Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Bulgaria

Eus Wikipedia
Unaniezh Europa
Република България
Republika Bǎlgariya
Banniel Bulgaria
BannielArdamezioù
  • ██ Lec'hiadur enEuropa

  • Kan broadelМила родиноMila rodino
    "Mammvro ger"
    Ger-sturСъединението прави силата
    "Unaniezh a ra nerzh"
    Yezh ofisielBulgareg
    Kêr-bennSofia
    Gorread
    • En holl
    • % dour

    110 994 km²
    2.16
    Poblañs
    • Hollad
    • Stankter

    6 437 360(2024)
    58/km²
    PrezidantIliana Iotova (Илияна Йотова)
    Kentañ ministrRosen Zhelyazkov (Росен Желязков)
    Gouel broadel3 a viz Meurzh
    MoneizEuro
    Kod pellgomz359
    Kenrouedad.bg

    Bulgaria (ebulgareg България,LFE: /bɤlgˈariɤ/) a zo urstad egevredEuropa.Harzoù he deus gantTurkia haGres erSu,Serbia haMakedonia an Norzh erc'hornôg haRoumania enNorzh. ErReter emañ-hi warriblenn arMor Du.

    Anavezet eo evel bro arVulgared abaoe661, ha gant se ez eo unan eus broioù koshañ Europa. Unan eus riezoù anAFNA eo. D'ar1añ a viz Genver2007 e oa deuet da vezañ ezel eusUnaniezh Europa. Komzet e vez bulgareg gant an darn vuiañ eus an annezidi, met urvinorelezh tud a gomzturkeg a zo ivez dre m'eo bet ar vro dindan beli anImpalaeriezh otoman trigantved-pad.

    Istor

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    E penn-kentañ arVIIvet kantved ec'h antreas ur skourr eus arVulgared, bleniet gant Khan Asparuh, erBalkanoù. Eno en em veskjont gantmeuriadoù slavek hag ar pezh a chome eus anDrased da grouiñ ar stad vulgar kentañ e681. Ar stad slav kentañ en istor Europa e oa ivez.

    Ur stad pouezus a oa an Impalaeriezh vulgar e-pad arIXvet hag arXvet kantved ha stourm a reas ouzhImpalaeriezh Bizantion evit kontrollañ arBalkanoù. Faezhet e voe, avat, gant arRused e969 ha staget d'an Impalaeriezh vizantat gantBazil II e1018.

    Adsavet e voe e 1185 hag urgalloud bras e kendalc'has da vezañ e-padgantved. Stourm a rae ouzhImpalaeriezh Bizantion,Hungaria ha stadoù ar Groazidi eGres. E penn arXIVvet kantved e voe aloubet gant anImpalaeriezh otoman. Distrujet e oa ar rouantelezh neuze met un dornadtierniezhioù sujet a dreuzvevas. Un arnodenndieubidigezh, bleniet gant Wladislaus III Polonia, a c'hwitas enEmgann Varna e 1444.

    Un diernegezh vulgarat emren a voe adkrouet gantfeur-skrid San Stefano d'an3 ar viz Meurzh1878 goude arBrezel etre Rusia ha Turkia (1877-1878). Nac'het e voe arfeur-emglev gant argalloudoù meur, avat. Aon o doa e servijfe ur stad slaveg vras erBalkanoù interestoùRusia.
    Gantfeur-emglev Berlin (1878) e voe krouet undiernegezh emren hag en em astenne warMoesia ha rannvroSofia,Alexander Battenberg a oa heziern kentañ.Evel-se e voe lakaet un harz da vennozh Bulgaria vras a vounte Rusia evit e sevel ha chom a rae meur avulgareger dindan beli ar broioù nes. An darn vrasañ eusTrakia a yeas e dalc'h tiernegezh emrenRoumelia ar Reter tra ma voe adroet ar peurrest da Durkia.

    Goude hec'hunvaniezh gantRoumelia ar Reter e1885 goude arbrezel serbek-bulgarek ez eas an diernegezh d'urtsarelezh wir e1908. He roue kentañ a oaFerdinand Iañ Bulgaria en-doa kemeret ar galloud goude ma oa bet ret daAlexander Battenberg dilezel antron.

    Bulgaria a gemeras perzh erbrezelioù balkanek e1912 ha1913. Strollet da gentañ gantGres,Serbia haMontenegro a-enepTurkia e stourmas ouzh he c'henstrollidi gozh ur bloavezh war-lerc'h. Goude he faezhedigezh e kollas Bulgaria ar pezh he doa gounezet haDobroudja ouzhpenn. E tuAlamagn edo e-pad arBrezel-bed kentañ ha douaroù arall a gollas e1918. GantAlamagn en em gevredas e-pad anEil Brezel-bed ivez ha pa ne gasassoudard ebet daRusia.

    Gant alLu Ruz e oe aloubet Bulgaria e1944 hag urrenadurkomunour a voe staliet er vro. Hemañ a badas betek1989 pa dennas kuit anUnaniezh Soviedel e skor. Andiktatour komunourTodor Jivkov a zilezas ar galloud d'ar10 a viz Du1989. Hiziv eo Bulgaria undemokratelezh mod ar C'hornôg. Met he zremen d'unarmerzh digor n'en deus ket graet kalz berzh, hag en tu-hont da 600 000 a Vulgariz o deus divroet.

    Politikerezh

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]
    Bodadenn Vroadel Bulgaria eSofia

    Evit pemp bloavezh e vez dilennetprezidant Republik Bulgaria (Georgi Parvanov adalek ar 22 miz Genver 2002) hag ur wech hepken e c'hell bezañ adzilennet. Penn ar stad eo, hag arc'hpenn allu. Penn arC'huzul-kuzuliañ evit ar Surentez Vroadel ha daoust ma n'en deus ket gwir da reiñ lusk d'al lezennoù e c'hell goulenn ma vo adimbourc'het ul lezenn.

    Kuzul ar vinistred a zo reolet gant ar ministr kentañ Sergey Stanichev adalek17 a viz Eost2005 hag a zo ar c'horf pennañ eus skourr-oberiant argouarnamant. 20 ministr a zo ennañ. Gant arstrollad brasañ erparlamant eo anvet ar ministr kentañ.

    Ar c'hengevredad er galloud a zo kenaozet gant ArStrollad Sokialour Bulgarat, anEmsav Broadel Simeon II hag anEmsav evit ar Gwirioù hag ar Frankizoù (strollad ar vinorelezh turkeger).

    Urgambr hepken a zo er parlamant broadel (peNarodno Sabranie, 240kannad enni. Evit pevar bloavezh ez int dilennet en urvoterezh kenfeurel. E pepproviñs e vez kinniget listennoù a zle dastum muioc'h eget 4% ma fell dezho kaout kannaded. E2009 e c'hoarvezas andilennadeg diwezhañ.

    Votiñ a ra ar parlamant al lezennoù hag arvoujedenn-stad. Eñ eo a c'hell aotren arbrezel ha dilenn a ra ar ministr kentañ. Dleout a ra asantin da gasadeg soudarded er-maez Bulgaria ha gallout a ra diskar ar gouarnamant.

    Pevarlive en-deus ar frammadur-justis bulgarat :

    • Lezioù rannvroel
    • Lezioù-bann
    • Lezioù-galv
    • Ul lez a dorridigezh

    Bez' ez eus ivez ur bennlez velestradurel ha lezioù milourel. Prezidanted allez-torridigezh, hini ar bennlez velestradurel hag ar penn-prokulor a vez dilennet gant div drederenn eus izili ar Penn-kuzul-justis. Anvet e vezont gant prezidant ar Republik. Gant ar Penn-kuzul-justis eo melestret ar justis.

    UrLez ar Vonreizh a zo karget da wiriañ e klot al lezennoù votet gant ar parlamant gant lezenn-diazez ar vro.

    Proviñsoù Bulgaria

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Proviñsoù Bulgaria

    Abaoe1999 eo rannet Bulgaria e 28oblast a denn o anv eus oc'hêr-benn. Renet ez int gant un rener proviñs anvet gant ar gouarnamant.

    Douaroniezh

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]
    Bulgaria gwelet eus an egor
    Plovdiv er goañv

    Darnoù eus arrannvroioù klaselTrakia,Moesia, andMakedonia a endalc'h Bulgaria. Menezek eomervent ar vro pa 'z eus divaradennad-venezioù pennañ :Rila haPrin ha pelloc'h, war-du arreter, arMenezioù Rhodop, izeloc'h, met ec'honoc'h. Er Menezioù Rila emañbeg uhelañ ar vro : menezMusala, a dizh 2925 metr.

    AnAradennad ar Balkanoù a red a-dreuz Bulgaria ehanternoz "Traoñien ar Roz". War-du ar gevred hag a-hed arMor Du e kavor un tir ablaenennoù hatorgennoù a red ag-he-zreuz anDanav,stêr pennañ ar vro. ArStrumahag arVaritsa erc'hreisteiz eo ar stêrioù bras arall.

    Damgevandiriek eo an hinad gant goañvioù yen ha gleb ha hañvioù sec'h ha tomm.

    Ar c'herioù pennañ eo :

    Armerzh

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Digreskiñ a reas kalz armerzh Bulgaria goude divodadur arCOMECOM e 1999, a zo e izili ur marc'had pouezus eviti. Ouzhpenn-se e ra kalz droug ar c'hastizoù a-enepYougoslavia. Al live bevañ a gouezhas a 40% e-korf un nebeud bloavezhioù ha goude ur welladenn vihan e 1994 pa grogas adarre arPBK ha arc'hwezadur da zigresk, e voe un enkadenn vras e 1996. Da bignat adarre en deus kroget e 1997, avat, hag e 2004 en deus addizhet e live a 1990. War-dro 4% a gresk a vez bep bloaz gant an armerzh.

    Hervez diouganoù armerzhel e tlefe ar c'hresk kenderc'hel er bloavezhioù da zont. Etre 5% ha 6% e telefe bezañ e 2006 a digreskiñ a zlefe an dilabour eus 11,5% da nebeutoc'h eget 10% e 2006.

    D'ar 1 a viz Genver 2026 e tilezas Bulgaria allev ha mont a reas e-barzhtakad an euro.

    Demografiezh

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]
    Manati Rila a zo unan eus monumantoù sevenadurel pennañ Bulgaria

    Hervez niveradeg2001 eo kenaozet poblañs Bulgaria gant Bulgariz dreist holl (83,9%), ha div vinorelezh vras : an Durked (9,4%) hag ar Romed (4,7%). 0,9% a ya d'ober minorelezhioù bihan : Rusianed, Armeniz, Vlac'hed, Yuzevien, Tatared Krimea, ha Karakchaned.

    Mammyezh 84,8% eus ar boblañs eo ar bulgareg hag ar yezh ofisiel nemeti. Komzet e vezturkeg haroumaneg ivez, avat.

    War zigresk ec'h a poblañs Bulgaria abaoe dibenn arbloavezhioù 1980 abalamour d'an divroadur. Hogozik an hanter eus ar vinorelezh turk a yeas kuit eus ar vro pa glaskas gouarnamant Todor Zhivkov d'o bulgarekaat. Goude diskar ar gomunouriezh o doa divroet kalz Bulgariz ur vicher vat ganto davet broioù ar C'hornôg ha da izel-tre eo aet ar feur-genel.

    Sevenadur

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Er c'hroazhent etre ar C'hornôg ha ar Reter emañ Bulgaria. Kreizenn Europa slavat e oa e-pad arGrennamzer hag ul levezon ment o do a skolioùPreslav haOhrid. Enno e voe ijinet arskritur kirillek.

    Brudet eo ar vro evit he sonerezh hengounel hag he mojennoù. Bez' eo ivez mammvro kanerien brudet (Nicolai Ghiaurov,Boris Christoff,Raina Kabaivanska,Ghena Dimitrova) hag azourien evelChristo Javacheff,Pascin,Vladimir Dimitrov.

    Nav lec'hienn he deus Bulgaia war listenn arGlad bedel. Div anezho a zo bezioù trasat eSveshtari hag eKazanlak. Teir a zo monumantoù eus ar Grennamzer (Iliz Boyana,Manati Rila hagIlizioù Ivanovo. Unan a zo ur gêr a-bezh :Nesebar. War al listenn e kaver ivez ar parkoù naturelPirin haSrebarna, ha bered-veurVarna.

    Touristerezh

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    E-pad ar goañv e c'heller pleudtriñ arski eBorovetz,Bansko haPamporovo. Un nebeud kêrioù kouronkañ ez eus war aodoù arMor Du. Ar re vrudetañ a zo :Sozopol,Nessebur,Golden Sands,Sunny Beach,Albena,St. Constantine & Helena. D'un dermen-veaj vrudet ez a Bulgaria a-drugarez da berzh he zraezh ha d'he frizioù hag a zo izeloc'h eget e broioù ar C'hornôg.

    Relijion

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]
    Iliz Veur Aleksandr Nevski

    An darn vrasañ eus ar Vulgared a zo stag ouzh anIliz ortodoks vulgar. Diazezet e voe e870 gant ar batriarkKergustentin a anvas he fenn kentañ ha roas he zestennoù sakr dezhi. Dizalc'h eo abaoe927. Patriarkiezh Bulgaria a voe krouet e 1870. Evel ar skourroù aral eus kristieniezh ar Reter eo-hi un iliz vroadel zieub hag un darn bouezus eus identelezh Bulgaria. Div wech en hec'h istor ez eas da sujet anIliz ortodoks c'hresian : goude distrujadur an Impalaeriezh vulgar gentañ etre 1018 ha 1185 ha dindan anImpalaeriezh otoman etre1396 ha1878. Bewech e voe adsavet goude dieubidigezh ar vro. N'eus diforc'h teologel ebet etre hi hag ar peurrest euskristieniezh ortodoks ar Reter. 6 552 000 a izili he doa an iliz e 2004 (82,6% eus ar boblañs), zoken ma n'eo ket relijiel-tre an dud desavet dindan ar gouarnamant komunour.

    Relijionoù arall ez eus e Bulgaria, avat : anislam, argatoligiezh hag arbrotestantiezh. Erruet eo an islam e Bulgaria gant an durked erXIVvet kantved. Skignañ a reas etre arXVvet hag arXVIvet kantved a-drugarez d'an embroadeg durkat. Un darn vras eus ar Vulgared a gemmas o feiz ivez. E 1878, pa yeas da zieub ar vro, e oa muzulman 40% eus ar boblañs. An darn vrasañ o deus divroet, avat, hag e 2001 ne chome nemet 967 000 muzulman (12,2% ar boblañs) er vro.

    E-pad arXVIvet hag arXVIIvet kantved e c'hounezas misionerien eusRoma un nebeud Bulgared d'ar gatoligiezh.Paulisiz e anver anezho ha war-dro 44 000 ez int hiziv. Enporzhiet e vo ar brotestantiezh gant misionerien amerikan 1857. War dro 42 000 protestant ez eus e Bulgaria hiziv.

    Parkoù broadel

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Dek park bras zo e Bulgaria.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]
    Wikeriadur
    Sellit ouzh ar gerBulgaria er
    wikeriadur, ar geriadur frank.

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet eWikimedia Commons.

    g  ka  ke
    Stadoù ha tiriadoù ispisialEuropa
    Unaniezh Europa(27 stad, holl ezel ivez eus Kuzul Europa)
    Alamagn ·Aostria ·Belgia ·Bulgaria ·Danmark ·Estonia ·Finland ·Frañs ·Gres ·Hungaria ·Italia ·Iwerzhon · anIzelvroioù ·Kiprenez ·Kroatia ·Latvia ·Lituania ·Luksembourg ·Malta ·Polonia ·Portugal ·Roumania ·Slovakia ·Slovenia ·Spagn ·Sveden ·Republik Tchek
    Banniel Unaniezh Europa
    Banniel Unaniezh Europa
    Kuzul Europa(47 stad)
    Albania ·Andorra ·Armenia ·Azerbaidjan ·Bosnia-ha-Herzegovina ·Island ·Jorjia ·Liechtenstein ·Moldova ·Monako ·Montenegro ·Norvegia ·Makedonia an Norzh ·Rouantelezh-Unanet ·Rusia ·San Marino ·Serbia ·Suis ·Turkia ·Ukraina
    Banniel Kuzul Europa
    Banniel Kuzul Europa
    Stadoùeuropat, er-maez eus Kuzul EuropaBelarus ·Vatikan
    Stadeuropat ha n'eo ket anavezet gant an hollKosovo
    Rannvroioùeuropat gant ur statud ispisialAkrotiri ha Dekhelia ·Åland ·Inizi Faero ·Gwernenez ·Jan Mayen ·Jerzenez ·Jibraltar ·Manav ·Svalbard
    Stadoùeuropat, ha n'int ket anavezetAbc'hazia ·Sealand ·Osetia ar Su ·Treuznistria ·Republik Turk Kiprenez an Norzh
    g  ka  ke
    Broioù slavek
    Republik TchekPoloniaSlovakiaBosnia-ha-HerzegovinaBulgariaKroatiaMontenegroMakedonia an NorzhSerbiaSloveniaBelarusRusiaUkrainaTreuznistria(nann-anavezet)


    g  ka  ke
    Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA)
    Izili
    Flag of NATO
    Flag of NATO
    Istor
    Arouezioù


    g  ka  ke
    Broioù arMor Du
    Bulgaria • Jorjia • Roumania • Rusia • Turkia • Ukraina


    g  ka  ke
    Izili hag arsellerien arFrankofoniezh
    Izili
    Flag of La Francophonie
    Flag of La Francophonie
    Albania · Andorra · Armenia · Belgia (Kumuniezh c'hall Belgia) · Benin · Bulgaria · Burkina Faso · Burundi · Kambodja · Kameroun · Kanada (New Brunswick •Kebek) · Kab Glas · Republik Kreizafrikan · Tchad · Kiprenez1 · Komorez · Republik Demokratel Kongo · Republik Kongo · Aod-an-Olifant · Djibouti · Dominica · Egipt · Makedonia an Norzh · Bro-C'hall · Gabon · Ghana1 · Gres · Ginea · Ginea-Bissau · Ginea ar C'heheder · Haiti · Laos · Luksembourg · Liban · Madagaskar · Mali · Maouritania · Moris · Moldova · Monako · Maroko · Niger · Qatar · Roumania · Rwanda · Sz Lusia · São Tomé ha Príncipe · Senegal · Sechelez · Suis · Togo · Tunizia · Vanuatu · Viêt Nam
    ArsellerienAostria · Bosnia-ha-Herzegovina · Emirelezhioù Arab Unanet · Estonia · Hungaria · Jorjia · Kroatia · Latvia · Lituania · Montenegro · Mozambik · Polonia · Republik Dominikan · Republik Tchek · Serbia · Slovakia · Slovenia · Thailand · Ukraina
    1 Izili kevredet.
    Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bulgaria&oldid=2178455 »
    Rummadoù:

    [8]ページ先頭

    ©2009-2026 Movatter.jp