‘’'C'hanelezh Krimea (etatareg KrimeaQırım Hanlığı, erusegКрымское ханство, eturkegKırım Hanlığı) a oa un dierniezh tatar a renas warKrimea etre 1441 ha 1783.
Meuriadoù tatar a'n em stalias e Krimea enXIIIvet haXIVvet kantved. Goude diskar ar Meuriad Aour e savas freuz e-touez ar re a glaske ren war ar rannvro hag an trec'h a yeas gantHacı Giray, diskennadToka Temür (trizekvet mabCuci ha mab-bihanCengiz Han), ha ganet eLituania e penn kentañ arXVvet kantved. E 1441 e kognas moneiz en e anv ha diwar-se e vez lakaet ar bloavezh-se evel bloavezh krouidigezh ar c'hanelezh.
Goude marv Hacı Giray e savas tabut etre e vibienMengli Giray haNur Devlet. Diskoulmet e voe ar gudenn e 1475 pa voe aloubet ar vro gant an Otomaned ha lakaet Mengli Giray war an tron ganto.
E 1484 e kemeras perzh an arme krimeat evit ar wech kentañ en ur brezel otoman kaset gantBayezid II.
E 1502 e voe arsailhet kêrSaray gant Mengli ha darc'haouet evel-se an taol diwezhañ ouzh c'hahanelezh ar Meuriad Aour. Goude-se e kemeras ar galloud war c'hanelezhioùKazan hagAstrahan. Gant ar c'hresk-se teuas ar c'hanelezh da vezañ ur stad a-bouez er rannvro ha kevezerezh a savas etrezo hapriñselezh Moskov. E 1521 e lakaasMehmet Giray ar seziz warMoskov ha trec'het ar Rused. Adalek an deiz-se ha betek marePêr Iañ e voe paeet truajoù gant ar Rused d'an Datared.
Devlet Iañ Giray a bignas war an tron e 1551.Sirkasianed,Nogayed peKiptchaked a yae d'ober e arme. E 1571 e voe trec'h war ar Rused adarre ha lakaet Moskov en arigrap. Raktres Devlet Giray a oa aloubiñ Rusia a-bezh, met ne badas ket pell e huñvre pa voe faezhet ar bloaz war-lerc'h gant ar Rused en emgann Molodi, 60 km e su Moskov.
Jeu a savas etre hêred Devlet Giray goude e varv e 1577. An trec'h a yeas gantGazi II Giray, lesanvetBora, e 1588. Hemañ a reas berzh e-kerzh ar brezelioù etre an impalaeriezh otoman hagAostria a-raok mervel gant arvosenn e 1607.
E fin arXVIIvet kantved e oac'hanelezh Krimea en ur blegenn diaes, pa oa kreñvaet kalz Rusia (deuet da vezañ un dsariezh), harouantelezh Pologn krevredet gant Dugelezh Meur Lituania ivez.
Arme Krimea, renet gantMurat Giray, a yeas da harpañ an Otomaned enEil seziz Vienna (1683). Goude drouziwezh an emgann e voe lamet e garg digant Murat Giray ha lakaetHacı II Giray e penn ar c'hanelezh. Ne chomas ket pell war an tron hag e 1684 e teuasSelim Iañ Giray e penn ar c'hanelezh evit an eil gwech.
Un taol fall e voe dac'hanelezh Krimea drouziwezh an Otomaned en o brezelioù ouzh Rusia ha sinadurfeur-emglev Karlofça e 1699. Hervez an emglev-se e oa difennet ouzh an Datared kas ergerzhadennoù brezel en tiriadoù rus ha poloniat ha mont a reas war zigresk an niver a sklaved gwerzhet war marc'hadoù Krimea kement ha ken bihan ma voe ret serriñ ar marc'hadoù-se e 1735.
E 1736 ec'h eas ar Rused betekBahçesaray ha lakaet ar rannvro en arigrap.E-kerzh brezel 1768-1774 etre an Otomaned ha Rusia e voe aloubet ledenez Krimea gant ar Rused (1771). D'an 21 a viz Gwengolo 1774 e voe sinet feur-emglev Küçük Kaynarca ha tennet Krimea diouzh tiriad an Otomaned ha ne chome levezon ganto nemet a-fed relijion.
E 1777 e pignasŞâhin Giray, anavezet evit e vignoniezh ouzh ar Rused, war an tron, daoust da enebiezhBahadır II Giray, a-du gant an Otomaned.
E 1779 e voe sinetfeur-emglev Aynalıkavak a zisklêrie dieubidigezh Krimea hag a redie soudarded Rusia da skarzhañ diouzh al ledenez. Daoust d'o sinadur ne voe ket sentet ouzh ar c'hemennoù-se gant Rusia hag e 1783 e voe aloubet en-dro Krimea gant armeoùKatelin II. Sevel a reas ar bobl ha lakaet Bahadır Giray war an tron. Şâhin Giray a zistroas gant sikour arme Rusia met, pa ne voe ket roet e c'hoant dezhañ gant ar Rused e klaskas repu enIstanbul. Lazhet e voe warenez Rodos.
E 1792 e voe staget da vat Krimea ouzh Rusia gant sinadurfeur-emglev Yaş.
Kêrbenn gentañ c'hanelezh Krimea a voeSalacık. E 1532 e tivizasSahib Iañ Giray lakaat anezhi e Bahçesaray.
Daoust ma oac'hanelezh Krimea stag ouzh an impalaeriezh otoman e oa evel ur stad dieub : gallout a rae kognañ moneiz pe sinañ emglevioù gant stadoù all. Ne veze ket paeet tailhoù ganto d'an Durked ; er c'hontrol e veze kaset profoù d'an Datared gant ar sultan otoman e degouezhioù liesseurt : goproù bloaziek d'ar c'han, d'egalgay ha d'e familh, profoù d'ar c'han ha d'ar c'halgay nevez anvet, skodennoù evit lakaat an arme tatar da gemer perzh er brezelioù otoman...
Stag e oa armerzhc'hanelezh Krimea ouzh ar c'henwerzh war vor hag ar brezelioù kaset. Kalz a soudarded a veze kaset gant ar c'hanat da sikour an arme otoman en e vrezelioù enEuropa hag ar gounid degaset gant an trec'hioù a yae d'ober ul lodenn vat eus ekonomiezh ar vro. Dre-se ec'h eas armerzh Krimea da fall da heul diskar an Otomaned.