| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Bruno Retailleau |
| Anv ganedigezh | Bruno Daniel Marie Paul Retailleau |
| Anv-bihan | Bruno |
| Anv-familh | Retailleau |
| Deiziad ganedigezh | 20 Du 1960 |
| Lec'h ganedigezh | Cholet |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Micher | politiker,permanent politician |
| Bet war ar studi e | Institut d'études politiques de Paris,Q116197664 |
| Lec'h labour | Pariz |
| Strollad politikel | Luskad Evit Frañs,Unvaniezh evit ul Luskad Poblel,Les Républicains |
| Hashtag | Retailleau |
Bruno Retailleau zo ur politikour gall genidik eusVañde. Ganet e oa eCholet (Maine-ha-Liger) d'an 20 a viz Du 1960, ha tremenet en deus e yaouankiz eSaint-Malô-du-Bois, er c'harzhaoueg vandeat, e 7 km eus arPuy du Fou.
Dilennet e 1988 eKuzul-departamant Vande (ha prezidant etre 2010 ha 2015) eo ivez kannad eus 1994 da 1997, goude-se senedour eus 2004 da 2024, ha PrezidantKuzul-rannvro Broioù al Liger etre 2015 ha 2017.
Ezel eo da gentañ eus alLuskad Evit Frañs, strolladPhilippe de Villiers, ha kuitaat a ra anezhañ e 2010 evit mont e-barzh anUnvaniezh evit ul Luskad Poblel (hizivAr Republikaned), ma eo prezidant strollad ar Sened eus 2014 betek 2024. Ne zeu ket a-benn da vezañ prezidant Ar Republikaned e 2022 a-enepÉric Ciotti.
Goude bezañ bet anvet e pennMinistrerezh an Diabarzh e kresk e vrud, dreist-holl e-touez izili ha harperien ar Republikaned. O tennañ splet eus an nerzh-se eo dilennet prezidant ar strollad a-enepLaurent Wauquiez d'an 18 a viz Mae 2025.
Sellet e vez outañ alies e lodenn an tu-dehoù eus e strollad.