Capua

Capua zo ur gumun enItalia eproviñs Caserta eCampania. Da 17 463 a dud e save ar boblañs enni d'an31 a viz Eost 2022[1].
Emañ Capua e Douar al Labour (Terra di Lavoro), ma voe kêr-benn da varepriñselezh Capua ha da vare aloubadegNapoleon Iañ, war ur vrec'h d'ar stêrVolturno, e-harz ar menezTifata m'emañ arfrazioneSant'Angelo in Formis.
Treuzet eo ar gumun gant arvia Appia hag an hent-houarnNapoli-Caserta-Cassino.
Dont a ra an anvCapua eus an anvoskekKapu, pe eus an anvetruskekCapeva, a dalv kement hakêr ar paludoù. Hiriv e komzer eus Capua gozh, a vije bet savet en IXvet kantved kent JK, el lec'h m'emañSanta Maria Capua Vetere hiziv, a oa arVulturnumetrusk er Vvet kantved kent JK, hag a oa o c'hreñvlec'h da aloubiñCampania, ar vro tro-war-dro.
HervezCato an Henañ e vije bet savet gant an Etrusked un 260 vloaz a-raok ma voe savet kêrRoma. Da neuze ne vije ket kaoz gantañ eus ar bloaz ma voe kemeret e-kerzh anEil brezel punek (211 kent JK) met eus ar bloaz ma voe staget ouzh Roma e 338 kent JK, ha savet e vije bet war-dro 600 kent JK, pa oa galloud an Etrusked en e greñvañ. Meur a annezlec'h "Villanovian", eus ar ragistor, zo bet kavet er c'hornad ha kresket e voent moarvat gant anOsked hag an Etrusked war o lerc'h.
Diskaret e voe galloud an Etrusked e Campania pa voe aloubet gant arSamned en eil hanterenn ar Vvet kantved a-raok JK.
War-dro 424 kent JK e voe kemeret gant ar Samned hag e 343 e voe goulennet skoazell digant ar Romaned a-enep an alouberien.
EnIXvet kantved e voe distrujet Capua gant arSarrazined, ma yeas ar boblañs war-duCasilinum, kêr orin Capua a hiziv.