Krogit e-barzh ! Undanvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a ritskoazellañ Wikipedia dreglokaat anezhañ.
ArBrezel-bed kentañ, a anverBrezel Bras ivez, zo urbrezel hag a c'hoarvezas enEuropa dreist-holl etre1914 ha1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en hollgevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.
Brezel-bed a vez lavaret rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all aStadoù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas anEil Brezel-bed e veze anvet "ar Brezel Bras", ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E galleg e oa bet savet al lesanvLa Der des Ders ("an hini diwezhañ-holl").
Ar "Poilus" breton skeudennet en ur gazetenn. "Yann-Vari, ur breton anezhañ, ’gomz ket kalz met marc'h labour eo."
Er bloaz 1918, ar Galloudoù kreiz a oa krog da vont war ziskar, pa voe sinet arsavioù-brezel gantRouantelezh Bulgaria d'an 29 a viz Gwengolo, anImpalaeriezh otoman d'an 31 a viz Here hagAostria-Hungaria d'an 3 a viz Du. E-unan, gant an Dispac'h alaman o sevel hag ul lu o vont da emsevel, animpalaer alamanWilhelm II a zilezas an tron d'an 9 a viz Du, hag argouarnamant alaman nevez a sinas an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918 eCompiègne, o lakaat termen d'ar brezel ; d'an 28 a viz Mezheven1919 e voe sinet ar peoc'h dreFeur-emglev Versailhez.
Ar Brezel Bras zo bet unan eus gwashañ brezelioù Istor Mab-den, gant un 9 milion bennak a soudarded lazhet ha 23 milion gloazet ; ouzhpenn da 5 milion a drevourien a voe lazhet gant obererezhioù milourel, an naonegezh ha ar c'hleñvedoù.
An anv "brezel-bed" zo bet goveliet e miz Gwengolo 1914 gant arbevoniour haprederour alamanErnst Haeckel, a embannasThere is no doubt that the course and character of the feared 'European War' ... will become the first world war in the full sense of the word er gazetennThe Indianapolis Star d'an 20 a viz Gwengolo 1914.
An droienn "Brezel-bed kentañ" a oa bet implijet gant al letanant-koronalsaoz Charles à Court Repington (1858-1925) evel titl e vuhezskridThe First Word War, 1914-1918 embannet e1920. Skrivet en doa e oa bet o eskemm a-zivout an droienn-se gant ar Major Johnstone eus Skol-veur Harvard d'an 10 a viz Gwengolo 1918.
A-raok an Eil Brezel-bed, an darvoudoù a yae d'ober brezel 1914–1918 a oa lesanvetar Brezel Bras pear Brezel-bed. E miz Eost 1914, ar gelaouennThe Independent eNew York he devoa embannetThis is the Great War. It names itself (Ar Brezel Bras eo. En anv emañ pep tra"). E miz Here 1914, ar gelaouennganadianMaclean's he doa embannet, "Lod brezelioù a ro o anv o unan. Setu ar Brezel Bras". Europiz ar mare a rae ivez gant "ar brezel da echuiñ ar brezel" ha deskrivet e oa ivez evel "ar brezel da echuiñ an holl brezelioù" dre ma oa bet komprenet ganto dija en ampoent e oa ar brezel-se unan ledanoc'h, gant distrujoù brasoc'h, ha kolloù buhez ramzel eget re ar brezelioù all betek-henn.
E-kerzh darn anXIXvet kantved, nerzhioù galloudusañ Europa a oa deuet tamm-pe-damm a-benn da gavout ur c'hempouezh a-fed galloud, ar pezh a oa bet lesanvet "Sonadeg Europa". Goude1848 e oa bet kemmet ar c'hempouezh dre ma oa bet arRouantelezh-Unanet o vont war-zu urpolitikerezh digenveziñ anvetSplendid isolation, "Digenveziñ kaer", diskar sioul an Impalaeriezh otoman, c'hoantoù impalaeriel nevez, hag enkadennPrusia dindan renOtto von Bismarck. Ar brezel Aostria-Prusia e1866 en doa roet an nerzh da Brusia da vezañ mestr war ar Stadoù Alaman, goude-se an trec'h er brezel Gall-Prusian e1870-1871] en doa roet tro da Vismarck da sevel un Impalaeriezh alaman kreñv gant Prusia er penn. Goude 1871, pal pennañ Bro-C'hall a oa bet kaout un digoll goude bezañ bet trec'het garv ha gant mezh vras, met e penn-kentañ arbloavezhioù 1890 e oa tremenet an nerzh-se war-zu ledanaattrevadennoù c'hall an Impalaeriezh.
E 1873, Bismarck en doa kevrataetLig an Tri Impalaer, gantAostria-Hungaria,Rusia hag Alamagn. Goude arbrezel etre Rusia ha Turkia eus 1877–1878, an emglev a voe lammet gant ma oa Aostria o vezañ kounnaret gant emled Rusia war-zu ar Balkanioù hag a oa gwelet evel un douar strategel dezho. Alamagn hag Aostria-Hungaria o doa savet goude-se an Unvaniezh daouel eus 1879, a oa deuet da vezañ anAliañs tridoubl gant degemerItalia e 1882. Gant Bismarck, pal an emglev a oa digenveziñ ar Frañs ha reiñ an tu d'an izili da bouezañ a unvouez ha da gavout diskoulmoù etrezo. Pa oa bet gwelet gant ar Rouantelezh-Unanet hag ar Frañs evel un dañjer e 1880, e oa kroget klask marc'hatañ end eeun gant Rusia, adsavet e oa bet an Emglev e 1881, ha nevesaet e 1883 ha 1885. Ur wech echuet e 1887, Bismarck en doa savet ar Feur-Emglev adassurañs un emglev kuzh etre Alamagn ha Rusia a-benn chom neutral ma vije taget unan anezho pe gant ar Frañs pe gant Aostria-Hungaria.
Evit Bismarck, ar peoc'h gant Rusia a oa diazez evit al liammoù gant an estrenvro eus Alamagn. E 1890, e voe rediet mont war e leve gant an impalaerGwilherm II. An hini-se a oa bet kendrec'het gant e c'hanseller nevez da adlañs ar Feur-Emglev adassurañs,Leo von Caprivi. Roet e oa bet an tu dre-se un digarez d'ar Frañs da sevel un emglev gant Rusia a voe anvet Emgev etre Rusia ha Frañs eus 1894, a voe heuliet e 1904 gant an EmglevEntente Cordiale gant ar Rouantlezh-Unanet. AnEmglev tridoubl a voe echuet e 1907 pa oa bet sinet an Emglev Saoz-rusian. Ne oant ket emglevioù lezennel, met reiñ a raent an tu da gavout un emglev en trevadennoù en Azia hag Afrika, ar saozon o devoa embannet e vije posubl e sikourfent ar Frañs ha Rusia ma vije eus ur stourm da zont. Kreñvaet e oa bet c'hoazh an traoù pa oa bet ar saozon ha rusianed o reiñ harp d'ar Frañs a-enep Alamgn e 1911 e-kerzhGwallzarvoud Agadir.
Nerzh greantel hag ekonomikel Alamagn a oa aet war-gresk kalz goude 1871. Harpet gantGwilhelm II, an AmiralAlfred von Tirpitz en doa klasket implij an nerzh-se evit sevelMorlu Impalaeriel Alamagn, a vije da vezañ prest da geveziñ gant arMorlu Saoz. Ar politikerezh-se a oa diazezet war labourioù an aozourstadunanatAlfred Thayer Mahan, en devoa embannet e oa ret da gaout urMorlu uhelvor evit kaout un nerzh-kad a live bedel; Tirpitz en doa e levrioù troet en alamaneg, ouzhpenn-se an impalaer Alaman en doa urzhiet e vije lennet gant e guzulierien ha pennoù-uhel al lu. Ouzhpenn bezañ ur soñj awenet gant ur sell brezelour, bez e oa ivez ur sell trivliadel: an impalaer alaman Wilhelm a oa bamet gant ar Royal Navy ha bez e oa gantañ kemend all ur c'hoant bras da gaout ur morlu galloudusoc'h evit hini ar saozon.
Bismarck en doa soñjet ne vije kat ar Saozon o kemer perzh er jeu europat, ma chomje ar vro gant an nerzh galloudusañ a-fed morlu ha ma chomje e surentez. Siwazh dre ma oa bet skarzhet e 1890 e oa bet kemmet politikerezh, hag ur redadeg d'an armañ mor a oa kroget etre Alamagn hag ar Rouantelezh-Unanet. En desped d'ar sammadoù arc'hant ramzel postet enTirpitz, lañs anHMS Dreadnought e 1906 en doa roet an tu d'ar saozon. Modern-tre e oa ar vag pa veze keñveriet ouzh ar bigi alaman. Ur gudenn arvarus a oa savet evit an Impaleriezh alaman gant ar redadeg-se, rak lonket e oa bet kalz danvezoù diazez evit krouiñ ur flodad brezel alaman kreñv a-walc'h da geveziñ gant an hini saoz, met ne oa ket deuet a-benn Alamagn da vezañ kreñvoc'h a benn ar fin. E 1911, ar c'hañsellerTheobald von Bethmann Hollweg en doa anzavet trec'h ar saozon, hag-eñ da reiñ lañs d'arRüstungswende pe 'kammdro an armamant', ha dre-se e oa bet paouezet gant postañ nerzh hag arc'hant en un doare diroll er morlu met kentoc'h e oa bet lakaet war antirlu.
An diviz-se a oa bet soñjet n'eo ket gant ur c'hoant sioulaat an darempredoù politikel gant ar broioù tro-dro, met dreist-holl dre ma oa Rusia o adsevel prim diouzh an trec'h a oa bet warni e-kerzh arBrezel etre Japan ha Rusia ha Reveulzi 1905 memes bloavezh. Adreizhoù ekonomikel bras a oa bet - emled al linennoù-tren ha frammoù dezougen adalek 1908, dreist-holl e Kornôg Europa.
Nebeut a oberennoù e brezhoneg zo bet a-ziwar ar C'hentañ Brezel-bed.
Dremm an Ankou, gantAbeozen (Fañch Elies) : ur sell peoc'hgarour gant ur breton bet mac'hagnet gant argazoù-brezel.
Kammdro en Ankeu, gantLoeiz Herrieu : un danevell a zeiz da zeiz eus ar brezel dre sell ur soudard re gozh evit bezañ en talbenn met kaset da gemer perzh er brezel foll-se memestra.
Ar en deulin,Àr hentoù ar brezel, gantYann-Bêr Kalloc'h : sell ur c'hadour breton broadelour[1].
KOSTIOU Jeremi,Quand Pontanezen révèle ses vestiges…, e-barzh Les Cahiers de l’Iroise, 2017, niv. 225, pp. 176–190.
KOSTIOU Jeremi,Le deuil et la place des morts dans leTrégor au sortir de laGrande Guerre: modes vestimentaires et pratiques culturelles, Kreizenn enklaskoù istorel Bro-Leon, Brest, 2019[4].
SICOT Julie,La Bretagne au sortir de la Grande Guerre, Tébéo/TébéSud, 2018, abadenn 56 munud.
JUIF Daniel, LAUGIER Gilles ha FRANÇOIS Julie,Bretagne. Le centenaire de la 1ère Guerre mondiale à Ploudaniel, Chemins de traverse, Tébéo/TébéSud, 19 a viz Gwengolo 2018, kelaouadenn 5 munud.
↑Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad.
↑En kreizig-kreiz rannvro Arras, e-deroù miz Here 1914. Toullet hon devoa trañcheoù en derc'hent. Hag e oamp distroet a-drêk evit kousket er c'hraoù-foen. An deiz war-lerc'h e oamp prest da vont e-barzh hon trañcheoù. Reiñ a reas kement-se ar C'horonal gourc'hemenn deomp : «Baïonnette au canon, en avant!». «Ha ni neuze da vont war-raok. Ar blaenenn an hini e oa, parkeier ken plaen hag an dorn. O kregiñ da glevet ar boledoù o c'hwibanaat em divskouarn e oan pa welis a-daol-trumm brageier ruz o fontañ er pradoù beterabez. Redek hon devoa graet evel-henn e-pad un degad a vunutennoù kent kavout goudor a-drêk ur c'hleuzig. Steudennet e voemp koulskoude gant an Alamaniz ha setu an obuzioù oc'h arruout dre amañ. Klevout a ris unan dioute o lavarout : «Celui-là est pour moi, je vais mourir». Un aspedenn a ris neuze : «Santez Anna Wened, savetaet din ma buhez!». An amzer em boe bet da gas ma fal d'un dorn d'egile pa flastras un obuz daou vetrad ac'hane. Stekiñ a reas kement-mañ ma fal. Un frapadig amzer goude e saven hag e c'halven ma c'hamaladed. Den na respontas din : a-gleiz kement hag a-zehoù, bez' e oa pemp pe c'hwec'h den astennet, marv. An hini manet bev nemetañ e oan.