Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Bonreizh

Eus Wikipedia
bonreizh
type of law
Iskevrennad eusstatute,sources of law,authorizing legislation,constitutional document,framm Kemmañ
Studiet gantconstitutional history Kemmañ

Arvonreizh (liester :bonreizhoù ; ger all :mammlezenn) a zo ur skrid ofisiel savet evit eztaoliñ mont-en-dro anensavadurioù pennañ arriez. Ur seurt teskad lezennoù pennañ eo a vez savet peurvuiañ gant unemvod bonreizhel. P'eo bet bet dilennet an emvod-se gant arbobl e weler ar vonreizh evit asantet gant ar bobl, met a-wechoù e vez aozet urreferendom evit goulenn asant ar bobl war euun. Termenet e vez evel unan eusmamennoù ar Gwir en tiriad m'eo degemeret.

Endalc'h ar vonreizh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Pal pennañ ar vonreizh a zo deskrivañ roll anemvodoù pennañ ar riez ha roll an dud veur a zo roet galloudoù arbennik. Hervez an diforc'hioù graet gantMontesquieu e c'heller rannañorganoù argalloùdoù e teirrann :

  • Rann allezennaz (ar galloud-lezennad), enni an emvod pe an emvodoù dilennet a zo o c'harg sevel allezennoù ha votiñ anezho evit emvodoù zo.
  • Rann anoberidigezh (ar galloud-oberiañ), enni armelestradurezh karget da lakaat al lezennoù e pleustr ha kemer divizoù war ren aferioù ar riez. E penn an oberidigezh e kaver argouarnamant renet gant urMinistr kentañ dindan penn ar riez (urprezidant pe ur rieg) pe ur prezidant harpet gant un nebeud tud karget gant kefridi vras (renad ar prezidant).
  • Rann ar barn (ar galloud-barn), enni allezioù-barn a c'hell gwiriekaat m'eo bet pleustret mat al lezennoù koulz gant pennoù uhel ar riez ha gant annezidi ar vro.
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Bonreizh&oldid=2069253 »
Rummadoù:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp