Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Candela

Eus Wikipedia

Arc'handela (simbol:cd) eounanenn SI arc'hreñvder gouloù (galloudezhmerzhet embannet gant un andon gouloù en un durc'hadur bennak).

Termenadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Abaoe 16vetKendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù e1979 eo termenet ar c'handela evel-henn :

Ar c'handela eo kreñvder gouloù, en un durc'hadur bennak, an andonioù a embann ur skinadur monokromatek, 540 × 1012hertz e frekañs, hag 1/683watt dresteradian egreñvder skinus.

Orin

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Diazezet eo ar c'handela war an unanenn gozh, arc'houlaouenn-goar (galloudezh ar c'houlaouenn-goar ), a oa kreñvder gouloù ur "c'houlaouenn-goar stantart" (1,018 candela) anavezet he c'hompozadur.Candela eo an anvlatin a sinifigoulaouenn-goar.

Displegadurioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ar frekañs dibabet a zo erspektr gwelus tost ouzh argwer, ha klotañ a ra gant unhirder gwagenn a war-dro 555nanometr. Santidikoc'h eo lagad mab-den d'ar frekañs-se. D'ar frekañsoù all eo ret kaout muioc'h a greñvder skinus a-benn pourchas ar memes kreñvder gouloù, hervez respont frekañsel lagad mab-den. (Gweletfonksion goulaouüster).

Ar goulaouennoù-koar ordinal a embann war-dro 1 cd. Anampoulennoù 100W a embann war-dro 120 cd.

Daoust ma vez diazezet bremañ termenadur ar c'handela war ar watt a zo anezhañ un unanenn c'halloudezhdeveret, e chom ar c'handela ununanenn ziazez eus ar sistem etrebroadel[1] (e saozneg).

A-raok e veze termenet ar c'handela e-giz ar skinadurkorf du embannet gant 1/60 eus 1 cm2platin d'e boent teuzidigezh. Dibabet eo bet an talvoud arbitrel (1/683) e doare ma klotfe rik an termenadur nevez gant an termenadur kozh.

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Candela&oldid=2131986 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp