arBundeswehr gant armoù-dorn. Fritz Walther a varvas e1966. E vab Karl-Heinz a gasas produiñ an embregezh war-zu an armoùsport.
E1993 e voe prenet Walther gantUmarex Sportwaffen (bremañ ur rann eus PW Group), eusArnsberg eNordrhein-Westfalen. Kopiennoù eus kalz armoù Walther a voe savet gant Umarex. An hini kentañ anezhe a oa arCP88, kopienn arWalther P88. Kendalc'het e voe ar produiñ armoù-tan dindan an anv Walther en Ulm hag en Arnsberg.
E1999 e teuas an embregerezh stadunanatSmith & Wesson da vezañ enporzhier Walther eStadoù-Unanet Amerika. PW Group a savas e2012 Walther Arms, Inc. eFort Smith (Arkansas), e bal gwerzhañ armoù Walther er Stadoù-Unanet.
• Ar Walther PPK eo arm muiañ-karet ar spier saozJames Bond.