Digoret e voe ar C'hoarioù goañv 2026 ent-ofisiel d'ar 6 a vi C'hwevrer e pevar lec'h war un dro : e San SiroMilano, e straedoùCortina d'Ampezzo, eLivigno hag ePredazzo.
Evit ar wech kentañ e voe dibabet an ardamez gant ar publik. E-pad festival sonerezh Sanremo e 2021 e voe kinniget an daou ardamez diwezhañ war ar renk, ha dibabet e voe an hini anvet "Futura". Graet eo gant ur 26 stilizet.
Embannet e voe al lugan "IT's Your Vibe" d'an 23 a vize C'hwevrer 2025. IT a dalv daou dra : Italia (d.l.e. "[Italy's] Your Vibe") hag ar saozneg "It's".
Dibabet e voe an div vaskotenn dre ur votadeg war internet. Aet e voe ar maout gantTina ha Milo, daouerminigdenheñvel treset gant studierien ur skol eTaverna[2]. Tennet eo o anv eus anvioù ar c'hêrioù ostiz, ha breur ha c'hoar int. Ganto ez eus c'hwec'h bleuwenngalanthus anvet "The Flo".
Kinniget e voe an daou don diwezhañ war ar ren e Festival Sonerezh Sanremo e 2022. A-benn ar fin e voe trec'h "Fino all'alba" ("Betek gouloù-deiz") — aozet gant at strollad tud yaouank La Cittadina of the San Pietro Martire eSeveso, kanet e-pad festival Sanremo gant ar ganerezArisa.[3].