Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Brest

Eus Wikipedia
Evit implijoù all, gweletBrest (disheñvelout).

Brest
Brest gwelet eus ar c'hastell.
Brest gwelet eus ar c'hastell.
Ardamezioù
Anv gallek(ofisiel)Brest
Bro istorelBro-LeonBro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
ArondisamantBrest
KantonPennlec'h 5kanton
Kod kumun29019
Kod post29200
Maer
Amzer gefridi
François Cuillandre
2020-2026
EtrekumuniezhBrest Meurgêr ar Mor
Bro velestradurelBro Brest
Lec'hienn WebTi-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs142 346 ann.(2023)[1]
Stankter2 876 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 23′ 27″ Norzh
4° 29′ 08″ Kornôg
/48.390834,-4.485556
Uhelderioùkreiz-kêr : 34 m
bihanañ 0 m — brasañ 103 m
Gorread49,5 km²
Lec'hiañ ar gêr
Brest
kemmañ Lennit teuliadur ar patrom

Brest ([ˈbʀest], a-wechoù[ˈbʀeːst]) eo trede kêrBreizh goudeNaoned haRoazhon, e kornôg pellañ ar vro, eBreizh-Izel hag eBro-Leon. EdepartamantPenn-ar-Bed emañ,Kemper o vezañ e bennlec'h. Urporzh hag un diazezlec'h bras eus armorlu gall eo. Kêr a oa enni 139 456 annezad e 2020, ha 202 060 ermeurgêr e2018.

Ur porzh a-bouez eo abaoe mareDuged Breizh. Diorroet e voe evel porzh milourel hepken gant Bro-C'hall goude ma voe staget Breizh outi. Abalamour d'he rol milourel, ha dreist pep tra he bon splujerezioù, e voe bombezet taer gant arGevrididi e-pad anEil Brezel-bed, o tistrujañ al lodenn vrasañ eus ar gêr.

Hiziv emañ e BrestSkol-veur Breizh-Izel ha skolioù all, en o zouez skolioù ijinourien. Ur pol imbourc'h hag armerzh pennañ war dachenn ar mor eo deuet da vezañ. Sez sokial anIFREMER eo, koulz haServij Hidrografek hag Oseanografek ar Verdeadurezh (SHOM),Ensavadur skol-veur europat ar mor (ESEM) hagEnsavadur Gall Paul Emile Victor evit ar Poloù.

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Kêr vrasañ departamantPenn-ar-Bed eo Brest met n'eo ket e bennlec'h. DaGemper e voe roet ar statud-se gant arVodadenn Vonreizhel e1791 rak urprefeti mor e oa d'an amzer-se dija.

Ur gêr stag ouzh ar mor eo. Lec'hiet eo war ul ledenez n’he deus krec'h ebet. War-du ar Su e kaver al lenn-vor hag emañ ledenezKraozon en tu all. War du arreter emañ harpet he levezon gantLanderne haMontroulez.

War bladennBro-Leon emañ Brest, war leintornaodoù hogozik a-blom hag a furm unan eus jeloù pennañTorosad Arvorig. N'eo torret ar voger-se nemet gant unaber gev, arPenfell, ur blegenn eusnaoz kozh arStêr Aon. Ur porzh naturel peurvat eo ar Penfell. Gwarezet eo gant ur roc'h, 200 metr hec'h hirded, dour en he zro war daou gostez ha disrannet diouzh an douar gant ur stankenn war an trede. War ar c'hreñvlec'h naturel-se e voe savetKastell Brest.

Kumunioù amezek

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Rod an avelioùGwiler-Leon,Boc'harzhBoc'harzh,Milizag,Ar Vourc'h-WennGouenoùRod an avelioù
PlouzaneNGwipavaz
K   Brest   R
S
Mulgul Brest,RoskañvelMorlenn BrestMorlenn Brest,Plougastell-Daoulaz

Poblañs

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Poblañsoù hervez an niveradeg a zo bet graet e2021[2].

Anv

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Testenioù koshañ anv kêr Brest eoBresta super Caprellam e 1019[3] ; (Havre et ville de)Brest, enXIIvet kantved[3] ;Villa, castrum et portus de Brest, e 1239[3] ;Le Duc Bresta super Cap(r)ellam, erXIVvet kantved[4] ;Brast e 1383[4] ;Breste e 1398[4] ;Breest e 1378[4] ;Bresta e 1516[4]. "Brest" a lavarer abaoe 1630 d'an nebeutañ.

HervezHervé Abalain[5] e kaver en hec'h anv an elfenn /bre/, kavet alies e toponomiezh e Breizh dindan ar stummoù /bran/, /bre/, /brec’h/, /bren/, /bri/, a dalvez « savenn, roz, menez »[6]. Tostaet eo bet anv Brest d'ar gergalianekbrista, emgann, a gaver ivez er ger brezhonekbrezel(Daveoù a vank).

Hervez lod en dije kemeret Brest anv unan eus torgennoù ar gêrBresta super Caprellam ("Brest-war-ar-C'havrig")(Daveoù a vank). Graet e veze Gavrig eus arPenfell gwezhall. Mont a reas an anv-se da Vrest pa adkrogas ar gêr da greskiñ.

Anv kozh Brest a oa martezeUrbs Ossismii peCivitas Occismorum(Daveoù a vank). Koll a reas anezhañ erVvet kantved pa voe damzistrujet gant anHuned(Daveoù a vank).Kêr-benn meuriad anOssismii a voe kaset daCastrum Pauli (Kastell-Paol hiziv)(Daveoù a vank).

Ardamezioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Rannet : ouzh 1 en glazur e deir flourdilizenn en aour, ouzh 2 en erminoù[7].

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Henamzer

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

N'eus roud ebet eus urc'hreñvlec'h a-raok hini arRomaned met lec'hienn ar c'hastell a zo hini unoppidom stanket, unuhelgompezennig a-us d'an dour mor a c'hleb kostezioù alledenezig. Gant pobl galian anOsismied e voe dalc'het lec'hienn Brest goude an aloubidigezh roman. N'eo ganet ar gêr nemet enIIIe kantved, pa savas arRomaned ur c'hreñvlec'h gant meur a dour (ouzhpenn 20 war a seblant) da zifenn an aod diouzh arvorlaeron saoz hag ouzh arBagaudae a gase skrapadegoù war ar maez. Ar "c'hastrum"-se a voe savet en hevelep amzer ha mogerioùGwened,Naoned haRoazhon gant mein ar monumantoù publik, ar pezh a ziskouez moarvat e oa mall bras war ar saverien. Ouzhpenn-se e oa an impalaeriezh oc'h aozañ ur frammadur milourel nevez hag a voe anvetTractus armoricanus et nervicanus er c'hantved war-lerc'h, gant urmorlu,Classis armoricana hec'h anv. Ullejion a voe staliet er gêr met n'eas ket Brest da gêr-benn an Osismied. EVorgium (Karaez) e chomas ar gêr-benn betek donedigezh ar Vrezhoned.

Warmanatioù e voe diazezet frammadur relijiel ar Vretoned kozh, a pezh a zispleg perak ne oaeskopti ebet eBro-Leon kent anVIIIvet kantved. Pa voe krouet unan e oa re vihan Brest da vezañ choazet.

Ar c'hreñvlec'h roman a voe damzistrujet gantgoprsoudardedhunat erVvet kantved met ar c'hontMorvan Leon en adsavas da wareziñ ar rannvro diouzh arVikinged. E-barzh armogerioù-se e kreskas kêr e-pad arGrennamzer. Ar gêr vogeriet a yeas d'ur c'hastell erXVIvet kantved pa 'z eas hec'h annezidi da chom erfabourzhioù.

Krennamzer hagAzginivelezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Un darn eus Dugelezh Breizh e oa Brest e-pad ar Grennamzer. Goude stagidigezh Breizh ouzhBro-C'hall e roas ar roueHerri IV an titl agêr dezhi e1593. E1631 e lakaasRichelieu sevel ur porzh brezel eno. Arporzh arnevez hag anarsanailhoù a oa savet neuze. Lojerisoù evit ar vicherourien a lakaas sevel ivez.

Renad Kozh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ti ar Feunteun, unan eus an tiez koshañ e Brest

E1683 e kreñvaasVauban ar gêr hag ar vorlenn. E fin renLoeiz XIV e oa 15.000 annezad enni. E Brest eo e tilestras kannadourien roueSiam e1686. Diwarno e voe anvetStraed Siam.

EnXVIIIvet kantved e savas an ijinour brestatAntoine Choquet de Lindu savadur ar galeoù a zegemeras prizonidi betek anXIXvet kantved. Unan eus e brizonidi vrudetañ e oaEugène-François Vidocq.

Dispac'h gall

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • 1790 : gant lezenn ar 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Brest da benn un distrig[8].
  • Dekred ar 26 a viz Du 1790 war al le diouzh ret : e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzhar Roue, ar vro hag al lezennoù gant tri beleg ha tregont person eus parrezioù Rekourañs ha Sant-Loeiz, nac'het e voe gant an daou berson ha pevar c'hure[9].
  • Ur pouez bras he doe Brest e-pad an Dispac'h. Eus tu an dispac'herien e voe e1789 ha tud eus Gward broadel Brest a gemeras anTuileries e1792 gantMarsilhiz.
  • Goude taol-stadtud ar menez, kêr Vrest, a oa jirondin, en em savas a-enep d'ar galloud kreiz. Ur c'hwitadenn e voe, avat, ha d'ar5 a viz C'hwevrer1794 e voe kemeret gant Bréard, unan eus "kannaded ar bobl e kefridi", an diviz da sevel ul lez-varn dispac'hel, pevar barner enni (Goarant, kadoriad, Lignières, Palis, Barz), un tamaller, Huges, gant Granjean da erlerc'hier, ur grefier, Dayot, ha daouzek jure. He c'hefridi a oabarn an holl sitoianed tamallet da vezañ graet un dra bennak enep al liberte, ar bobl, gouarnamant ar republik. Staliet e voe al lez-varn d'ar21 a viz C'hwevrer1794, ha kerkent e roas Huges urzh d'ar c'huzul-kêrlakaat war blasenn al Liberte, a-benn seizh eur, warc'hoazh, ar c'hilhotin santel, pezh a voe graet. Tri den a voe barnet da vervel diouzhtu, ul letanant a vor, Claude-Robert Rougemont, 36 vloaz, ha daou vartolod, Charles-Marie Le Dall de Kereon, eus Kemper, 19 vloaz, hag Herri-Louis Monteclair, 18 vloaz, ha kaset e voent war eeun d'ar c'hilhotin. Ragmey a voe lakaet da brezidant al lez-varn, Donze-Verteuil da damaller ha Fouquier-Tinville da c'hrefier. D'an13 a viz Meurzh e voe barnet d'ar marv ha dibennet an aotrou Kozh, person didouPoullaouen, bet serret eno e penn-kentañ ar miz ; d'ar25 a viz Meurzh e c'hoarvezas memes mod gant Jean Drevez, kure e Rekourañs, bet tamallet abalamour d'ur badeziant ePlonger. E dibenn mizMae e voe barnet 30 melestrour eus departamantPenn-ar-Bed : didamallet e voe pevar anezhe, tri all na voent ket barnet dre m'edont pell eus an departamant, ar 26 melestrour a chome a voe kondaonet d'ar marv ha dibennet diouzhtu war-lerc'h. En holl e voe kondaonet 70 a dud d'ar c'hilhotin[10],[11].
  • Adsavet e voe armorlu gantAndré Jeanbon Saint André.
  • Keloù eus marvRobespierre a erruas diwezhat a-walc'h e Brest hag ar c'huzul kêrjakobin a oa kaset kuit e miz Gwengolo. Pennoù bras kozh a adkavas o galloud e dilennadeg 1815 met koll a rae ar gêr he fouez strategel en abeg da c'hronn ar Saozon.

XIXvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ : Brest a oa unan eus ar porzhioù ma tilestrasStadunaniz e1917 e fin ar brezel ; soudarded eus arRouantelezh-Unanet a zilestras eno ivez, da skouer reoù eus anAntilhez[12].

Eil Brezel-bed
  • 1939-1940 : pourvezioù ha kirri arme arRouantelezh-Unanet (British Expeditionary Force) a zilestre e Brest. Dre Vrest ec'h eas kuit ivez ar pezh a chome anezhe, mui soudarded eusKanada a oa o paouez dilestrañ, p'edo anAlamaned oc'h aloubiñBro-C'hall[12].
  • D'an 19 a viz Even 1940 ec'h aloubas an Alamaned ar gêr. Un diazezlec'h evit allistri-spluj a savjont enni. Bombezadegoù ar gevredidi a zeraouas e 1941. Kenderc'hel a rejont betek dieubidigezh ar gêr e miz Gwengolo 1944 goude un emgann 43 devezh. Hogozik peurzistrujet e voe ar gêr. AnTour Tangi,straed Sant-Maloù hag arc'hastell eo al lec'hioù espernet nemeto.
  • Ar porzh e 1940 ha diazezlec'h al listri-spluj :
  • Ur vag kaset d'ar strad en Arsanailh Brest, miz Even 1940
    Ur vag kaset d'ar strad en Arsanailh Brest, miz Even 1940
  • Diazlec'h al listri-spluj
    Diazlec'h al listri-spluj
  • Paread (?) ul lestr-spluj
    Paread (?) ul lestr-spluj
  • Diazlec'h al listri-spluj
    Diazlec'h al listri-spluj
  • Un toull e toenn unan eus lochoù diazlec'h al listri-spluj goude bombezadegoù Aerlu ar Rouantelezh-Unanet (miz Gwengolo 1944)
    Un toull e toenn unan eus lochoù diazlec'h al listri-spluj goude bombezadegoùAerlu ar Rouantelezh-Unanet (miz Gwengolo 1944)
  • Diazlec'h al listri-spluj goude bombezadegoù Aerlu ar Rouantelezh-Unanet, miz Eost 1944
    Diazlec'h al listri-spluj goude bombezadegoù Aerlu ar Rouantelezh-Unanet, miz Eost 1944
  • Un nijerez alamanHeinkel He 72 (marilhet WNr 1236) a gouezhas e Brest d'an22 a viz Kerzu1940 ; gloazet e voe he levier[13].
  • Nijerezioù ar Re Gevredet aet d'ar strad e Brest : d'an2 a viz Meurzh1941 e kouezhas un nijerezWellington Ic marilhet R3279 ha kodet KO-DR eus115th Squadron ar Royal Air Force (aerlu arRouantelezh-Unanet) er mor nepell diouzh Brest ; lazhet e voe e voe he c'hwec'h nijour, kavet e voe ur c'horf hepken, douaret eo e Felton (Bro-Saoz). D'ar6 a viz Ebrel1941 e voe taolet un nijerezBeaufort marilhet N1016 ha kodet OA-X eus an22nd Squadron eus ar Royal Air Force d'an diaz gant arFlak er mor e-tal Kastell Brest ; lazhet e voe he fevar nijour, douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest; deuet a oa al laz a-benn eus e daol koulskoude: tizhet e oa bet al lestr-brezel alamanGneisenau gant un darzherez. D'an10 a viz Ebrel1941 e kouezhas un nijerezWellington IC marilhet R1442 ha kodet HA-D eus ar218th Squadron ar R.A.F. e donvor Brest; lazhet e voe he seizh nijour, douaret e voe daou anezhe e Bered Kerfaotraz e Brest, ne voe ket kavet ar re all. D'ar1 a viz Gouere1941 e kouezhas un nijerezWellington marilhet R1343 ha kodet OJ-B eus149th Squadron ar RAF er porzh kenwerzh e Brest; lazhet e voe he femp nijour, douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest[14]; d'ar26 a viz C'hwevrer1943 e kouezhas ur c'harr-nijB-24D-5-CO (marilhet 41-23820 ha kodet KY-C) eusaerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces - 480th Antisubmarine Group / 1st th BS), gant dek den en e vourzh er mor e donvor Brest, ne voent ket adkavet; d'ar1añ a viz Mae1943 e kouezhas ur c'harr-nijB-17F-20-VE (marilhet 42-5784 ha kodet GY-?) eus an U.S.A.A.F. eLenn-vor Brest gant dek milour en e vourzh; ne voe kavet korf ebet; d'an28 a viz Even1943 e kouezhas ur B-17 F-70-BO (anvet "Argonaut II", marilhet 42-29817 ha kodet YB-D, 351vet Bomb Group, 508vet Squadron) eus an United States Army Air Forces er mor e tu Brest gant dek milour en e vourzh; tapet e voe pevar anezhe gant an Alamaned, ne voe ket kavet korfoù ar re arall; er memes devezh e kouezhas ur B-17 F-70-BO (anvet "Thunderbird II", marilhet 42-5724 ha kodet LG-T, 351vet Bomb Group, 508vet Squadron) eus an USAAF er mor tu Brest gant dek milour en e vourzh; tapet e voe unan anezhe gant an Alamaned, daou a zeuas a-benn da achap, ne voe ket kavet korfoù ar re arall; d'an18 a viz Du1943 e kouezhas ur c'harr-nijB-24H (marilhet 42-7640 ha kodet JU-?, 446vet Bomb Group, 707vet Squadron) eus an United States Army Air Forces e "Kerinou" e Brest gant dek milour en e vourzh; tapet e voe c'hwec'h nijour gant an Alamaned, daou all a zeuas a-benn da achap, mervel a reas an daou vilour arall; d'ar5 a viz Kerzu1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17 G-70-BO (anvet "Bucket Of Bolts", marilhet 42-37747 ha kodet XM-A, 94vet Bomb Group, 332vet Squadron) eus an USAAF;er mor er gwalarn da Vrest gant dek milour en e vourzh; ne voe kavet korf ebet; d'an9 a viz Eost1944 e kouezhas ur c'harr-nijB-26-C45 (marilhet 42-107636 ha kodet Y5-H, 344vet Bombing Group, 495vet Bombing Squadron) eus an USAAF war vord Porzh Brest gant c'hwec'h nijour en e vourzh; lazhet e voent holl, douaret int erZachary Taylor National Cemetery eLouisville (SUA)[15].
  • Emgann Brest : soudardedSUA o stourm evit dieubiñ ar gêr.

Darvoudoù pennañ istor Brest

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Sevenadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mirdioù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Brezhoneg

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ :Brest el lennegezh vrezhonek

Ya d'ar brezhoneg

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • D’ar 16 a viz Mezheven2006 e oa bet votet ar gartaYa d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'ar 7 a viz Kerzu2017 e oa bet votet gant Kuzul-kêr Brest mont war-zu live 2 ar gartaYa d'ar brezhoneg.
  • D'an 20 a viz Ebrel 2018 eo bet roet al label live 1 da gêr Vrest evit bezañ kaset da benn eizh ober a-du gant ar yezh

Deskadurezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Div skolDiwan a zo e Brest, an hini gentañ, krouet e1978, zo e karter Kerango hag an eil e karter ar Gwelmeur.
  • Un hentad divyezhekDiv Yezh a zo erSkol Jacquard.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet 763 skoliad er skolioùDiwan hag er c'hlasoù divyezhek publik (6,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[17].

Bugaligoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Ar vagouri "P'tit Mousse" a zo gant un tañva d'ar yezh.

Sport

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Mell-droad

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Marc'h-houarn

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tro Bro-C'hall:

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Brudet eoPont Rekourañs hastraed Siam e Brest. Eus ar monumantoù savet a-raok anXIXvet kantved ne chom nemet arc'hastell, anTour Tangi hag un nebeud tiez ha savadurioù kozh, savadurioù evit an arsanailh ha kreñvlec'hioù en o zouez. E Rekourañs e chom un darn eusstraed Sant-Maloù distrujet gantbombezadegoù enEil Brezel-bed.

Anavezet eo Brest abalamour d'ar gouelioù bigi kozh aozet ganto bep pevar bloaz. Savet eo anv ar gouel diwar anv ar gêr mui ar bloavezh (Brest 2008, Brest 1992...).

Bezioù ar C'hommonwealth e beredKerfaotraz

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
BroNiver a soudarded
Banniel AostraliaAostralia3
Kanada14
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet93
Zeland-Nevez1
Hollad (korfoù anavezet hepken)104

Diwar ar 104 soudard anavezet douaret er vered ez eus 31 milour eus arBrezel-bed Kentañ ha 73 eus an Eil Brezel-bed[12].

Poblañs

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

[18]

Imbourc'h ha deskadurezh uhel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dre m'emañ kreizenn armerzhel kêr-bennBreizh-Izel eno ez eus kalz skolioù-meur hag annezadennoù imbourc'h e Brest.

Melestradurezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Ti-kêr Brest ePlasenn ar Frankiz
Roll ar vaered
DilennadegAnvTitl
2001-François CuillandreMaer
1989-2001Pierre MailleMaer
1985-1989Georges KerbratMaer
1983-1985Jacques BerthelotMaer
1982-1983Pierre MailleMaer
1977-1982Francis Le BléMaer
1973-1977Eugène BerestMaer
1959-1973Georges LombardMaer
1958-1959Auguste KervernMaer
1954-1958Yves JaouenMaer
1954-1954Lucien ChaixMaer
1953-1954Yves JaouenMaer
1947-1953Alfred Pierre Marie ChupinMaer
1945-1947Jules LullienMaer
1944-1945Victor le GorgeuPrezidant an Delegasion Ispisial
1942-1944Victor EusenMaer
1929-1941Victor le GorgeuMaer
1921-1929Léon NardonMaer
1920-1921Hippolyte MassonMaer

Kalz brasoc'h eo teuas Brest da vezañ e 1945 pa voe staget teir c'humun all outi :Lambezelleg,Kerbêr-Kilbignon haSant-Mark.

Kantonioù Brest

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Dre 5kanton eo rannet.

Tud

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Tud beziet eno

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
GaspardAgard, maer Brest e 1661.
En gul e rodig-kentr en aour a eizh broud ; e gab gwriziet en glazur karget gant ur groaz avalaouek.
ClaudeBasserode, senesal Brest e 1700
En glazur e leon en aour krabanet ha teodet en gul.
.
? Berard de la Seignerais, senesal Brest e 1690.
En glazur e gebrenn en argant heuliet ouzh beg gant ur greskenn ivez en argant ; e gab en argant karget gant teir balafenn en sabel.
Germain Le Bescont, maer Brest e 1651.
En glazur e bilikan en e wadennoù en aour.
Marc de Carné, kabiten Brest da vareFrañsez Iañ Bro-C'hall.
? Nail ː prokulor ha noter ar roue ouzh Lez Brest e 1695.
En aour e gebrenn en sabel karget gant teir rozenn en argant.
Julien Ozanne, arkitektour ha tisaver labourioù ar roue, a savas klozadur kentañ Brest e 1647.
Nicolas Ozanne, teñzorer morlu Brest e 1696.
Rannet; ouzh 1 en sabel e dour en aour; ouzh 2, en geot e deir sourin en aour.
Raby ː unan eus kannaded Brest ouzh Breujoù 1742 ; ul letanant fourgadenn e 1766 ; maer Brest e 1785.
Troc'het : ouzh 1 en argant e gi tremenant en sabel kurunet en aour hag o terc'hel en e bav dehou ur gougleze ivez en aour ; ouzh 2 en glazur e seizh gousourin en argant.
François Turin, maer Brest e 1649.
En aour e erez en sabel.

Gevelliñ

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Kêrioù gevellet
Emglevioù

Levrlennadur

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Jeremi Kostiou,Ar marc’h-du e Brest, e-barzh Briac,Avel Reter, Plabenneg,Nadoz-Vor Embannadurioù, 2015, pp. 42–45.
  • Jeremi Kostiou,Le commerce de chansons sur feuilles volantes à Brest, 1915-1955,Les Cahiers de l’Iroise, niv. 227, 2017, pp. 174–182.
  • Jeremi Kostiou,Quand Pontanezen révèle ses vestiges…,Les Cahiers de l’Iroise, niv. 225, 2017, pp. 176–190.
  • Kris hag Étienne Davodeau,Un den zo marvet, Nadoz-Vor Embannadurioù, Brest, 2021.
  • Pol Potier de Courcy :Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • Bernard Tanguy ːDictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée / Ar Men. 1990
  • Erwan Vallerie ːDiazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar gerBrest er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)INSEE.
  3. 3,03,1 ha3,2Bernard Tanguy ( 1990)
  4. 4,04,14,24,3 ha4,4Erwan Vallerie (1995)
  5. Hervé Abalain,Noms de lieux bretons, Éditions Jean-Paul Gisserot, 2000.
  6. Ekembraeg e kaver ar ger kevatal /bryn/.
  7. Da lavaret eo, rannet etre Frañs ha Breizh, a oa merk ar galloud da vareProviñs Breizh ; adalek war dro1683 (d'Hozier,1696) ha kadarnaet gant Charlez X, d'an28 a viz Here1826 ; Lejion a Enor, Kroaz ar Brezel, Kroaz an Dieubadur.
  8. J. B. Duverger,Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105
  9. Kristof Jezegoù,Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 40 ha 41
  10. Kristof Jezegoù,Hor Bro e-pad ar Revolusion, pajennoù 176-182, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915
  11. Le Bot,Terreur à Brest, p. 198
  12. 12,012,1 ha12,2Commonwealth War Graves Commission
  13. Pertes Luftwaffe Finistère
  14. Pertes RAF Finistère
  15. Pertes USAAF Finistère
  16. René Le Guénic,Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 329
  17. Ofis Publik ar Brezhoneg
  18. Cassini hagEBSSA
  19. Mémoire des hommes

|}

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Brest&oldid=2176744 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2026 Movatter.jp