Ur pennadsaoz zo ivez.Bro-Saoz (peAngleter[1];saozneg:England/ˈɪŋlənd/) eo ar vrasañ eus ar peder broad a zo erRouantelezh-Unanet.
War-dro 50 763 000 annezad a oa o vevañ eno e 2006.Londrez eo ar gêr-benn. Un harz he deus gantBro-Skos en norzh,Kembre er c'hornôg haKerne-Veur er mervent. A-hent-all eo kelc'hiet gant morioù :Mor an Hanternoz,Mor Iwerzhon, arMor Keltiek,Kanol Bristol haMor Breizh.
N'eus yezh kefridiel ebet, met arsaozneg eo aryezh vehikular ha yezh an dud dre vras. Allur sterling (£) eo ar moneiz kefridiel.
Tennañ a ra hec'h anv saoznek (England) eus ur bobl eusGermania graet anAngled anezho, hag a stalias enEnez Vreizh erVvet haVIvet kantved, an anv brezhonek a zeu eus anv ur bobl all, hini arSaksoned.
- Pennad dre ar munud: s.o.Istor Bro-Saoz
- Pennad dre ar munud: s.o.Rouantelezh Bro-Saoz
Pa voe krouetParlamant Skos,BodadennKembre haBodadennIwerzhon an Norzh gantGouarnamantTony Blair erru er galloud e 1997 e voe "digreizennet" ar galloud e Bro-Saoz etre navBodadennrannvroel. Kement-se a loc'has urstourmadeg evit krouidigezh ur Parlamant saoz ha zoken, evitbroadelourion saoz zo, dizalc'hidigezh Bro-Saoz ha freuz arRouantelezh-Unanet.
Tuetoc'h eo Bro-Saoz eget ar peurrest eus arRouantelezh-Unanet gant arStrollad mirour, a zo dreistpouezus e levezon amañ. ArStrollad frankizour-demokrat zo kreñv dreist-holl er Mervent (Kuzulioù-KontelezhKernev-Veur,Devon haSomerset zo bleniet gantañ), pa 'z eo kreñvlec'hioù arStrollad Labour lec'hiet dreist-holl e Norzh ar Vro.
Rannet eo Bro-Saoz e navRannbarzh, rannet o-unan ekontelezhioù.