Caracalla a zeuas da vezañ un tirant a sachas war e gein kasoni ar bobl, hogen karet gant e soudarded.
P'edo o vont a Édesse da Parthia da vrezeliñ e voe lazhet e-kichen Harran d'an 8 a viz Ebrel 217, gant Martialis a roas un taol kleze dezhañ. Ar prefedMacrinus, a oa diskred en doa aozet ar muntr (gant gwir abeg), a renas war e lerc'h.
Devet e voe korf Caracalla ha lakaet e ludu e Mausoleon Hadrian.
EnHistoria Regum Britanniae ar C'hembreadJafrez Menoe[4] eo meneget e anv, el levrenn V, evelBassianus, ha Breizhadez e vije e vamm, pa oa Romanez hini e vreur.