Unan eus pobloùgerman ar reter e oa arVurgonded. Soñjal a reer e oant divroet eus douar-brasSkandinavia da enezBornholm, erMor Baltel, un enezenn a zeu hec’h anv eus annorsegBurgundarholmr, "Enez ar Vurgonded" ; alese ez ejont goude da zouar-brasEuropa.
Ar menegoù kentañ eus ar Vurgonded gant arRomaned o laka da vezañ unan eus pobladoù german ar reter. Diwar an enklaskoù henoniezh a zo bet graet en enez Bornholm e soñj d’an istorourien e oant aet kuit alese war-dro ar bloaz300 goude J.K.
Er bloaz369 e voent galvet gant animpalaer romanValentinian Iañ da vont d’e sikour en e vrezel enep ur bobl c’herman all, anAlemanned. D’ar c’houlz-se e oa ar Vurgonded o vevañ e traoñienn ar stêrWisła moarvat.
E deroù arVvet kantved, pa oa bet tennet soudarded eus harzoù anImpalaeriezh roman evit mont da vrezeliañ a-enep arWizigoted, e voe treuzet ar stêrRoen gant tud eus meur a bobl c’herman,Alaned,Vandaled ha Burgonded. En em staliañ a reas ar Vurgonded, da vat, e traoñienn ar Roen, ha sevel eno urrouantelezh a oa he c’hêr-benn eWorms. Eno o doe da amezeien an Alemanned er c'hreisteiz, arFranked en naternoz hag anHuned er reter. Implijet e voe ar Vurgonded gant ar galloud roman evit difenn harzoù an Impalaeriezh ha stourm ouzh pobloù german all.
Adalek ar mare-se en em droas pennoù bras ar Vurgonded davet argristeniezhkatolik, hogen ar bobl a viras he c’hredennoù,paganiezh hakristeniezhArius mesket. E436-437 e rejont o mad eus diskar an Impalaeriezh roman evit sevel enep ar Romaned. Dindan ren o roueGundahar, pe Gundicar, e voe aloubet douaroù nevez ganto war ribl kleiz ar Roen, eGallia Belgica, a voe lezet ganto gant ar Romaned goude-se. Daoust ma veze sellet outo c’hoazh evel ur boblgevredet (foederati), e voe torret an emglev etrezo hag ar Romaned p’en em savas ar Vurgonded, gant Gundahar en o fenn, ouzh an Impalaeriezh. GantAetius, penn milourel ar Romaned, e voe galvet an Huned da zont war sikour an Impalaeriezh. Faezhet e voe ar Vurgonded en ur brezel ma vije bet lazhet 20 000 anezho hag en o zouez ar roue Gundahar, a zoGunther e gwerz-veur anNibelungenlied (1203-1025). Spontet e voe ar Vurgonded ha sujañ a reas lod anezho da roue an Huned,Attila, evit mont da vevañ a-gevret ganto ePannonia. Ar re all a voe kendeuzet en arme ar Romaned ha lezet e voent d’en em staliañ eSavoia (anvetSapaudia d’ar mare-hont ha brasoc’h eget Savoia bremañ).
Eno e savjont ur rouantelezh anvetBurgondia, adalek443, en-dro d’o c’hêr-bennGeneva. Klask a rejont brasaat o rouantelezh, war-du ar c'hreisteiz ha war-zu ar c’hornôg. Skoazell a zegasjont d’an Impalaeriezh roman, a-gevret gant pobloù german all evel ar Wizigoted, en he stourm a-enep Huned Attila.
An eñvor eus rouantelezh ar Vurgonded a chomas bev e-pad pell avat, hag un emskiant kreñv a roas d’o diskennidi, a-hed meur a gantved, pa oa enebiezh etrerouaned Bro-C’hall haduged Bourgogn.
Bourgogn bremañ a zalc’h anv ar rouantelezh-hont, daoust m’eo disheñvel o bevennoù.
(fr) Guichard, René,Essai sur l'histoire du peuple burgonde, de Bornholm (Burgundarholm) vers la Bourgogne et les Bourguignons, 1965, embannet gant A. et J. Picard et Cie.