Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Boned

Eus Wikipedia
Ur boned.
Plac'h he boned gwenn.
An doueAttis gant urboned frigian.
Ar varkizez de Pezé hag ar varkizez de Rouget gant he daou vugel, poltredet gantElisabeth Vigée-LeBrun e1787. Emañ an eil markizez gant ur boned, eben gant untulban.

Urboned zo urpennwiskdierien ha hep tamm stumm kalet ebet ennañ. Egloan e vez graet alies, e danvez kevanaozet a-wechoù. Meur a seurt bonedoù zo, hervez an implij a reer anezho.

Yezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

E1499 ez eo testeniekaet ar ger "boned", diwar argalleg kozhbonet "danvez da fardañ pennwiskoù" (1160), diwarlatin arGrennamzerabonnis, a zogermanek e orin[1].Evit a sell ouzh ar pennwiskoù e klot ar gerboned gant ar gersaoznekbonnet, a dalvez evit pennwisk ur vaouez (hag ivez evit hini ur vaouez pe ur gwaz eBro-Skos hepken). Diwar ar galleg e teu ar ger saoznek, a zo testeniekaet abaoe1375-1425[2].

Doareoù bonedoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Ret eo disheñvelout ar bonedoù da wiskañ er-maez hag ar re da chom en ti, ar re da ziwall diouzh an avel hag ar re da zerc'hel blev ar merc'hed er gêr, ha re ar baourien ha re ar vondianed.

Bonedoù relijiel

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Maoueziamish war an aod, gwisket o fennoù.

E-touez kumuniezhioùrelijiel a zo e vez gwisket bonedoù gant ar merc'hed, hiziv evel erXVIvet kantved. Kement-se a veze graet gant ar Vignoned (Quakers) betek anXXvet kantved, hag a vez graet c'hoazh gant anOld Order Mennonites hag anAmished.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Skeudennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liamm diabarzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Daveoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. Albert Deshayes (2003),Dictionnaire étymologique du breton, Le Chasse-Marée,ISBN 978-2-9142-0825-3(fr)
  2. Random House Webster's College Dictionary, Random House, New York,ISBN 978-0-375-42560-8(en)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Boned&oldid=2023732 »
Rummad:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp