Divronn ur vaouez dougerezBlev o devez ar baotred aliesoc'h evit ar merc'hed en-dro d'odivvronnBronn ur vaouez yaouank, poltredet gantPierre Carrier-Belleuse, en daolennLa Première Pose e 1900.
Arbronnoù, pe andivronn, eo an anv a reer eus ul lodenn eusbruched an dud,paotred hamerc'hed, etre traoñ argouzoug hag ar c'hof. Tostaet e vez ar gerioùbronn habrennig (eusbren(n), evel e-barzhMenez Bre,Brelevenez), evel ma tostaerbron habryn ekembraeg).
Ur vronn zo un organ eus parezed arbronneged (ar vaouez en o zouez), ennañgwagrenn al laezh, hag a daol laezh a dalvez da vagañ ar re vihan adalek o ganedigezh. Kemmus eo o niver hervez ar spesadoù.
An dud a reizh gourel o deus ivez pep a zivronn zo damheñvel o framm ouzh hini divronnoù ar maouezed, daoust ma ne vezont ket ken bras, abalamour ma tiorront er grouell diwar ar memes gwiadoù.
Gant ar baotred ne vez ket ken fonnus an divvronn peurvuiañ ha n'eus nemet ar merc'hed a rolaezh ganto.
Areola an divronn zo liammet ouzh an empenn dre nervennoù, ouzh ar reizhiad goprañ peurgetket. Atizañ anezhe a ro ur gopr en empenn a vroud ar vaouez da vezañ atizet en-dro. A-drugarez d'ar reizhiad goprañ-se eo e ro parezed ar bronneged[1], hag ar maouezed[2],[3], bronn d'o re vihan, hag a-drugarez d'ar goproù-se eo ivez e vez atizet an divronn e-doug an emzalc'h erotek[4],[5].
↑FERRIS C. F., KULKARNI P., SULLIVAN J. M., Jr., HARDER J. A., MESSENGER T. L., FEBO M. "Pup suckling is more rewarding than cocaine: evidence from functional magnetic resonance imaging and three-dimensional computational analysis",The Journal of Neuroscience, 25(1):149-156, 2005
↑MARSHALL Leslie B.Infant care and feeding in the South Pacific, Gordon and Breach, NY, 1985
↑HERDT Gilbert, STOLLER Robert J.,Intimate communications: erotics and the study of culture, Columbia University Press, NY, 1990