Deiziad krouiñ | Genver 1977 ![]() |
---|---|
Titl | Brud nevez ![]() |
Bro orin | Bro-C'hall ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | brezhoneg ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.emgleobreiz.com/fr/brud-nevez/brud-nevez.html ![]() |
Brud Nevez, ur gelaouenn lennegel vrezhonek daouviziek embannet etre 1977 ha 2016 eo bet, deuet e heulBrud, un trimizieg krouet e 1957. Embannet e voe gantEmgleo Breiz o-daou hag ar genvredad kevarzhoeoù-se a embanne dindan e anv levrioù brezhonek e-leizh en ur implij ar reizhskrivadurskolveuririek. Renet eo bet gantPer-Mari Mevel,Andreo ar Merser ha gantFañch Broudig en diwezh. Ouzhpenn 350 niverenn a zo bet embannet dindan talbennBrud haBrud Nevez. Kreñvlec'h difennourien ar brezhoneg a ra Frañsez Favereau "patrioted" eus outo hag enebet gantañ ouzh tud a "spered broadel", ar re a voe bodet tro-dro daGuzul ar Brezhoneg[1]. E Brest eo bet staliet ar skridaozerezh atav. E miz Du 2015 eo aet Emgleo Breiz da freuz-stal hag chomet a-sav an embannadennoù levrioù. Daoust ma voe bet krouet ar c'hevarzhe,Brud Nevez e anv, ne c'hellas ket kenderc'hel gant embann ar gelaouenn goude 2016.
E1957 e oa bet krouet antrimiziegBrud evel kelaouenn lennegel Emgleo Breiz. Istitlet e oa ar gelaouenn "Ar Yez hag ar Vro" hag enni e veze implijet ar skritur kazi nevez-flamm a oa bet fardet gant ar chaloniFrañsez Falc'hun, a oa pennkelenner war ar yezhoù keltiek eSkol-Veur Roazhon. E1955 e oa bet roet dezhañ asant Ministr an Deskadurezh c'hall evit ma vefe implijet ar skritur-se, erc'helenndioù publik. Ar reizhskrivadurskolveuriek a voe graet eus outañ.
Ma oa roet anv ar merour an doktorLoeiz Dujardin e voe disanv ar ger-stur, "E berr gomzou", sinet gantBrud, met e hañval bezañ bet savet gantPer Helias. Goude bezañ displeget petra oa Emgleo Breiz ec'h embanne ma oa "ar Gevredigezh vraz" deuet da vezañ :ar galloudousa kevredigez a zo bet biskoaz o labourad war dachenn ar yez.
PalBrud a voe reiñdanvez-lenn… d'an oll vrezonegerien… setu perag eo en em lakaet da embann leoriou hag e krog hirio da embann eur gelaouenn lennegel e brezoneg penn-da-benn. Pelloc'h e lenner pennaennoù ar politikerezh embann : EVIT MAT AR BREZONEG EO BET SAVET BRUD, YA! ha netra ken, gand ar spi, diboell, marteze, e tarzo eun devez bennag mouez eur skrivagner gwirion penn-kil-ha-troad, eur barz awenet, eun alarh e-touez ragacherez an houidi, piou oar ? hag e kendalc'he gant eun saviad politikel aes da ziluziañ :EVIT AR BREZONEG eo bet savet "Brud", ya! Re aliez, siwaz, e vez savet kelaouennou er vro-mañ, a-ratoz-kaer evid klask sanka mojennou briz e-touez an dud paour ha sila sorhennou e spered ar Yannigou. Met an troc'h a oa ivez war beseurt brezhoneg e intente saverienBrud lakaat en o embannadennoù ha resisaet e voe gant lizherennou druz e penn an eil niverenn (Diskar-amzer 1957).Rag skler eo d'an oll eo pal BRUD : FELLOUD A RA DEOM STANKA AR FOZ A ZO BET KLEUZET ABAOE TREGONT VLOAZ ETRE AR YEZ "LENNEGEL" HAG AN HINI KOMZET GANT AR BOBL. Sklaer e voe ar vukenn :Roparz Hemon, arWalarnourien hag ar re vodet tro-dro d'Al Liamm.
Kent marv Loeiz Dujardin 1969 e voe meneget anvPer-Mari Mevel evel sekretour, skoazellet gant un teñzorier,Glaoda Millour, da gentañ. Ne voe anv eus ur prezidant. Da brezidant ez Emgleo Breiz ez eas Per-Mari Mevel hag e voe lakaet evel rener[2].
Skoilhoù ha diaesterioù en doe gouzañvet e 1962 ha ha 1963 skipailhBrud. Displeget eo er pennad "Brud oh adsevel" (Brud, niv. 16, Genver 1964) m'ez eus bet : "diouer a arhant, nebeud a genskoazell, leziregez ha diseblanted ar re-mañ, enebiez reoù all". Met "un toullad stourmerien o-deus divizet n'helle Brud chom pelloh a-zav…." Anvioù ar re -se, "Strollad harperien Brud", a zo dispaket e penn ar gelaouen dre an urzh alfabetek :Gweltaz Bernier, Y. B. ar Berr,Albert Boché,Christian Brisson,Fañch Danno,Yann an Du,Yann-Ber Duval,Biel Elies,Charlez ar Gall,Herri Gourmelen,Per-Jakez Helias,Per Honoré,Armand Keravel, Per hag Alice Lavanant,Charlez Laurent, Yann-Glaoda Leon, Per-Mari Mevel, Glaoda Millour, G ar Moal,Fañch Peru,Erwan Person,Loeiz Roparz,Visant Seite hagJean Tricoire. Bez e c'heller krediñ m'eo bet degaset arc'hant gant an darnvuiañ eus ar re-se, met ne felle ket dezho an atebeien embann rolloù ar brofourien evel ma voe gwelet e notennoùAl Liamm.
Evit bezañ kontet evel harperBrud ne voe nemet da "(g)as ur prof ouzpenn d'ar houmanant-bloaz."
Pezhioù-c'hoari ha barzhonegoù Per Helias a voe kavet ingal, met oberenn Youenn Drezen, Skol-louarn Veig Trebern, embannet a-dammoù.
Met arc'hentskrid hag an div drederenn eus ar mareadeg a oa deuet diouzh pluenn (pevar fezh-c'hoari dindan antalbenn "Tan ha Ludu").
E 2015 e oa aet Brud Nevez d'an traoñ[3].