Titouroù diamzeriet pe ziwir a c'hall bout er pennad-mañ. Un den a-vicher hepken war ar vezegiezh a c'hall reiñ un ali mezegel deoc'h, ha pennadurezhioù yec'hedel ho pro hepken zo anadouek war ar reiñ kemennoù a-fet yec'hed foran evit a sellbedreuziad COVID-19 e 2019-2020.
Diwar-benn ur c'hleñved eo ar pennad-mañ. GwelitBedreuziad COVID-19 e 2019-2020 m'emaoc'h o klask deskrivadur bedreuziad ar C'hCOVID-19,SARS-CoV-2 m'emaoc'h o klask deskrivadur ar viruz.
Displegadenn ar c'hudennoù degaset gant ar c'hCOVID-19.
Gounervezh COVID-19 a vije war-dro 5 deiz, etre 3 ha 7 deiz peurliesañ. Da ouzhpenn 1% eus an dud e ya hiroc'h eget 14 deiz, hag e padfe betek 24 deiz ezreol. AnABY a ouie dija a-raok ar bedreuziad e2020 e oad tredizhus a-raok vije an anzonoù gweladus, evel argrip, bet studiet kurunviruzoù all gantañ.
Ur metrad zo a-walc'h, evit-doare, d'en em wareziñ ouzh ar viruz, ha daou vetrad zo suroc'h. Ar maskloù gwareziñ a zo efedus pa lakaer an diarbennoù yec’hedoniel all da bleustriñ ivez (gwalc’hiñ an daouarn, h.a.)[2].
Azonoù kuñv pe azon ebet a vez gant ar vugale gontammet peurliesañ, tredizhus int avat. Dindan 0,5% emañ riskl marv an dud dindan 50 vloaz, 8% eo d'ar re a-us 70 bloaz. Ur riskl dibarek poread grevus zo gant ar merc'hed dougerez.
Meur a vaksin efedus zo a-enep ar C’hovid-19[3]. Lod anezho a ra ganttrenkenn ribonukleek kannad, lod all gant virused diaktivet, pe c’hoazh proteinoù adkevredek.
↑(en) Qun Li, Xuhua Guan, Peng Wu ha Xiaoye Wang, « Early Transmission Dynamics in Wuhan, China, of Novel Coronavirus–Infected Pneumonia »,New England Journal of Medicine, 29 a viz Genver 2020, NEJMoa2001316 (ISSN 0028-4793 et 1533-4406, DOI 10.1056/NEJMoa2001316, gwelet d'ar 5 a viz C'hwevrer 2020).