Bugelez
Ostilhoù
Hollek
Moullañ/ezporzhiañ
E raktresoù all
Bugelez zo ur gêriadenn stag ouzh kumunPerwenan (Aodoù-an-Arvor), enBro-Dreger. Lec'hiet eo war ur beg, etre oufoù Pelineg ha Gouervael. Nepell diouzh he forzh bihan ez eus ur vilin-vor bet savet e dibenn ar 15vet kantved. Abaoe2002 e vez dalc'het eno ur festival sonerezh bep eil bloaz. E-tal Bugelez emañInizi Bugelez.
N'eo gwall aes merdeiñ a-hed aod Bugelez, gant an niver bras a enezennoùigoù hag a reier a gaver eno. Se zo kaoz, sur a-walc'h, en devoa lec'hietAnatol ar Braz e zanevellBizoù ar c'habiten (e-barzh an dastumadMojenn an Ankou) en Bugelez : "Bremañ zo un hanter-kant vloaz bennak, ul lestr estrañjour a'n em gollas war-dro Bugelez, en Perwenan".