Movatterモバイル変換


[0]ホーム

URL:


Mont d’an endalc’had
Wikipedia
Klask

Boezinge

Eus Wikipedia
Boezinge
municipality section,kêriadenn
StadBelgia Kemmañ
E tiriadIeper Kemmañ
Daveennoù douaroniel50°53′43″N 2°51′27″E Kemmañ
Kod-post8904 Kemmañ
Roll monumantoùQ2215262 Kemmañ
Map

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet eWikimedia Commons.

  • Lec'hiadur e Ieper
    Lec'hiadur e Ieper
  • Banniel
    Banniel
  • Skoed

Boezinge enizelvroeg,Boezienge eflandrezeg kornôgel, zo ur gumun a-wechall eFlandrezBelgia e rannvroWesthoek hag e proviñsKornôg-Flandrez. Lakaet eo bet e kumunIeper gant lezenn1977.

Istor

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]

Douaroniezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Gorread : 18,24 km²
  • Poblañs (1999) : 2 216 a dud
  • Stankter : 121 den/km²

Melestradurezh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Ar maerdi.
    Ar maerdi.

Armerzh

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Ti-bresañ Sas.
    Ti-bresañSas.

Dezougen

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • An ti-gar, serret.
    An ti-gar, serret.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  • Er vourc'h
  • Iliz katolik Sint Michiel.
    Iliz katolikSint Michiel.
  • Monumant ar re varv.
    Monumant ar re varv.
  • E "Carrefour des Roses" (kroazhent "Molenstraat" ha "Poezelstraat")
  • An daol-vaen.
    An daol-vaen.
  • Plakenn-goun e galleg, brezhoneg hag izelvroeg.
    Plakenn-goun e galleg, brezhoneg hag izelvroeg.
  • Ar c'halvar.
    Ar c'halvar.
  • Monumant Francis Ledwige.
    Monumant Francis Ledwige.

Eno e voe staliet urc'halvar (XVIvet kantved) eusLouergad eBreizh evit enoriñ ar Vretoned marvet eno e-kerzh ar Brezel-bed kentañ hag ivez undaol-vaen eusHenant-Bihan[1].Emañ monumant ar barzhiwerzhonatFrancis Ledwidge just e-kichen, el lec'h ma voe lazhet e dibenn miz Gouhere 1917.

Bezioù milourel ar C'hommonwealth

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
Bered ar gumun

Ur bez ag arBrezel-bed kentañ ha 14 bez ag anEil Brezel-bed zo enni[2].

BroNiver a soudarded
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet15
Hollad15
Bered ar C'hommonwealth
Artillery Wood Cemetery

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Krouet eo bet e dibenn miz Gouere 1917. Implijet e voe evel ur vered ag an talbenn betek miz Meurzh 1918. 141 bez a voe enni pa voe sinet an arsav-brezel e miz Du 1918. Brasaet e voe da zegemeret bezioù o tont eus an tachennoù-emgann arall hag eus beredoù bihan arall[3].

Lazhet e voe ar barzhkembreatHedd Wyn hag ar barzhiwerzhonat Francis Ledwidge e Boezinge d'ar31añ a viz Gouere1917. Douaret int bet er vered.

  • Ar vered.
    Ar vered.
  • Bez ar barzh kembreat Hedd Wyn er vered.
    Bez ar barzh kembreatHedd Wyn er vered.
  • Monumant Francis Ledwige.
    Monumant Francis Ledwige.
BroNiver a soudarded
Afrika ar Su1
Banniel AostraliaAostralia5
Kanada40
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet1 255
Zeland-Nevez2
Dianav4
Hollad1 307
Bered ar C'hommonwealth
Bard Cottage Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Even 1915. Implijet e voe betek miz Here 1918. Goude arsav-brezel miz Du 1918 e voe degaset 14 bez eus ar parkeier tro-dro ha 32 vez eus ar veredMarengo Farm Cemetery, homañ o vout tost-tre e tu ar Su[4].

  • War Stone.
    War Stone.
  • Meur a vez.
    Meur a vez.
BroNiver a soudarded
Afrika ar Su2
Alamagn4
Kanada15
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet1 622
Hollad1 643
Bered ar C'hommonwealth
Dragoon Camp Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet d’an 9 a viz Eost 1917 gant Kembreiz an38th (Welsh) Division. Anvet e voeVilla Gretchen Cemetery da gentañ. Ar gêrsaoznekDragoon a dalvAerouant, an aerouant ruz o vout arouez Kembre. Implijet e voe ar vered betek miz Here 1918[5].

BroNiver a soudarded
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet66 (10 anezhe chomet dianav)
Hollad66
Bered ar C'hommonwealth
Welsh Cemetery (Caesar’s Nose)

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917 gant Kembreiz an38th (Welsh) Division. Anvet e voeVilla Gretchen Cemetery da gentañ. Implijet e voe betek miz Du 1917[6].

BroNiver a soudarded
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet68
Hollad68
Bered ar C'hommonwealth
Colne Valley Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1915 gantSaozon anTerritorial battalions of 49th (West Riding) Division. Implijet e voe betek miz C’hwevrer 1916[7].

BroNiver a soudarded
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet47
Hollad47
Bered ar C'hommonwealth
Essex Farm Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915. Implijet e voe betek miz Eost 1917[8].

BroNiver a soudarded
Alamagn5
Kanada9
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet1 107
Chomet dianav penn-da-benn83
Hollad1 204
Bered ar C'hommonwealth
Talana Farm Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Ebrel 1915 gant soudardedc’hall. E miz Even 1915 e krogas ar1st Bn. Rifle Brigade hag ar1st Bn. Somerset Light Infantry d’ober war he zro. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918[9].

BroNiver a soudarded
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet529
Hollad529
Bered ar C'hommonwealth
La Belle Alliance Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz C’hwevrer 1916 gant an10th hag an11th King’s Royal Rifle Corps. Bezioù arall a voe ouzhpennet enni e mizioù Gouere hag Eost 1917. Anvet eo ar vered diwar anv un atant a zo e kichen[10].

BroNiver a soudarded
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet60
Hollad60
Bered ar C'hommonwealth
No Man's Cot Cemetery

Ur vered ag ar Brezel-bed kentañ eo. Krouet eo bet e miz Gouere 1917. Implijet e voe betek miz Meurzh 1918. Kalz ag ar soudarded a zo douaret enni a oaSkosiz eus ar 51st (Highland) Division[11].

BroNiver a soudarded
Banniel ar Rouantelezh UnanetRouantelezh-Unanet60
Hollad60

Dave ha notennoù

[kemmañ |kemmañ ar vammenn]
  1. (fr)Lec'hienn "chemins de mémoire" diwar-benn Kalvar Louergad Boezinge
  2. (en)WW1 Cemeteries.
  3. (en)WW1 Cemeteries
  4. (en)WW1 Cemeteries
  5. (en)WW1 Cemeteries
  6. (en)WW1 Cemeteries
  7. (en)WW1 Cemeteries
  8. (en)WW1 Cemeteries
  9. (en)WW1 Cemeteries
  10. (en)WW1 Cemeteries
  11. (en)WW1 Cemeteries
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Boezinge&oldid=2133013 »
Rummadoù:
Rummad kuzhet:

[8]ページ先頭

©2009-2025 Movatter.jp