Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Bornholm

Eus Wikipedia
  • ██ Lec'hiadur Bornholm e Danmark
  • Bornholm zo un enezenndanat erMor Baltel, etre aodoùSveden en norzh hagAlamagn haPolonia er su, hag ur gumun eDanmark.

    Unan eus inizi bras ar Mor Baltel eo, dezhi ur gorread a 588 km² ha 41 802 annezad (e 2011).Rønne eo ar gêr vrasañ.

    Tevennoù serzh zo a-hed an aod norzh met izel a-walc’h eo an aod su. Gwechall e veve an annezidi diwar ar pesketaerezh ; bremañ eo deuet antouristerezh da vezañ pouezus.

    Esagaoù skandinavek ar Grennamzer e veze graetBurgundarholm eus Bornholm.Alfred Veur, ar rouesaoz a vrezelias a-enep an Daned enIXvet kantved, a raeBurgenda Land anezhi. Krediñ a reer e vije bet lec’h annez orin pobl arVurgonded.

    Liammoù diavaez

    [kemmañ |kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet eWikimedia Commons.

    Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bornholm&oldid=1816117 »
    Rummadoù:

    [8]ページ先頭

    ©2009-2025 Movatter.jp