Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Borneo

Eus Wikipedia
Borneo, en enezeg Indonezia
Enez Borneo, rannet etre stadoù Indonezia, Malaysia ha Brunei.

Borneo zo unenezenn vras e gevredAzia. Gant ur gorread a 743 330 km² ez eo-hi an trede enezenn vrasañ er bed. Al lodenn vrasañ eus an enezenn zo enIndonezia, haKalimantan a vez graet anezhi alies. Hogen en Indonezia e talvez an anv "Kalimantan" da envel an enezenn a-bezh. Al lodenn norzh eus an enezenn zo rannet etreMalaysia (stadoùSabah haSarawak) ha rouantelezhBrunei.

En-dro da Vorneo emañMor Su Sina en norzh hag er gwalarn,Mor Sulu er biz,Mor Sulawesi er reter haMor Java er su. Er c'hornôg da enez Borneo emañLedenez Malaya hag enezSumatera, er su emañ enezJava (peJawa) hag er reterSulawesi. ESabah emañ ar menez uhelañ, menezKinabalu, zo dezhañ 4 095 m a uhelder.

Pinvidik eo natur Borneo ha niverus eo ar spesadoù plant ha loened : 221 spesad bronneged, 420 spesad evned, 3 000 spesad gwez... Gwechall e oa goloet an enezenn a-berzh pe dost gant koadegi trovanel, met war-gil eo aet ar gorreadoù dindan wez er bloavezhioù diwezhañ.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Borneo&oldid=2038023 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp